Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
11
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. G. A. Loenon. (en e furm lies) Urzhad bronneged a vent vihan pe grenn, dezho rakdent e stumm kizelloù a gresk dibaouez. Urzhad ar c'hrignerien. & (en e furm unan) Ur c'hrigner. B. Dre skeud. (db. an dud) 1. Den a vev diwar goust ar re-all. Krignerien ar barrez. 2. Pemdez (dirak ur spizer) Krigner-eskern : den pizh-kenañ. II. Impl. da stn. Eus urzhad ar c'hrignerien. Ur bronneg krigner eo ar razh. EVEZH. : el liester, kemm. c'hwezh. k/c'h pa reer anv eus loened ; kemm. blot. k/g pa reer anv eus tud.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

krigner

1499
Daveenn : LVBCA p126 (rongeur)

krigner

1850
Daveenn : GON.II pg kriñer (Rongeur, celui qui ronge).

krignerien

1850
Daveenn : GON.II pg kriñer (Rongeur, celui qui ronge. Pl.)

krignerezed

1850
Daveenn : GON.II pg kriñérez (Celle qui ronge. Pl.)

krignerez

1850
Daveenn : GON.II pg kriñérez (Celle qui ronge).

Ar piltrotig krigner, ar razh lesanvet-mat, / Heñchet gant ar goulm wenn, / E zent 'vel un heskenn, / A droc'h lemm treuz-didreuz skoulmoù krenn ar wiad.

1867
Daveenn : MGK p48

Gwall grignerien int ivez ha gouennoù a zo hag a c'hell ober kalz droug en tiez, ma ne daoler ket evezh mat.

1985
Daveenn : DGBD p40

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial