Katell zo lavaret ha deuet digant 'Coste' [gresianeg κατά moarvat] pehini a dalv kement da lavaret evel holl ha digant 'ruine' [latin 'ruina' moarvat], peheny a dalv kement da lavaret evel trebuchañ pe gouezhañ, ha rak-se Katell a dalv kement da lavaret un trebuchañ universel; rak edifis en aerouant zo dreizi hag enni an holl trebuchet[.]
Hon Tad, pehini zo en Neñvoù, / Hoz anv da ve[ze]t santifiet. / Deuet deomp ho rouantelezh. / Ho volontez bezet graet, evel en Neñv hag en douar. / Roit deomp hiziv hor bara kotidien. / Ha pardonet deomp hon ofañsoù, evel ma pardonomp da neb en deveus ni ofañset. / Ha na bermetet ket e kouezh[f]emp e temptasion. / Hogen hon delivret a bec'hed. Amen.
coüza [sic]
Evel-se eo ez a da goll / Ar garantez dre ar bed-holl, / Ha, gant karantez ar galon, / E kouezh pep vad en ur mor don / Ne zislonko, gant an amzer, / Nemet pense dioc'h ar reier, / Nemet kleñved divronn estren, / Nemet alies danvez gwall den, / Danvez grweg fall, danvez muntrer / Digant magerez deut d'ar gêr.
Koulm baour, gwelet e voe gant ur gup krabanek o sachañ war e lerc'h, evel ul laer tec'het, ur pennad reun torret. Ar gup a ya dezhi, digor ha lemm e veg, pa gouezh warnañ, d'e dro, evel ur maen pounner, eus a-greiz an neñvoù, ur pezh labous, un er. E-pad m'edo an daou-mañ oc'h en em gribinat, ar goulm a ya kuit e-biou.
Pa gantree Kassignatos, gant e genvrezelidi, du-hont e bro ar C’hreisteiz ha war zouar-meur ar Sav-heol, pe manet e vijent a-sav e-kreiz al liorzhoù o c’hourizañ kêrioù poblet-ec’hon an darn-se eus ar bed, pe e vijent war ar maezioù ma kresk ar gwez fiez hag al lore, war hentoù poultrennek an Azi pe war wrimenn gouelec’hioù dizour ha dic’hlasvez bro Sour (1), ma voulc’he hini pe hini ac’hanomp, paotr pe blac’h, un danevelladenn pe ma kroge gant ur ganadenn diwar-benn amzerioù kentañ Manos ha Bena, e lavarjec’h, va den mat, ez oa kerkent evel p’he dije c’houezhet un aezhenn distanus, o tont aleman, war hor c’halonoù, hag int ker kras hag hon dilhadoù, hor c’hlavioù brezel, ha sternadoù hor c’hezeg.
Goude bezañ prederiet, hon eus kavet e oa gwelloc'h lezel a-gostez pep reizh strizh, rak war draoù ken sebezus e kouezhed, ma ne oad ket evit ober evel-se.
Ankeniet e oant o-daou, evel ma vije bet ur gwalleur bennak o vont da gouezhañ warno.
Job en em rentas neuze war e wele hag a gouezhas klañv evit tri devezh all.
Pelloc’h, e kouezhas an anken e kalon ar baotred, gourvezet er foz, dindan ar raden hir.
Ar blomenn greiz a bigne uhel he strinkad dour, a-raok kouezhañ, en ur saflikat, e-barzh un aoglenn greunvaen lizennek, hanafheñvel war he sichenn vistr.
Ar breur Arturo ne zistanas [ket] e wad, ne zeuas ar c’housked dezhañ nemet d’ar mintin abred, pa voe poent sevel. Er chapel, en e gador-geur koadengravet, e-pad eur ar prederiañ, e kouezhe e chink en e grubuilh.
Ma kav, a-drak, e kouezh e soutanenn diwar e zivskoaz, hag e tiskouez e gorf noazh, e ene saotret, d'e genskolidi : - Tad, faziet am eus !...
En amc'houlou emaint ; eñ, avat, a gouezh warnañ, diouzh an daou brenestr uhel houarn-barrennet, bannoù sklerijenn diwezhañ an deiz o vont da get.
- Tenn eo. Doue, avat, a ro E c'hras da herzel. Hogen, ma anzavin ouzhit, me n'eo ket gant va diantegezh em beve[z] nec'h ar muiañ ; gant va ourgouilh, ne lavaran ket. Me 'zo ken bras va lorc'h gant ar soñj e vin beleg ha manac'h, m 'am beve[z] aon da gouezhañ e pec'hed ar spered.
N'oa ket bet troc'het ha didosennet holl c'hlastenenned an diribinoù, ha kalz eus platanenned diamzeret ar balioù aet da zouar fu a nac'he atav kouezhañ diouzh o sav.
Gant an avel vervent e vez degaset ar c'houmoul da stekiñ ouzh ar c'hribennoù ha, diouzh tu an avel c'houziz, ez eo Menez ar C'hameroun unan eus al lec'hioù gleborekañ a zo war an douar : e Diboundja e kouezh ouzhpenn dek metrad dour ar bloaz.
Asantiñ a ris mont daoust ma ne ouien ket kaer e pelec'h e kouezhjen, rak d'ar mare-se n'eo ket alies eo e veze klevet komz eus ar vro-se.
Bloavezhioù kentoc'h, pa oa bet klasket togañ unan eus tourioù penniliz Sant-Denez, e oa disac'het hemañ ha kouezhet d'an traoñ.
Kouezhañ a ra atav glav tanav miz Mae met daoust da se ez eo heruilh an tremenerezh.
Moustrañ a ran warnon evit chom hep stagañ da ouelañ me ivez, pa vez poan evit daou e vez poan evit tri, evel a lavarer, rak dindan kouezhañ a-flav emaon. Klask a ran kennerzhañ anezhi koulskoude.
Mots précédents
Mots suivants
kouezhañ