I.
G.
A. Loenon. (en e furm lies)
Urzhad bronneged a vent vihan pe grenn, dezho rakdent e stumm kizelloù a gresk dibaouez.
Urzhad ar c'hrignerien.
&
(en e furm unan)
Ur c'hrigner.
B. Dre skeud. (db. an dud)
1. Den a vev diwar goust ar re-all.
Krignerien ar barrez.
2. Pemdez (dirak ur spizer)
Krigner-eskern : den pizh-kenañ.
II.
Impl. da stn.
Eus urzhad ar c'hrignerien.
Ur bronneg krigner eo ar razh.
EVEZH. : el liester, kemm. c'hwezh. k/c'h pa reer anv eus loened ; kemm. blot. k/g pa reer anv eus tud.
Référence :
GON.II
pg kriñer (Rongeur, celui qui ronge).
krignerien
kriñerien
1850
Référence :
GON.II
pg kriñer (Rongeur, celui qui ronge. Pl.)
krignerezed
kriñérezed
1850
Référence :
GON.II
pg kriñérez (Celle qui ronge. Pl.)
krignerez
kriñérez
1850
Référence :
GON.II
pg kriñérez (Celle qui ronge).
Ar piltrotig krigner, ar razh lesanvet-mat, / Heñchet gant ar goulm wenn, / E zent 'vel un heskenn, / A droc'h lemm treuz-didreuz skoulmoù krenn ar wiad.
Ar piltrotik krigner, ar raz leshanvet mad, / Hinchet gant ar goulm wenn, / He zent 'vel eunn eskenn, / A drouc'h lemm treuz-didreuz skoulmou krenn ar viad.
1867
Référence :
MGK
p48
Gwall grignerien int ivez ha gouennoù a zo hag a c'hell ober kalz droug en tiez, ma ne daoler ket evezh mat.