koustiañs
Neuze ’ta, dirak Doue, ho torn war ho koustiañs, e kav deoc’h eo ret deomp lakaat Loull ar Bouc’h d’ar marv ? — Ya, ya, tremen mall eo ; ha pell a zo emaomp o c’houlenn an eil digant egile perak ne deue ket deomp, a-berzh hor mestr, an urzh da gas ur voled plom pe ziv da bounneraat penn Loull ar Bouc’h.
Ne gav ket din, rak Jañ-Mari a zo un den hag en deus re a zoare vat. Ur goustiañs eeun a rank bezañ en e greiz, rak e c’hoarzhadennoù a oa re galonek ; an aer en doa da c’hoarzhin da vat, ha, ma vije bet un trubard, e goustiañs he divije kalz pe nebeut piket e galon da vezañ gwerzhet daou zen n’oar ket da anaout, ha n’o deus graet droug ebet dezhañ.
Mat eo studiañ ar perag hag an abalamour eus an traoù ; klask e goueled ar goustiañs lezennoù kuzhet ar vuhezegezh ; furchal deraouidigezh ha finvezhioù an den ; keñveriañ engehentadur al loened ouzh hini an dud ; esaeañ divinout petra eo an Ene, mes ma'z eer re bell war hent an Dianav, mar c'hoantaer dizoleiñ ar pezh a rank chom kevrin, neuze emeur war-var dihentañ.
« N’eo ket un dra gristen ar pezh emaomp oc’h ober ; un dra spontus eo zoken hag a vezo tamallet deomp atav gant hor c’houstiañs ; klask lazhañ hor moereb ! ! »
Ar breur Arturo, avat, m'en doa bet e walc'h a vezh, n'oa ket bet disammet gantañ e goustiañs.
Ha moarvat, rak roet eo bet deoc'h ho lod skiant-prenañ gant an Aotrou Doue ; moarvat n'oc'h ket dic'houzvez eus talvoudegezh pennañ ar reolenn-se, a voe aozet gant furien, a anaveze ervat koustiañs ar venec'h.
A ! N'eus nemet ur goustiañs fall a c'hell mirout en doare-se a gaout repoz.
Da gentañ-penn e vez atav un den hag a sav dirak ur gwaskerezh bennak. [...] Klask a ray an arbennour-se neuze an tu da cheñch an traoù evit ma terefent d'e goustiañs.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
koustiañsus