Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. Rouez, pemdez Endalc'had korf an den. Honnezh zo erru ur c'horfad kig enni : deuet eo da vezañ tev. 2. Pemdez Reñver boued pe died debret pe evet gant ub. Diazezañ e gorfad boued. An den a gemer ur c'horfad gwin d'ar Sul a vez klañv d'al Lun. [1954] [M]ezeveniñ a rae va fenn, ha me da horjellat gwashoc’h eget ur mezvier graet gantañ ur c’horfad chufere. & Trl. Ober, kaout, lakaat, distagañ ur c'horfad : mezviñ. 3. Dre skeud., pemdez (db. ar poanioù, ar c'hleñvedoù, ar santadurioù) Barrad (poan) en e gorf. Aon o doa na serrfent, o kousket war an douar, korfadoù anoued. & (impl. hep spizer) Diwall da bakañ ur c'horfad en ur chom dindan ar glav. 4. Dre skeud., pemdez (db. ar santadurioù) Kementad bras. Tapet em boa ur c'horfad mezh. Ur c'horfad droug zo ennañ. Ur c'horfad aon. DHS. kofad.

Exemples historiques : 
8
Masquer la liste des exemples

ober ur c'horfad mat a gousked

1732
Référence : GReg pg dormir (profondément, & long-temps)

Hiriv en deiz, kerkoulz war ar maez evel e kêr, pa welfet un den mezv, astennet gant e gorfad war an hent, skoit war e skoaz, savit-hen en e sav, aliit anezhañ da lavaret : « Bevet ar Roue ! » hag e welfet anezhañ o treiñ e benn en ur grial : « Bevet ar Republik ! »

1877
Référence : EKG.I. p.205

Alies, pa vez graet ar pae d’ar Sadorn, e chomer c’hoazh un hanter [z]ervezh hep ober netra, evit bezañ prest marteze da ober ur c’horfad d’ar Sul.

1877
Référence : EKG.I. p.64

korfad

1931
Référence : VALL pg bombance

Mont a rae korfadoù droug ennañ ouzhimp, pa ne ouiemp ket mat a-walc'h hor c'hentelioù, ma teue dezhañ gouelañ dourek.

1944
Référence : EURW.1 p62

Bez’ e oa dour c’hwezh-vat e-leizh e tuellenn va c’horn, met blaz ar put hag ar brein a gaven gant ar moged a save diouti ; krenañ a rae va zivhar dindanon, mezeveniñ a rae va fenn, ha me da horjellat gwashoc’h eget ur mezvier graet gantañ ur c’horfad chufere.

1954
Référence : VAZA p.88

Ribodell hag a lakaas ur c'horfad droug da sevel ennon, seul vuioc'h ma n'en devoa ket a vezh o tont, diouzh an noz, da c'houlenn ouzhin, dres evel m'en doa graet e vreur en Nzong all er bloaz a-raok, hini kreñv da evañ.

1985
Référence : DGBD p164

Sioulik-sioulik e nijont, e tostaont ouzhoc'h, e krogont ennoc'h, alies betek a-dreuz ho tilhad, ha yao kuit adarre p'o deus graet o c'horfad gwad.

1985
Référence : DGBD p59

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux