Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
10
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. Rann vihan eus ur vro, ur barrez, h.a. Ur c'hornad mat eus ar barrez. Ur c'hornadig eus ar vro-mañ. HS. takad, tolead. 2. Ent strizh (gant ar gm. s.) Tolead, trowardroioù ub., udb. zo anv anezhañ. Paotred ar c'hornad. Mouezh ar c'hleier en em strew holl dre ar c'hornad.

Exemples historiques : 
7
Masquer la liste des exemples

Ouzhpenn ar broioù emaon o paouez envel, em eus gweladennet broioù all c’hoazh, rak, pa voen harluet diouzh douar al Lingoned, ez on aet en tu-hont d’ar Renos hag em eus ergerzhet, a-hed mizvezhioù, ar c’hornadoù en em astenn, er sav-heol d’an aven-se, betek kompezennoù digoad bro ar Skuted.

1923
Référence : SKET p.35

Avel e Breizh é kaver brogererion a-du get buhez politik o bro met gloev int ha spered ar vroadelezh a gousk c'hoazh e kornadoù Euskadi Frañs, en dresped da vrezel an Euskariz e Spagn.

1937
Référence : DIHU Niv. 318 p. 25

Dougen a rae gwiskamant p[e]izanted ar c’hornad, nann ur wech, met atav.

1944
Référence : EURW.1 p.206

Amañ 'z eus kêriadennoù sioul kuzhet a-drek ar c'hleuzioù uhel, na zigouezher enno nemet dre c'haridennoù enk ha teñval, dre wenodennoù moan ha kamm-jilgamm ; er c'hêriadennoù, ez eus tier kozh, gant o dorioù bolzet, merket ur bloaz warno alies, evel 1590, pe 1675, pe 1730 : peadra da soñjal atav er re aet kuit ; amañ 'z eus menezioù moal ha kragek ; saonennoù klenk lec'h ma hiboud ur wazhig-dour ; hag er c'hornad-se e vev ur ouenn gouerien pennoù-fall, distag a bep tu, disfizius ouzh an aotrounez, hanterourien hag emsikourerien dre dreuzlavar, stag d'o zra o-unan dre voazadur, mignoned d'ar frankiz soñjal, d'ar frankiz donemonea, diaes dezho dougen yev beleien ha noblañs, ha nag evit-se tud a relijion, a urzh vat, a zoujañ evit ar galloud leal, sentus ouzh ar Red, dispont ouzh ar re vev met leun a aon rak an teuzoù, ar seblantoù, ar bed all : tud hag a zo pimpatrom c'hoazh, e deroù an XXvet kantved, ar re a veve araozo mil bloaz 'zo.

1944
Référence : EURW.1 pp.15-16

E dad a oa Piers : Piers a oa Pêr er c'hornad-se gwechall.

1944
Référence : EURW.1 p10

Kalz aesoc'h e vije, ur wech en em c'hraet ouzh ar c'hornad, kemer unan eus ar gwenodennoù olifant a dreuzomp gwech ha gwech all ; al loened-se a zigor a-dreuz ar c'hoad hentoù o tereout diouzh o ment, ha gouzout a reont dibab al lec'h aesañ, ha goude ma rankjent ober tro.

1985
Référence : DGBD p37

D'ar mare-se e vo dav dimp sevel un nebeud tolpadoù foran, ur sinadeg, un nebeud pennadoù ha lizheroù digor e-barzh kazetennoù ar c'hornad evit diskouez e tifennomp soñjoù boutin d'ur bern tud a chom mut.

2015
Référence : DISENT p36

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux