Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
7
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. MENTONIEZH. [1499, 1931] Lun graet gant div linenn pe ziv c'horreenn a gej an eil ouzh eben. Ur c'horn stok. Pevar c'horn ur garrezenn. Kornioù ul lieskorneg. & Korn skouer : korn 90°, savet gant div linenn a groaz hag a ra pevar c'horn heñvel o muzul. Korn lemm : korn bihanoc'h e vuzul eget hini ur c'horn skouer. Korn digor : korn brasoc'h e vuzul eget hini ur c'horn skouer. 2. [1867, 1972] Lec'h bevennet gant div linenn pe div c'horreenn a gej an eil ouzh eben. Ur park a dri c'horn. Korn al lagad, korn an diweuz. Ur mouchouer bradet er c'horn. E korn an oaled, e korn an tan. Korn ur straed : al lec'h ma tegouezh gant unan all. Korn ur c'hoad : lodenn eus lez ar c'hoad zo stumm ur beg dezhi. Hennezh eo anavezet gantañ kement korn ha diskorn zo en ti-man : kement korn zo en holl. [1944] [...] Job, avat, e tivere ur c’hwezenn gaer ouzh e dal, hag ar c’housked a chome e korn e lagad. & Pevar c'horn ar bed : kornôg, reter, kreisteiz ha hanternoz. HS. kogn. & Trl. skeud. Pevar c'horn (ar bed, ar vro) : kement lec'h zo. Dont a rae tud eus pevar c'horn ar bed. [1877] [L]eveoù ar Sent a voe gwerzhet dre bevar c’horn ar vro [...]. [1925] Noz-deiz, kargañ, diskargañ a reont marc’hadourezh deut eus pevar c’horn ar bed. 3. Dre ast. Lodenn, tamm a valir diouzh ar peurrest eus udb. prl. Ur c'horn bara : ar boulc'h. Korn al lez*. Ur pistig en deus e korn e gof : en e gostez. [1877] — Erwanig, kemer an tamm korn bara a zo aze war an daol, ha ro anezhañ d’ar paour a c’houlenn. 4. [1732, 1931] Rann gostez udb. Kornioù ur arme. 5. Dre ast. [1985] Kornad (eus ur vro prl.) Brudet e oa e kement korn zo. & Ur c'horn-douar. E gorn-bro. [1985] Korn izelañ ar Portugal. 6. Zo en ur c'horn, zo ur chorn, ur pleg ennañ. Un ti-korn : e korn ur straed. Un tour-kom : e korn ur c'hastell, ur voger. Ur maen-korn. Un dro-gorn. Gwern*-gorn.

Exemples historiques : 
60
Masquer la liste des exemples

korn al lagad

1659
Référence : LDJM.1 pg coin de l'oeil

korn

1659
Référence : LDJM.1 pg angle, coin, recoin

kornioù

1659
Référence : LDJM.1 pg coin

kornioù

1732
Référence : GReg pg angle, chanteau (coin, partie retranchée), encognure (angle)

an naou gorn

1732
Référence : GReg pg aile

kernioù

1732
Référence : GReg pg aile

korn

1732
Référence : GReg pg angle, chanteau (coin, partie retranchée), encognure (angle)

kornioù

1732
Référence : GReg chanteau (coin, partie retranchée)

kornioù

1732
Référence : GReg pg coin

korn bara

1732
Référence : GReg pg chanteau (de pain, l'entamure d'un pain)

kornioù an divlez

1732
Référence : GReg pg hanche (les hanches)

korn

1732
Référence : GReg pg aile, (le bois d'un) cerf, corne (partie dure de l'animal)

korn al lez

1732
Référence : GReg pg hanche (le haut de la cuisse)

korn ar gambr

1732
Référence : GReg pg coin (de la chambre)

korn ur c'hoad

1732
Référence : GReg pg coin (d'un bois)

sellet a gorn

1732
Référence : GReg pg (regarder du) coin (de l'oeil)

sellet a gorn-lagad

1732
Référence : GReg pg (regarder du) coin (de l'oeil)

korn al lagad

1732
Référence : GReg pg coin (de l'oeil)

korn al lagad

1732
Référence : GReg pg coin (de l'oeil)

kornoù

1850
Référence : GON.II pg korn (Angle. Coin. Encoignure. Pl.)

kornioù

1850
Référence : GON.II pg korn (Angle. Coin. Encoignure. Pl.)

korn

1850
Référence : GON.II pg ker, c'houéc'h (-koñek), c'houec'h (-kornek), korn (Angle. Coin. Encoignure), pg koñ.

E korn ur c'hoad

1850
Référence : GON.II pg korn (au coin d'un bois).

Setu o tont d'e gaout eus a bep korn ar vro / Loened medisined, ganto louzoù 'r marv.

1867
Référence : MGK p104

Evidon, emezi, me ouezo mont a-bell, Pe en ur c'horn bennak, chom hep tal da vervel, Ha ne welit-hu ket an dorn-se 'deu, a ya ?

1867
Référence : MGK p13

Setu amañ danevelloù kozh hag o tont a-bell : pevar mil bloaz bennak zo e oant o redek, seizh mil lev eus a Vreizh-Izel ! Hont tadou kentañ o doa joa outo en amzer ma'z aent gant o loened eus a ur menez d'egile e-kreizik-kreiz bro an Azia; ar vamm o lavare d'he merc'h, e korn an oaled, e-pad ar goan; hag an tad d'e vab, en disheol, en hañv; hag ar verc'h hag ar paotr, o vezañ deuet en oad d'o zro, a gemere o bugale plijadur en ur glevet ar pezh en doa divuzet tad ha mamm gwechall)

1867
Référence : MGK Rakskrid V

Mont a ra en ur c'horn, tennañ ra e alan.

1867
Référence : MGK p43

Evel-se ne voe ket pell ar frapad : leveoù ar Sent a voe gwerzhet dre bevar c’horn ar vro, ha roet kazi evit netra, rak ezhomm arc’hant a ioa, ha ne gaved ket kalz a dud da deuler war al leveoù-se, rak ar feiz a ioa c’hoazh bev e goueled kalon ar Vretoned.

1877
Référence : EKG.I. p.2

Mes ma ne c’hellont ket tizhout hon Tad Santel ar Pab, e skoint war an eskibien, e genvreudeur, a ra, en e lec’h, dre bevar c’horn ar bed.

1877
Référence : EKG.I. p.7

— Erwanig, kemer an tamm korn bara a zo aze war an daol, ha ro anezhañ d’ar paour a c’houlenn.

1877
Référence : EKG.I. p.149

Ker buan e voe anavezet, rak ar brud eus a Loull ar Bouc’h, eus e grizder e keñver an dud vat hag ar veleien gozh, a oa aet dre bevar c’horn ar vro.

1877
Référence : EKG.I. p.152-153

‘Barzh ar Groaz neve[z] na gavfet nemet ho prasañ mad : Alioù kristen evit lâret dac’h petra vo ar gwellañ d’ober ; keloioù deus pevar c’horn ar vro ; buhe[zi]o[ù] ha gwerzio[ù] ar Sent da sevel ho kalon war-zu Doue ; kuzulio[ù] ha kelenno[ù] war al labour-douar ; hag, evit diduañ an amzer, sonio[ù] ha marvailho[ù] deus ar re fentusa[ñ].

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1

Gant ar ramzed eo e voe savet an tour-se gwechall, c’hoant dezho da skeuliata an neñv, nemet mesket e voe o yezhoù dezho gant an Uhelañ o stlabezas e pevar c’horn ar bed.

1923
Référence : SKET p.16

Ret dezho kavout a-walc’h ar c’hornioù-douar pellañ diouzh ar stêrioù-meur hag an hentoù-bras, an douaroù difrouezhusañ n’en doa den goulet anezho betek-henn, bevañ-bevaik er baourentez eo a rejont.

1923
Référence : SKET p.90

Diwiskañ buan o gourizioù aour, o skerboù lin hag o holl kinkladurioù a rejont, hag o lakaat en ul lienenn ma skoulmjont warno ar pevar c’horn anezhi.

1923
Référence : SKET p.108

Eus an Ejipt ez on aet da Gartada, kêr he c’hant-ha-kant a vagoù, porzh al listri-rederien-vor ma tired di pinvidigezhioù an douaroù-Bras hag an inizi, ma kaver ennañ sklaved o tont eus par pellañ ar bed, eus pevar c’horn an douar.

1923
Référence : SKET p.18

Noz-deiz, kargañ, diskargañ a reont marc’hadourezh deut eus pevar c’horn ar bed. Biskoazh n’hoc’h eus gwelet un hevelep keflusk.

1925
Référence : BILZ2 p.182

Hep mar ar veajourien-mañ o deus aon da chom hep kavout, e korn pe gorn, frankiz da azezañ, rak gwall zispourbellañ a reont o daoulagad.

1929
Référence : SVBV p8

e korn

1931
Référence : VALL pg (à l')angle (de)

korn skouer

1931
Référence : VALL pg angle (droit)

korn ker

1931
Référence : VALL pg angle (dièdre)

korn reizh

1931
Référence : VALL pg angle (droit)

korn peurreizhennañ

1931
Référence : VALL pg angle (complémentaire)

korn lemm

1931
Référence : VALL pg angle (aigu)

korn digor

1931
Référence : VALL pg angle (obtus)

korn ar rabankenn

1931
Référence : VALL pg amure

korn amskouer

1931
Référence : VALL pg angle (non droit)

korn

1931
Référence : VALL pg aile (d'une armée), angle

kernioù

1931
Référence : VALL pg aile (d'une armée)

kornioù

1931
Référence : VALL pg angle

Job a glaske an tu da lakaat e fri en armel ; ha ma he dije lavaret e voereb dezhañ : « O ! Job, c’hwi a zo ur paotr mat, gwelloc’h eget na grede din… Ya, it da glask ar medisin, hag a-raok mont, kemerit arc’hant eus ar valetennig aze, en armel… », Job a vije bet en e vutun. Job en doa c’hoant bras da c’houzout e pe seurt korn eus an armel edo an arc’hant.

1944
Référence : ATST p.41

Deuet e oamp zoken da sevel kenetrezomp ur seurt « breuriezh » dizalc'h, o tiwall ouzh evezh ar vestroù muiañ ma c'hellemp, o kuzhat outo er c'hornioù teñvalañ, o kemerout an tec'h e-pad ar baleadegoù evit mont da zibriñ bara amann ha da evañ jistr er mereurioù, en ur ger, ur vandenn baotred amsent, ne oa ket tu da zont a-benn anezho dre vrav.

1944
Référence : EURW.1 p43

Diouzh an Alre, pep hini a zistroas d'e gorn, da c'hortoz c'hoazh ur bloavezh kent en em vriata.

1944
Référence : EURW.1 p.208

Ar re gentañ erru a choaze o gwele[,] ni ne oamp ket abred hag ar c'hornioù mat a oa-holl kemeret.

1944
Référence : EURW.1 p31

– « Ma, deuit d'azezañ e korn an tan da dommañ »

1944
Référence : EURW.1 p38

Ne oa ket gwall domm an amzer ; Job, avat, e tivere ur c’hwezenn gaer ouzh e dal, hag ar c’housked a chome e korn e lagad.

1944
Référence : ATST p.69

Da c’hwec’h eur, ar c’hleron gedour a drompilhas an dihun, e pevar c’horn ar porzh meur. War-sav !

1944
Référence : EURW.1 p.193

Talvoudegezh espar e kave d'he fistilh lirzhin. Kement-se a oa diskenn diwar al leinoù, war e veno, da vevañ ganto, e-pad ur reuziad, e korn o oaled, buhez uvel, divennad, tud ar Bed... ha dastum ur prizius a skiant-prenet.

1949
Référence : SIZH p.57

hag alies e lakaent o grekad kafe e korn an oaled pe war gorn ar fornigell evit ma vije tomm an evaj pa zeufe c'hoant evañ kafe

1972
Référence : BAHE niv. 75, p.41

Gant beurevezh an devezh war-lerc'h, ar gwener anezhi, e tostaer adarre ouzh an aod ha, war-dro kreisteiz ez eomp e-biou da veg Sant-Visant, e korn izelañ ar Portugal.

1985
Référence : DGBD p11

Note d'étude

añk (diwar geriadur Le Pelletier)

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux