Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
2
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

Takad kreiz ur gêr, alies ar rann goshañ anezhi, ma kaver an ensavadurioù foran ha m'emañ ar stalioù en o stankañ. Bezañ o chom e kreiz-kêr. Mont betek kreiz-kêr. ES. rakkêr.

Exemples historiques : 
5
Masquer la liste des exemples

kreiz-kêr

1732
Référence : GReg pg coeur (de la Ville)

Evit reiñ muioc’h a dro hag a lid d’ar gouel, e voe lakaet, e kreiz-kêr, etre ar c’hoc’hu hag an iliz, war hent Brest, peder barrikenn war o zal, evel pevar beul, da ober pevar bilier, ha war ar barrikennoù-se, pleñch da ober solier.

1877
Référence : EKG.I. p.176

Soñj am eus evelkent eus va c’hentañ darempred gant douar Afrika : nepell diouzh kreiz-kêr, ur bern logelloù izel ha kuit a brenestr, gant un doenn soul krennveget hag e[n]-dro dezho morianed gant lostennoù gwenn pe c’hlas, o gwragez hanter noazh, hag ar vugaligoù hep ar vihanañ pilhenn da guzhat ouzh an holl o zammig peadra.

1954
Référence : VAZA p.90

Yen-daonet e oa, pa lavaran, o vezañ ma lovee tro-war-dro en donvor ur bern skorngrec’hioù, darn diouto ken uhel, dimp da welout hag ar C’hreiz-kêr e Kastell-Paol, ha gant ar c’hast avel a rae, tu ebet ne gavjomp ar mintin-se da seniñ d’ar Saozon nag ar God save the king nag ar Marseillaise, rak kerkent ha ni o paourantiñ war ar pont, skornañ a reas an eoul hag an dour e ribouleroù ar binvioù kouevr.

1954
Référence : VAZA p.105

Ma digarezit ma'm eus dale oc'h erruout met kreiz-kêr a-bezh a zo stanket, evel a ouzoc'h.

2015
Référence : EHPEA p36

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux