ar gredenn gristen
credenn an aebestell
ar gredenn
Lakaet ez eus diwar ur frazennad gant Aristokrates n’oa ket a-walc’h gant an drouized kelenn war brederouriezh ha doueoni, — ur c’helenn na veze kaset da bell nemet evit an danvezioù drouized ; — hogen e stumment ouzhpenn an holl uhelidi yaouank d’emellout er vuhez ha d’ober brezel, o sankañ, war un dro, en o speredoù ur gredenn doueüs o zroe d’ober fae war ar riskloù hag ar marv [...].
kredenn a feiz
kredenn diogel
Diwar un anaoudegezh diglok eus goueled ar mor eo avat e teue ar c'hredennoù-se.
Evit doare ur c'hemmesk etre ar c'hredennoù paian hag ar gelennadurezh kristen !
D'ar mare-se e oa em spered ar gredenn start e tistrofen da goadeier meur ar C'heider, ur wech ma vije echu va bloavezhiad soudard, a grogis gantañ e Gwened d'an 23 a viz genver.
Morse avat ne vez implijet an div lizherenn-se lerc'h-ouzh-lerc'h e forzh peseurt fichennadur e vefe : ur gredenn bobl zo a lavar e tegasont gwallchañs.
Koll a rafent [an demokratelezhioù] ar pezh a ra d'an dud asantiñ didrouz pe sikour ar sistem en ur mod oberiant zoken : koll a rafent ar gredenn int sistemoù peurreizh abalamour int demokratel.
Ar striv kentañ a rankomp ober eta eo en em zizober diouzh kredenn ar burzhudoù, ha lakaat an emsaverien da zilezel ar gredenn-se.
Ur vojenn, pe ur gredenn, a lakae ar Vrezhoned da vezañ diskennidi ur Brutus bennak, hennezh bet aet kuit eus Troia pa oa bet aloubet ar gêr-se gant kadourien Agamemnon.
Mots précédents
Mots suivants
kredenniezh