Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

v.g. 1. (db. ar c'horfoù, an traoù) [1499, 1904] Kouezhañ en-dro. [1499] Adkouezhañ. [1904] Akouezhiñ. 2. Dre skeud. (db. ar yec'hed, ar stadoù bred) [2012] Kleñvel en-dro. Adkouezhañ e kleñved. [2012] Feuket bras e vije bet Melanie ma ne vije ket adkouezhet, un nebeud devezhioù goude bezañ kaset he lizher, en he melkoni gent. 3. Dre skeud. (db. ar fazioù) [1904] Distreiñ d'e fazioù, d'e sioù. Adkouezhañ er pec'hed. HS. adfeilhañ.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

adkouezhañ

1499
Daveenn : LVBCA p17 (rechoir)

adkouezhañ

1850
Daveenn : GON.II p.58, Grammaire bretonne, "retomber".

akouezh

1904
Daveenn : DBFV pg akoéh (retomber, récidiver)

akouezhiñ

1904
Daveenn : DBFV pg akoéh (retomber, récidiver)

E-maez an dour e lamment hag ec’h adkouezhent ennañ gant un trouz-kurun.

1924
Daveenn : SKET.II p.40

Siwazh ne zegouezhas respont buan ebet, ha feuket bras e vije bet Melanie ma ne vije ket adkouezhet, un nebeud devezhioù goude bezañ kaset he lizher, en he melkoni gent.

2012
Daveenn : ADULT p. 173

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial