Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
4
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V.g. I. A. 1. Koll e gempouez ha bezañ dedennet gant an douar. Kouezhañ eus ur wezenn, diwar un doenn. Hogos eo bet din kouezhañ. & Bezañ o kinnig kouezhañ, war-nes kouezhañ ; bezañ darev, war ar mare, e-tailh da gouezhañ ; bezañ o vont da gouezhañ, bezañ war gouezhañ : war-var da gouezhañ. 2. Trl. skeud. Kouezhañ eus ar billig en tan : bezañ gwashoc'h e stad eget a-raok. B. 1. Diskenn en aer diwar nerzh dedennañ an douar. Kouezhañ a ra al labous-preizh evel ur maen. & Dre ast. Diskenn betek ul lec'h bnk. diwar nerzh dedennañ an douar. Kouezhañ a rae ar vazh a-blaen war al leur. Kouezhañ en un toull, e-barzh un toull. 2. (db. ar gwazhioù-dour) Dinaouiñ. Ur wazh a yae pellikoc'h da gouezhañ er Blavezh. 3. Trl. skeud. Kouezhet eo e veud en e zorn : disouezhet eo. & Kouezhañ a ra brav ar c'hartoù* en e zaouarn. & Kouezhet eo e vannieloù* (gantañ). & Na kouezhañ griñsenn er pod : ne c'hounezer ket arc'hant, berr ar moneiz ingal gantañ e-unan. C. (db. an dud) 1. Kaout ul lamm. Kouezhet eo bet dirak he zi. Kouezhet e oa marv e-kichen e vreudeur. & Kouezhañ a-hed e gorf, en e led : betek bezañ gourvezet krenn war an douar. & Kouezhañ a-dreuz-kil, a-flagas, a-c'hwen e gein, en e c'hwen, war e c'hwen : betek bezañ astennet war e gein. & Kouezhañ a-dreuz-kof : betek bezañ gourvezet war e gof. & Kouezhañ a-stok-korf, a-flav : hep herzel an disterañ, evel un dra divuhez. & Kouezhañ diwar e sav, eus e sav sonn : goude bezañ bet (sonn) en e sav. & PEMDEZ Kouezhañ evel ur sac'had loaioù, ur sac'had eskern : trumm, hep herzel tamm. & Kouezhañ ouzh torgenn : a-daol, o vezañ diskaret en un emgann pe diwar un nerzh bnk. ES. sevel. 2. (renadenn : ur rann eus ar c'horf) KOUEZHAÑ WAR : mont d'an traoñ ha stekiñ ouzh udb. gant (e benn, e zaoulin h.a.). Kouezhañ war e fri, e c'henoù, e benn a-dreñv. & Dre skeud. Kouezhañ war e fri : c'hwitañ. D. (db. an dud, al loened) Kouezhañ d'an douar : bezañ diskaret. & (db. ar moged, al latar) Kouezhañ d'an douar : diskenn betek an douar. ES. sevel. E. Trl. (db. ar savadurioù) Kouezhañ en e boull : treiñ e dismantroù. & Ent krenn Kouezhet eo an ti, ar voger. & Kouezhañ war (ur straed, ul leur-gêr, h.a.) : bezañ troet ouzh. HS. skeiñ (war). F. Dre skeud. 1. (rener : un anv a verk prl. ar boan, ur c'hleñved pe ur gwalleur) KOUEZHAÑ WAR : tagañ. Kouezhet eo ar boan izili warnon. Kouezhet eo ar vosenn war ar vro. 2. (db. an argadoù) KOUEZHAÑ WAR : sailhañ war. Kouezhañ a reas ar soudarded war o enebourien. Kouezhañ war ub. : e dizhout a-greiz m'emañ oc'h ober udb. HS. lammat (war). 3. Leuskel ur sell da gouezhañ war ub. : teurvezout ober ur sell outañ. & Ne'm boa ket lezet ar gomz-se da gouezhañ war an douar : ne oa ket bet ankounac'haet ganin. & Dre verr. Bez' ez eus tud a gouezh warno : a zegouezh madoù dezho. & Trl. skeud. Kouezhet ez eus koad warnañ : tapet en deus taolioù. 4. Trl. skeud. Kouezhañ e rouedoù ub. : bezañ tapet gantañ. & Kouezhañ etre daouarn, etre krabanoù ub. : dont da vezañ en e zalc'h. [1878] Vad a rae d’am c’halon soñjal e vije gwelet a-bell antronoz hag e virje ouc’h hon tud a-gostez Menez-Are da gouezhañ etre daouarn soudarded Canclaux. 5. (db. ar vuhezegezh) Kouezhañ e (+ ak.) : faziañ. Kouezhañ er pec'hed. 6. (db. an derzhienn) Digreskiñ. [1878] Ur pennad a-raok mervel, terzhienn o mamm a gouezhas ; gervel a reas he merc’h d’he c’haout [...]. II. 1. Degouezhout. Kouezhañ war an tomm : dres pa c'hoarvez en darvoudoù. & Kouezhañ paour : erruout d'ur mare na zere ket tamm. 2. (db. an darvoudoù) Kouezhañ gant ub. (+ ak.) : c'hoarvezout gant ub. Ne bermeto ket ma kouezho droug ganto. & (db. an traoù) Kouezhañ gant ub. (+ ak.) : dont e kerz ub. An eil eus e baotred, Ivon, a gouezhas gantañ e zanvez. & Kouezhañ da ub. (+ av.) : c'hoarvezout da ub. Ma kouezhfe da ur re bennak bezañ ouzh hon selaou. & Kouezhañ ouzh ub. (+ ak.): c'hoarvezout gant ub. An neb na fell ket dezhañ deskiñ pa gav an dro d'e ober a gouezho truez outañ. III. V.k.e. ROUEZ 1. Diskar. Den ebet betek neuze n'en doa bet kouezhet eizh kilh ! 2. Lezel da ziskenn betek an douar. Diwall da gouezhañ da vanegoù !

Skouerioù istorel : 
161
Kuzhat roll ar skouerioù

kouezhañ

1499
Daveenn : LVBCA p123 (cheoir)

neb en em lez da gouezhañ alies

1499
Daveenn : LVBCA p18, 49, 69, 71, 123, 133, 149 (qui s-abuche souuent)

kouezhañ a-dreuz

1499
Daveenn : LVBCA p17, 123 (choir de trauers)

kouezhañ gevret

1499
Daveenn : LVBCA p83, 123 (ensemble choir)

Katell zo lavaret ha deuet digant 'Coste' [gresianeg κατά moarvat] pehini a dalv kement da lavaret evel holl ha digant 'ruine' [latin 'ruina' moarvat], peheny a dalv kement da lavaret evel trebuchañ pe gouezhañ, ha rak-se Katell a dalv kement da lavaret un trebuchañ universel; rak edifis en aerouant zo dreizi hag enni an holl trebuchet[.]

1576
Daveenn : Cath p3

Na peseurt maleur a gouezh war ar re a zeu d'o zrañsgresiñ ? Buanegezh Doue ha damnasion eternel.

1622
Daveenn : Do. p30

Hon Tad, pehini zo en Neñvoù, / Hoz anv da ve[ze]t santifiet. / Deuet deomp ho rouantelezh. / Ho volontez bezet graet, evel en Neñv hag en douar. / Roit deomp hiziv hor bara kotidien. / Ha pardonet deomp hon ofañsoù, evel ma pardonomp da neb en deveus ni ofañset. / Ha na bermetet ket e kouezh[f]emp e temptasion. / Hogen hon delivret a bec'hed. Amen.

1622
Daveenn : Do. p18

ober da ur re kouezhañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (faire) cheoir

lakaat kouezhañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (faire) cheoir

gouezh

1659
Daveenn : LDJM.1 pg aterrer, crouler, tomber

kouezhañ d'an douar

1659
Daveenn : LDJM.1 pg cheoir a terre

kouezhañ adarre

1659
Daveenn : LDJM.1 pg retomber

kouezhañ en e boull

1699
Daveenn : Har. pg e, en, kouezhañ, poull (tomber en ruine)

kouezhal

1732
Daveenn : GReg pg cheoir (tomber)

kouezhet

1732
Daveenn : GReg pg cheoir (tomber)

coüza [sic]

1732
Daveenn : GReg pg (a la) cheute (des feuilles)

pa gouezho an delioù

1732
Daveenn : GReg pg (a la) cheute (des feuilles)

pa zeui an delioù da gouezhañ

1732
Daveenn : GReg pg (a la) cheute (des feuilles)

gwenvidik neb piv bennak o vezañ kouezhet e pec'hed, en deveus an amzer hag ar c'hras da sevel eus e boull da stad vat

1732
Daveenn : GReg pg cheute (bien-heureux le pecheur à qui Dieu fait la grace de se relever après sa chute)

Yuzaz a zeuas dre e dreitouriezh da gouezhañ eus ar stad a Abostol

1732
Daveenn : GReg pg (Judas) decheut (de l'Apocalypse par son crime)

an ifern pehini a so e kalon an douar, eo al lagenn pehini e kouezh an holl viltañsoù eus ar bed

1732
Daveenn : GReg pg (l'Enfer qui est au centre de la terre, est le) cloaque ( où se déchargent toutes les immondices du monde)

kouezhañ dindan an eskumunugenn

1732
Daveenn : GReg pg encourir (l'excommunication)

Alanig al louarn a lekeas an tan er wezenn hag e kouezhas d'an douar an eredigoù hag-i rostet-suilh

1732
Daveenn : GReg pg aigle

Me am eus aon da gouezhañ.

1732
Daveenn : GReg pg craindre (Je crains de tomber.)

Aon am eus na gouezhzen.

1732
Daveenn : GReg pg craindre (Je crains de tomber.)

kouezhañ penn evit penn

1732
Daveenn : GReg pg (faire la) culbute (tomber en faisant la culbute)

kouezhañ en avoultriaj

1732
Daveenn : GReg pg adultère

kouezhañ dindan

1732
Daveenn : GReg pg encourir (subir)

kouezhet

1732
Daveenn : GReg pg abatu

kouezhañ

1732
Daveenn : GReg pg abatre

an ti-se a gouezh àr an hent bras

1732
Daveenn : GReg pg aboutir

Kouezhañ a ra an druzoni eus ar menezioù e-barzh en traoñiennoù.

1732
Daveenn : GReg pg graisse (La graisse des montagnes tombe dans les vallées.)

an arc'hant hag ar blijadur a ra [sic] kouezhañ er visoù

1732
Daveenn : GReg pg amorce

kouezhiñ

1732
Daveenn : GReg pg aboutir

Emañ ahont ar c'haezh war e fled, truez a gouezh gantañ.

1732
Daveenn : GReg pg grabat (Il est là tristement sur son pauvre grabat.)

Druzoni a zo kouezhet var va abid.

1732
Daveenn : GReg pg graisse (Il m'a tombé de la graisse sur l'habit.)

Ker puilh ha ker stank ez kouezh an eneoù en ifern, e-c'hiz ar pluennoù erc'h war an douar, pa gouezhont [ar] stankañ.

1732
Daveenn : GReg pg floccon (Les ames tombent en enfer aussi abondament que les floccons de neige, sur la terre, lorsqu'il en tombe davantage.)

kouezhet el lasoù

1732
Daveenn : GReg pg filet (S’enveloper dans les filets , se prendre dans les lacs, pp.)

kouezhañ el lasoù

1732
Daveenn : GReg pg filet (S’enveloper dans les filets , se prendre dans les lacs.)

kouezhañ a ra an edoù

1732
Daveenn : GReg pg blé (les blez tombent)

ar moustraj a gouezh a-nebeudigoù

1732
Daveenn : GReg pg (le) broüillard (tombe fort lentement)

kouezhañ a ra e droug-sant

1732
Daveenn : GReg pg (il est attaqué du mal) caduc

kouezhañ a ra ar glav

1732
Daveenn : GReg pg (la pluïe) donne (il pleut)

kouezhañ war an ilpenn

1732
Daveenn : GReg pg (tomber à la renverse, de sorte que le derriere de la tête, ou le) cervelet (porte à terre)

kouezhet eo ar c'harr

1732
Daveenn : GReg pg (la) charrette (est versée)

gouezh

1732
Daveenn : GReg pg cheoir (tomber), decheoir, échouër (parlant d'une entreprise)

kouezhet

1732
Daveenn : GReg pg cheoir (tomber), decheoir

kouezhiñ

1732
Daveenn : GReg pg cheoir (tomber)

Kolloù bras a zo kouezhet warnomp hevlene.

1850
Daveenn : GON.II pg koll (Nous avons éprouvé de grandes pertes cette année).

Ur vleuñvenn a zo kouezhet eus ar wezenn.

1850
Daveenn : GON.II pg bleûñ (Il a tombé une fleur de l'arbre).

Ker kre en deus va bountet, ma on kouezhet d'an douar.

1850
Daveenn : GON.II pg bouñta (Il m'a poussé si fort, que j'en suis tombé à terre).

kouezhañ a reas a-c'hwen

1850
Daveenn : GON.II pg a-c'houen

Kouezhet eo a-dreuz warnon.

1850
Daveenn : GON.II pg a-dreûz (Il est tombé en travers sur moi).

kouzhet eo klañv adarre

1850
Daveenn : GON.II pg adarré

Warnezhañ eo kouezhet an arvar.

1850
Daveenn : GON.II pg arvar (Le soupçon est tombé sur lui).

Faoutet eo gantañ e glopenn o kouezhañ.

1850
Daveenn : GON.II klôpenn (Il s'est fendu le crâne en tombant).

Darbet eo din kouezhañ.

1850
Daveenn : GON.II pg darbout (J'ai été sur le point de tomber).

Gant diboell eo kouezhet warnezhañ.

1850
Daveenn : GON.II pg diboell (Il est tombé sur lui avec fureur, avec violence).

Un dismegañs vras a zo kouezhet warnezhañ.

1850
Daveenn : GON.II pg dismégañs (Il a reçu un grand affront).

en dispi eo kouezhet

1850
Daveenn : GON.II.HV pg dispi (Il est tombé dans le désespoir).

En displeted ar vrasañ eo kouezhet.

1850
Daveenn : GON.II pg displédder, diplédded (Il est tombé dans la plus grande abjection).

Ret eo va divec'hiañ, pe e kouezhin.

1850
Daveenn : GON.II pg divec'hia (Il faut me décharger ou je tomberai).

Kouezhet eo d'an douar.

1850
Daveenn : GON.II pg douar (Il est tombé à terre).

E drouklamm eo kouezhet.

1850
Daveenn : GON.II pg drouk-lamm (Il est tombé dans la disgrâce).

Kouezhañ a ra e droug-sant.

1850
Daveenn : GON.II pg drouk-sañt (Il tombe d'épilepsie).

Druzoni a zo kouezhet war va bragez.

1850
Daveenn : GON.II pg druzôni (Il a tombé de la graisse sur ma culotte).

An druzoni eus ar menezioù a gouezh e-barzh en traoñiennoù.

1850
Daveenn : GON.II pg druzôni (La graisse des montagnes tombe dans les vallées).

En dour eo kouezhet.

1850
Daveenn : GON.II pg é, enn (Il est tombé dans l'eau).

Kalz a c'hlav a zo kouezhet e-pad an deizioù-mañ.

1850
Daveenn : GON.II pg é-pad, épad (Il a beaucoup plu pendant ces jours-ci).

el lagenn eo kouezhet

1850
Daveenn : GON.II pg el

kalz a erc'h a zo kouezhet e-pad an noz

1850
Daveenn : GON.II pg erc'h

kouezhet int endan an eskumunugenn

1850
Daveenn : GON.II.HV pg eskumunugen

er fankigell eo kouezhet

1850
Daveenn : GON.II pg fañkigel

kouezhet eo warnomp gant ur fervder a'r brasañ

1850
Daveenn : GON.II pg fervder

Ar vrumenn a gouezh a [sic] nebeut-e-nebeut.

1850
Daveenn : GON.II pg brumen (Le brouillard tombe peu à peu).

Va lakaat a reot da gouezhañ.

1850
Daveenn : GON.II pg kouéza (Vous me ferez tomber).

Kouezhet eo an avel.

1850
Daveenn : GON.II pg kouéza (Le vent a baissé).

kouezhet

1850
Daveenn : GON.II.HV pg kouéza (Choir. Tomber. Déchoir. Dégénérer. Baisser. Part.)

kouezhañ

1850
Daveenn : GON.II.HV pg kouéza (Choir. Tomber. Déchoir. Dégénérer. Baisser).

Kouezhañ a reot warnon.

1850
Daveenn : GON.II p.95, livre second, « Vous tomberez sur moi ».

Kouezhet eo war an douar.

1850
Daveenn : GON.II p.95, livre second, « Il est tombé à terre ».

Kouezhet eo eus va dorn.

1850
Daveenn : GON.II p.95, livre second, « Il m’est tombé de la main ».

Ker skuizh e oan ma kouezhen bep kammed.

1850
Daveenn : GON.II p.95, livre second, « J’étais si fatigué, que je tombais à chaque pas ».

Kouezhet eo ar gurun war-hed ul lev diouc'h kêr.

1850
Daveenn : GON.II p.92, livre second, (Le tonnerre est tombé à une lieue de la ville).

Kouezhet eo warnomp.

1850
Daveenn : GON.II p.65

Kouezhañ a rejont an eil war egile.

1850
Daveenn : GON.II p.79

E-kreiz o c'hentañ brud, 'pad ma c'hwezh an avel, / Un darn merc'hedoù zo a zalc'h uhel o banniel. O c'hribell a ziskar, pa gouezh warno an oad, / Ha neuze ar baotred anezho a ra goap.

1867
Daveenn : MGK p56

[an aotrou Doue] ez eas kuit ac'hano, diouzh an houad hag ar c'hi, da sevel ar gurun da gouezhañ war ho penn.

1867
Daveenn : MGK p3

Evel-se eo ez a da goll / Ar garantez dre ar bed-holl, / Ha, gant karantez ar galon, / E kouezh pep vad en ur mor don / Ne zislonko, gant an amzer, / Nemet pense dioc'h ar reier, / Nemet kleñved divronn estren, / Nemet alies danvez gwall den, / Danvez grweg fall, danvez muntrer / Digant magerez deut d'ar gêr.

1867
Daveenn : MGK p135

Koulm baour, gwelet e voe gant ur gup krabanek o sachañ war e lerc'h, evel ul laer tec'het, ur pennad reun torret. Ar gup a ya dezhi, digor ha lemm e veg, pa gouezh warnañ, d'e dro, evel ur maen pounner, eus a-greiz an neñvoù, ur pezh labous, un er. E-pad m'edo an daou-mañ oc'h en em gribinat, ar goulm a ya kuit e-biou.

1867
Daveenn : MGK p20

ne oa ket ho kouign diouzh an dibab; bara drouk-ha-mat ne oa ken; evit ho pleud, evitañ da vezañ flour a-walc'h, kouezhet ez oa e-barzh en toaz meur a c'hrouanennig a lakeas va dent da skrijañ

1867
Daveenn : MGK Rakskrid VII

Daou zervezh goude-se e kouezhas klañv, uzet gant an oad, e binijennoù hag ivez gant an anken.

1877
Daveenn : EKG.I. p.9

Ha n'eo ket marzh kement-se, rak daou zen dall, pa rankont en em heñchañ an eil egile, ne zaleont ket da gouezhañ o-daou war o fenn e foz an hent.

1877
Daveenn : EKG.I. p.1-2

Soñjal a raent, paotred kêr evelto, dont buan a-benn eus a goueriaded diskiant Plabenneg. Kouezhañ a reas o bizig en o dorn pa weljont, oc’h erruout, ar pezh a yoa c’hoarvezet gant Corbet.

1877
Daveenn : EKG.I. p.263

Ha raktal ar pennoù-bras a gêr a gouezhas holl d’an daoulin, war ar vein.

1877
Daveenn : EKG.I. p.178

Hon tennoù a lakay mesk ha kabal en o zouez ; e-pad ma vezint oc’h esa gouzout eus a belec’h e kouezh glav plom warnezho, ni hor bezo amzer da gargañ ha da dennañ adarre.

1877
Daveenn : EKG.I. p.163

Ur beleg er-maez an Iliz, Evel ma oc’h, n’eo ket iskis, E kouezhfe en deñvalijenn Pa bella diouc’h ar sklerijenn.

1877
Daveenn : EKG.I. p.104

Na ankounac’hait ket manac’h Sant-A[l]bin, a zo dleour deoc’h eus e vuhez ; ha ma teufe kleñved da gouezhañ warnoc’h pe war unan bennak eus ho tud, diwallit na deufec’h ket kerkent d’am c’hlask.

1877
Daveenn : EKG.I. p.53

Ya, a-enep laeron, rak ar manac’h a gave dezhañ [e] oa ur vandenn laeron hentoù-bras eo a yoa kouezhet warnezho er gouent, rak ne ouie ket [e] oa dispac’herien er vro.

1877
Daveenn : EKG.I. p.43

O youl a gouezhe zoken war draoù ha n’o doa talvoudegezh ebet evito : N’o doa ken c’hoant, a gredan, nemet da zistrujañ kement tra a c’hellfe digas da soñj dezho eus un Doue en neñv hag a roio da bep hini hervez e oberoù.

1877
Daveenn : EKG.I. p.30

En un taol e kouezh e zaoulagad war ur poull-dour graet, gant tud ar Wenneg, a Lopreden, evit dastum an dour-glav a zired eus an nec’h, hag a lakeont da zourañ ar foenneier o deus graet ouc’h an dorgenn.

1878
Daveenn : EKG.II p.162

En un taol, o burzhud ! e kouezhas va dorn war ur bern alc’hwezioù a yoa kuzhet a-zindan ar skaon ma vez ar beleg azezet warnezhi.

1878
Daveenn : EKG.II p.121

Vad a rae d’am c’halon soñjal e vije gwelet a-bell antronoz hag e virje ouc’h hon tud a-gostez Menez-Are da gouezhañ etre daouarn soudarded Canclaux.

1878
Daveenn : EKG.II p.132

Bep kammed a raimp emaomp e riskl da gouezhañ e-mesk ur strollad republikaned.

1878
Daveenn : EKG.II p.106

Ar gwel a gement-se a lakeas ur bec’h pounner da gouezhañ war va c’halon. Petra am boa da ober ? Ne ouien ket va-unan.

1878
Daveenn : EKG.II p.43

Ur pennad a-raok mervel, terzhienn o mamm a gouezhas ; gervel a reas he merc’h d’he c’haout : « Anna, emezi, gouzout a ran eo ho prasañ c’hoant mont da leanez e kouent Kastell [...] ».

1878
Daveenn : EKG.II p.170

Bennozh Doue ra gouezho warnoc’h, va merc’h Anna ! Poanius eo da ur vamm lezer war he lerc’h he bugale, evelato bremañ e c’hellan mervel e peoc’h...

1878
Daveenn : EKG.II p.171

War an hent bras e oa aridennadoù ruz a deue eus an nec’h d’an traoñ, graet gant gwad ar re eus an daou du a yoa kouezhet en emgann.

1878
Daveenn : EKG.II p.2

Na fell ket lezel da goue[zh]añ kentañ kelaouenn vrezhonek penn-da-benn a zo bet savet er vro bete-vremañ. Ar c’hontrol eo, ret eo labourat eviti, ha kreskiñ ane[zh]i bepred. Ur poent a enor a dle be[z]añ evidomp.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1

Gant kalz beulbejen divalo, / Da rozellat a goue[zh] mado[ù] ; / Din-me, dour yen ’vel d’ar pesked, / ‘Pad kordenn ar bla, da'm sec’hed ! /

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

E menezioù ar Jura, dreist-holl, ez eus kouezhet kalz a erc'h ar sizhun dremenet.

1906
Daveenn : KZVR Niv. an 9 a viz Kerzu

pane[ve] da bane[ve], e kouezhfe an neñv war an douar

1909
Daveenn : BROU p405

kouezhañ en aksidant

1909
Daveenn : BROU p. 201 (épilepsie, tomber du haut mal)

Digouezhet e Galia ha digemeret e ti ar roue Pretanos, e kouezhas e karantez merc’h hemañ, hec’h anv Keltina.

1923
Daveenn : SKET p.32

Pa gantree Kassignatos, gant e genvrezelidi, du-hont e bro ar C’hreisteiz ha war zouar-meur ar Sav-heol, pe manet e vijent a-sav e-kreiz al liorzhoù o c’hourizañ kêrioù poblet-ec’hon an darn-se eus ar bed, pe e vijent war ar maezioù ma kresk ar gwez fiez hag al lore, war hentoù poultrennek an Azi pe war wrimenn gouelec’hioù dizour ha dic’hlasvez bro Sour (1), ma voulc’he hini pe hini ac’hanomp, paotr pe blac’h, un danevelladenn pe ma kroge gant ur ganadenn diwar-benn amzerioù kentañ Manos ha Bena, e lavarjec’h, va den mat, ez oa kerkent evel p’he dije c’houezhet un aezhenn distanus, o tont aleman, war hor c’halonoù, hag int ker kras hag hon dilhadoù, hor c’hlavioù brezel, ha sternadoù hor c’hezeg.

1923
Daveenn : SKET p.40-41

Edo en e sav war e vag, hag e tiskouezas bezañ ker mentek, ker kaer e oa an dremm anezhañ ha ken taer da welout ma kouezhjont holl sebezet a-ziwar o javed, hep gallout fiñval biz ebet evit herzel outañ da dremen.

1923
Daveenn : SKET p.43

An dud-se, a gouezhas dindan taolioù ganas, a oa kerent din.

1923
Daveenn : SKET p.22

Pa gouezhas, an Arzh distourmus e argad, ez oa en-dro dezhañ ur c’helc’hiad bras a gorfoù enebourien ha kezeg en doa lazhet, ken e neue er gwad e gorf a-bezh.

1923
Daveenn : SKET p.19

Ne dle reuz ebet a-ziwar hor c’hiriegezh kouezhañ gant hor breudeur hag hor c’hoarezed.

1923
Daveenn : SKET p.108

Kadra ha Daga, hep huanad na daeroù, a stouas o fenn hag a gouezhas d’an daoulin.

1923
Daveenn : SKET p.111

Heñvel ouzh un evn torret dezhañ e zivaskell, e kouezhas ar vallozh d’an douar. War ar re o doa hen taolet eo e plavas, e-keit ha ma ruilhe hini-ha-hini ar pennoù troc’het war dalbenn ar savenn.

1923
Daveenn : SKET p.128

N’eus ket nemeur da arvariñ e c’hallfe an holl draoù-se kouezhañ, un deiz, en ankounac’h, ha m’en em lezan d’o damvenegiñ amañ, ez eo dre n’eus hini en hon touez na zigasfent dezhañ da goun eñvorioù ker e oad tener.

1923
Daveenn : SKET p.40

Un toullig en korn ar vered, un tamm douar war an arched… Na kan na diskan : ar glaz[i]où, goude an "Angelus", da vihanañ, a gouezhas truezus, evel daeroù an anken, war bezioù ar vered lizennet dindan deñvalijenn an noz.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 37, p.810 (Genver 1924)

Droug er c’hilhog. Blinkañ en deus graet eus e yer, evit reiñ dezhe da c’hoût penaos e oa ret dezhañ mont gant ar re all, dindan boan da vezañ disprizet gant an holl, ha da gouezhañ en dismegañs.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 41, p.950 (Mae 1924)

A-hed ar pevar c’han kentañ ur glav-beuz a gouezhas war an douar ha war an dour ma n’en devoa Vindosetlos blevenn en e benn na neudenn en e doneg a gement na voe ket glebiet.

1924
Daveenn : SKET.II p.49

Ur gelienenn, ur fubuenn ho pije bet klevet o nijal dre ar sal. Darbet eo bet d’an aotrou person kouezhañ en droug-sant.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1023 (Gouere-Eost 1924)

Hudour-meur a zigas en-dro an heol, / A ra d’an douar adc’hlazañ, / D’an evned geizañ, / D’an dour redek, / D’an ed diwanañ, / D’ar glav kouezhañ.

1924
Daveenn : SKET.II p.11

Va zad-kozh (Doue d’e bardono !) a gontas din, un devezh ma oamp oc’h ober ur bale — tro ar Palud — penaos e dad dezhañ a oa bet ur c’hamarad bras da Vilzig. Moarvat e oa un tammig eus hon c’herent, ha dre-se, e di a zo kouezhet en hon danvez.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.807-808 (Miz Genver 1924) ("e di a zo koueet en..." reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.846).

En-dro d’an hanternoz, echu ar jalivari, pep hini a oa deut d’e glud, ha maner Kervarker en sioulder peoc’h an noz a gouezhas.

1925
Daveenn : BILZ2 p.162

— Ar sent ne varvont ket ? Ma ! perak ’ta neuze chapel sant Melar a zo kouezhet en he foull ?…

1925
Daveenn : BILZ2 p.134

Ar brud a rede penaos he devoa ur pennad-blev hag a gouezhe dezhi betek pennoù he daoulin.

1925
Daveenn : BILZ2 p.150

An derzhienn a gouezhas war ar c’habiten : ar boan izili hag ar yenijenn en devoa tapet a greskas e gleñved. Bemnoz an alter a lakae e wad da verviñ.

1925
Daveenn : BILZ2 p.174

da, e gant

1931
Daveenn : VALL pg aboutir à

kouezhañ a-bil

1931
Daveenn : VALL pg averse

kouezhañ da se

1931
Daveenn : VALL pg arriver

kouezhañ a-struilh

1931
Daveenn : VALL pg (tomber par) averse

kouezhañ a ra brav ar c'hartoù em daouarn

1931
Daveenn : VALL pg atout

Ar re a vev a zo alies pe diskiant, pe diwezhat pe dort pe a gouez e droug-sant.

1943
Daveenn : TOAA p3

Goude bezañ prederiet, hon eus kavet e oa gwelloc'h lezel a-gostez pep reizh strizh, rak war draoù ken sebezus e kouezhed, ma ne oad ket evit ober evel-se.

1943
Daveenn : TNKN p8

Ankeniet e oant o-daou, evel ma vije bet ur gwalleur bennak o vont da gouezhañ warno.

1944
Daveenn : ATST p.128

Job en em rentas neuze war e wele hag a gouezhas klañv evit tri devezh all.

1944
Daveenn : ATST p.133

Pelloc’h, e kouezhas an anken e kalon ar baotred, gourvezet er foz, dindan ar raden hir.

1944
Daveenn : ATST p.73

Kouezhañ a rae stank ar rebechoù, ar gourdrouzoù, ar c’hastizoù.

1944
Daveenn : EURW.1 p.196

A ya, hiriv e oa an amzer-dremenet o kouezhañ en he foull, hag an heol o parañ war ur maread nevez a Istor Breizh.

