korventenn
Al liver kozh a zigoras dor e sal-labour hag e welis eno war chafodoù, pe stag ouzh ar murioù, [a] bep seurt taolennoù bras ha bihan, unan dreist ar re all a skoas don war ma spered, unan hag a oa ledan evel div liñsel-wele, ha ma weled warni ur beajour o tistreiñ d’ar gêr da noz, e vlev pufet, e dog en e zorn gantañ, hag a bep tu d’an hent, e oa pleget ar gwez gant ar gorvetenn a c’hwezhe start.
Brav oa deomp ne oa ket rust ar mor ken, rak ur gorventenn evel an hini a oa kouezhet warnomp e-pad an noz, ne bad ket pell.
Soñjal a reas er pesked o neuial e donder ar mor dre an dour didurmud, hag a veze sachet trumm gant ar roued betek ar gorre, kaset e-kreizig-kreiz ar gorventenn.
Krial a reas adarre met gant ar gorventenn e voe lonket he c'homzoù.
Mots précédents
Mots suivants
korventenn-draezh