Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. Barregezh ub. da varn e oberoù e-unan hervez ar vuhezegezh vat. Bezañ ur pec'hed war e goustiañs. Bezañ gwasket e goustiañs gant ar morc'hed. & Trl. Bezañ frank, ledan e goustiañs : na vezañ gwall sellus ouzh reizhded e oberoù. & Koustiañs vat : santad a vez gant ub. - e gaou a-wechoù - eo reizh e oberoù. & Koustiañs fall : santad a vez gant ub. en deus graet udb. e gaou. 2. Trl. skeud. (gant ar gm. a. evit pouezañ) Bezañ ur goustiañs : bezañ un druez, ur vezh. An traoù-se zo ur goustiañs soñjal pegement a arc'hant a ya d'o c'hempenn. 3. Estl. Koustiañs ! : evelkent !

Exemples historiques : 
40
Masquer la liste des exemples

Ar govesion a zeu da varn ar goustiañs hag al lez a zeu da varn ar gwall gomportamañchoù aznat.

1732
Référence : GReg pg for (Le for interieur est le Tribunal de la Confesion : le for exterieur, celui des Magistrats.)

koustiañs

1732
Référence : GReg pg ame, conscience

evit an diskarg eus e goustiañs

1732
Référence : GReg pg acquit

un den a ur goustiañs vat

1732
Référence : GReg pg ame

un den nes d'e goustiañs

1732
Référence : GReg pg ame

kaz a goustiañs

1732
Référence : GReg pg cas (de conscience)

teolojian ar goustiañs

1732
Référence : GReg pg casuiste

doktor ar goustiañs

1732
Référence : GReg pg casuiste

Ar govesion a zeu da varn ar goustiañs : hag al lez a zeu da varn ar gwall gomportamañchoù patant.

1732
Référence : GReg pg for (Le for interieur est le Tribunal de la Confesion : le for exterieur, celui des Magistrats.)

dared a ra ur goustiañs

1732
Référence : GReg pg (il) éclaire (terriblement, quoi qu'il ne tonne pas)

grit hoc'h egzamen a goustiañs a-barzh monet d'ho kwele

1732
Référence : GReg pg (faites votre) examen (de conscience avant que de vous coucher)

soñjal en e goustiañs

1732
Référence : GReg pg (penser à sa conscience)

ur goustiañs vat

1732
Référence : GReg pg (bonne) conscience

ur goustiañs vat a zen

1732
Référence : GReg pg (bonne) conscience

gwall goustiañs

1732
Référence : GReg pg (mauvaise) conscience

en koustiañs

1732
Référence : GReg pg (en) conscience (de bonne foi)

rebech ar goustiañs

1732
Référence : GReg pg (remors de) conscience

D'an deiz diwezhañ eus ar bed, ar barner a zisplego ar plegoù hag an eil plegoù eus a goustiañs pep hini

1732
Référence : GReg pg (Au dernier jour le Seigneur déploïera tous les plis, & l replis de la) conscience (de chaque personne)

e koustiañs

1732
Référence : GReg pg conscientieusement (sincerement, en conscience)

koustiañs

1850
Référence : GON.II.HV pg koustiañs

koustiañsoù

1850
Référence : GON.II.HV pg koustiañs

Mard eo ret e varvin, 'velato e kredan E tle en em damall eveldon pep unan, Rak evit bezañ leal, hennezh a dle mervel en deus war e goustiañs brasañ pec'hed mervel."

1867
Référence : MGK p25

Abalamour ma n’en deus netra, micherour kêr en em laka atav e kostez ar re fall, rak ar re fall n’int ket ken tost-se d’o c’houstiañs ; ar re fall, el lec’h ma kavint speg, a spego pe e vezo leal pe ne vezo ket, hag e-touez ar re-mañ e kav dezhañ e c’hello e-unan kaout ivez krog en tu pe du.

1877
Référence : EKG.I. p.65

A ! Loull ar Bouc’h ! da zorn war da goustiañs, mard eus c’hoazh koustiañs en da greiz, pet den n'ac’h eus-te ket lakaet en un nec’hamant ker bras ha da hini, en deiz a hiriv ?

1877
Référence : EKG.I. p.126

Aonik evel an dud a zo sammet o c’houstiañs a viltañsoù hag a dorfedoù, Loull ar Bouc’h a oa prennet mat an dorioù en-dro dezhañ, ha c’hoazh ne gouske nemet ul lagad digor.

1877
Référence : EKG.I. p.118

Neuze ’ta, dirak Doue, ho torn war ho koustiañs, e kav deoc’h eo ret deomp lakaat Loull ar Bouc’h d’ar marv ? — Ya, ya, tremen mall eo ; ha pell a zo emaomp o c’houlenn an eil digant egile perak ne deue ket deomp, a-berzh hor mestr, an urzh da gas ur voled plom pe ziv da bounneraat penn Loull ar Bouc’h.

1877
Référence : EKG.I. p.109

Daoust ha ni, e koustiañs, dirak Doue, ha n'eo ket ret deomp difenn an dud vat-se a-enep pep drouk, a-enep pep den, nag e rankfemp evit-se en em lakaat war-var da goll hon-unan hor buhez ? Lavarit din.

1877
Référence : EKG.I. p.107-108

Madoù darn hoc’h eus kemeret, / Hep koustiañs na lealded ; / Ne z’eus maen en ho ti / Ne ra deoc’h bemdez kri war gri.

1877
Référence : EKG.I. p.103

Ne gav ket din, rak Jañ-Mari a zo un den hag en deus re a zoare vat. Ur goustiañs eeun a rank bezañ en e greiz, rak e c’hoarzhadennoù a oa re galonek ; an aer en doa da c’hoarzhin da vat, ha, ma vije bet un trubard, e goustiañs he divije kalz pe nebeut piket e galon da vezañ gwerzhet daou zen n’oar ket da anaout, ha n’o deus graet droug ebet dezhañ.

1877
Référence : EKG.I. p.77-78

Heuilh a ranke e pep giz hag e pep tra ali ar c’houarnamant, mat pe fall, evel ma vije e vije. Ha c’hoazh e ranke ar veleien touiñ war o c’houstiañs sentiñ ouc’h al lezennoù difeiz-se.

1877
Référence : EKG.I. p.4

Pebezh dudi evit ar manac’h, evit Job Karo, e c’hwreg, e dud hag e amezeien gellout kofes evit gwalc’hiñ o c’houstiañs ha kaout an eurvad da lojañ o Doue en o c’halon, evit o sklêrijennañ hag o c’hreñvaat !

1877
Référence : EKG.I. p.49

Mes ar manac’h a zivinas raktal edo koustiañs an den kozh-se o pikat anezhañ, hag e lavare outañ e-unan : Hemañ, an den-mañ, ma n’en deus ket merzheriet va c’henvreudeur, menec’h Sant-A[l]bin, a dle bezañ merzheriet menec’h-all, ha va c’homzoù a ya betek goueled e galon.

1877
Référence : EKG.I. p.57

— Ar pezh a livirit a zo gwir. Va c’hredenn, va feiz, va c’houstiañs a zifenn ouzhin bale dre ar memes hent ganeoc’h ; her lavaret am beus dirak an holl en ti-kêr : c’hwi ne falveze ket deoc’h kemeret diganen an dilez eus va c’harg : abalamour da se on chomet hep mont war ho tro.

1878
Référence : EKG.II p.65

Mat eo studiañ ar perag hag an abalamour eus an traoù ; klask e goueled ar goustiañs lezennoù kuzhet ar vuhezegezh ; furchal deraouidigezh ha finvezhioù an den ; keñveriañ engehentadur al loened ouzh hini an dud ; esaeañ divinout petra eo an Ene, mes ma'z eer re bell war hent an Dianav, mar c'hoantaer dizoleiñ ar pezh a rank chom kevrin, neuze emeur war-var dihentañ.

1944
Référence : EURW.1 p63

« N’eo ket un dra gristen ar pezh emaomp oc’h ober ; un dra spontus eo zoken hag a vezo tamallet deomp atav gant hor c’houstiañs ; klask lazhañ hor moereb ! ! »

1944
Référence : ATST p.75

An danevellig-se a daolenn mat ma zad evel ma oa, un den uvel, a reas e zever rik e pep tra, hep c'hoant ebet da vrabañsal, na da resev ar pezh na gave ket, en e goustiañs, en devoa gounezet.

1944
Référence : EURW.1 p12

Ar breur Arturo, avat, m'en doa bet e walc'h a vezh, n'oa ket bet disammet gantañ e goustiañs.

1949
Référence : SIZH p.61

Ha moarvat, rak roet eo bet deoc'h ho lod skiant-prenañ gant an Aotrou Doue ; moarvat n'oc'h ket dic'houzvez eus talvoudegezh pennañ ar reolenn-se, a voe aozet gant furien, a anaveze ervat koustiañs ar venec'h.

1949
Référence : SIZH p.60

A ! N'eus nemet ur goustiañs fall a c'hell mirout en doare-se a gaout repoz.

2012
Référence : DJHMH p.71

Da gentañ-penn e vez atav un den hag a sav dirak ur gwaskerezh bennak. [...] Klask a ray an arbennour-se neuze an tu da cheñch an traoù evit ma terefent d'e goustiañs.

2015
Référence : DISENT p47

Note d'étude

Ar stumm lies a zo nebeut implijet.

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux