V.g.
1. Bevañ pell, mont da gozh.
Mar kendalc'h da ren seurt buhez ne gozho ket.
2. Mont war an oad, dont kozh.
Pegen kerse gant un den kozhañ ivez !
3. Dre fent
MONT DA GOZHAÑ : dimeziñ.
Graet e vennozh gantañ mont da gozhañ.
4. Dre skeud. (db. an douar labour)
Chom hep bezañ aret, gounezet.
Poent lezel an tamm douar-se da gozhañ.
HS. yenañ.
Koulskoude, kozhañ 'reas, chom a reas dizimez ; ne oa na merc'hetaer na friant, ur paotr dezhañ e-unan, ne gare nemet lenn, labourat, studi, ur paotr pizh, o tastum gwenneg ha gwenneg peadra da brenañ ur garg noter, pa vije achu e c'hwec'h vloaz komis.
Koulskoude, koza 'reas, chom a reas dizimez ; ne oa na merc'hetaer na friant, eur paotr d'ezañ e-unan, ne gare nemet lenn, labourat, studi, eur paotr piz, o tastum gwenneg ha gwenneg peadra da brena eur garg noter, pa vije achu e c'houec'h vloaz komis.
1944
Référence :
EURW.1
p11
Ne chomis ket da gozhañ e Nzong diwar un abeg : an diouer a zour mat.