1944
Daveenn : EURW.1 p72

Yen e oa ; erc'h a gouezhe stank, hag ar c'herzhed a oa diaes war an douar skornet.

1944
Daveenn : EURW.1 p36

— « Kouezhet eo 'barzh ur puñs hep gouzout dare din ».

1944
Daveenn : EURW.1 p21

Hag an daou wenneg a gouezhe em dorn hag e vezent chouket em fodig-espern, gant ma mamm, aketus da ziskiñ din espern, lakaat a-gostez 'vel ma lavared...

1944
Daveenn : EURW.1 p19

Ar blomenn greiz a bigne uhel he strinkad dour, a-raok kouezhañ, en ur saflikat, e-barzh un aoglenn greunvaen lizennek, hanafheñvel war he sichenn vistr.

1949
Daveenn : SIZH p.44

Ar breur Arturo ne zistanas [ket] e wad, ne zeuas ar c’housked dezhañ nemet d’ar mintin abred, pa voe poent sevel. Er chapel, en e gador-geur koadengravet, e-pad eur ar prederiañ, e kouezhe e chink en e grubuilh.

1949
Daveenn : SIZH p.39

Ma kav, a-drak, e kouezh e soutanenn diwar e zivskoaz, hag e tiskouez e gorf noazh, e ene saotret, d'e genskolidi : - Tad, faziet am eus !...

1949
Daveenn : SIZH p.60

En amc'houlou emaint ; eñ, avat, a gouezh warnañ, diouzh an daou brenestr uhel houarn-barrennet, bannoù sklerijenn diwezhañ an deiz o vont da get.

1949
Daveenn : SIZH p.59

- Tenn eo. Doue, avat, a ro E c'hras da herzel. Hogen, ma anzavin ouzhit, me n'eo ket gant va diantegezh em beve[z] nec'h ar muiañ ; gant va ourgouilh, ne lavaran ket. Me 'zo ken bras va lorc'h gant ar soñj e vin beleg ha manac'h, m 'am beve[z] aon da gouezhañ e pec'hed ar spered.

1949
Daveenn : SIZH p.54

N'oa ket bet troc'het ha didosennet holl c'hlastenenned an diribinoù, ha kalz eus platanenned diamzeret ar balioù aet da zouar fu a nac'he atav kouezhañ diouzh o sav.

1949
Daveenn : SIZH p.52

Gwerc'hez ! Hiriv an deiz, ne gouezh griñsenn er pod. / N'eo ket dre lontegezh, ar pec'hed kapital, / E vo lakaet kablus tud keizh ar presbital.

1960
Daveenn : PETO p33

Nep prof ne gouezh er plad en iliz dilezet / Servichoù ne vez ken, nag annueloù bras.

1960
Daveenn : PETO p32

Antoneta, gwallon ha taer, / Venne hon teuler war hon r... / Kouezhet eo war he fri, / Hag an holl ' c'hoarzh outi.

1960
Daveenn : PETO p44

Gant an avel vervent e vez degaset ar c'houmoul da stekiñ ouzh ar c'hribennoù ha, diouzh tu an avel c'houziz, ez eo Menez ar C'hameroun unan eus al lec'hioù gleborekañ a zo war an douar : e Diboundja e kouezh ouzhpenn dek metrad dour ar bloaz.

1985
Daveenn : DGBD p21

Asantiñ a ris mont daoust ma ne ouien ket kaer e pelec'h e kouezhjen, rak d'ar mare-se n'eo ket alies eo e veze klevet komz eus ar vro-se.

1985
Daveenn : DGBD p6

Bloavezhioù kentoc'h, pa oa bet klasket togañ unan eus tourioù penniliz Sant-Denez, e oa disac'het hemañ ha kouezhet d'an traoñ.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 20

Kouezhañ a ra atav glav tanav miz Mae met daoust da se ez eo heruilh an tremenerezh.

2015
Daveenn : EHPEA p17

Moustrañ a ran warnon evit chom hep stagañ da ouelañ me ivez, pa vez poan evit daou e vez poan evit tri, evel a lavarer, rak dindan kouezhañ a-flav emaon. Klask a ran kennerzhañ anezhi koulskoude.

2015
Daveenn : EHPEA p67

Notennoù studi

Gant an dorn eo bet skrivet ar menegoù coueha ha couéhét e GReg. Reiñ a ra ar Gonideg (GON.II) meur a stumm hervez ar vro : kouéa (Bro-Gerne), kouéiñ (Bro-Dreger), kouéc'hein (Bro-Wened).

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial