Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
6
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. A. 1. Didammañ udb. diwar-c'horre, a dammoù bihan, gant an dent. Ar c'havr a grign ar wezenn. Al logod a grign an traoù. [1878] Ar bleizi hag ar brini a deufe da grignat o eskern, ar pezh a ve evit hor bro Breizh un dra zivalav dirak an dud, hag a ve tamallet deomp gant Doue. 2. Trl. kv. Bezañ evel un askorn krignet, evel un Ankoù krignet : bezañ treut-tre. & Trl. skeud. Krignat treid ar sent : bezañ troet-tre gant lidoù ar relijion, mont alies-kenañ d'an oferenn. & (db. ar saout) Krignat ar mogerioù : bezañ marnaoniet. 3. Dre ast. Debriñ nebeut, a c'henaouadoù bihan. & Ent krenn, pemdez Debriñ. Petra hor befe da grignat ? B. Dre heveleb. Douaron. (db. elfennoù zo eus an natur evel ar mor, an avel, ar glaveier da sk.) Bruzunañ ar mein, an douar, o lakaat da goazhañ a-nebeudoù ha dre hir amzer. Ar mor a grign kerreg hor bro. & Ent krenn Muioc'h e krign ar skornredennoù eget an dourredennoù. II. V.k.e. Dre skeud. 1. (en tu gouzañv prl.) Dismantrañ, distrujañ tamm-ha-tamm ar c'horf, ar spered. Bezañ krignet gant ar paz. Eñ zo krignet e galon gant ar morc'hed. 2. PEMDEZ Bevañ diwar-goust ub. Krignat an dud. HS. sunañ. 3. PEMDEZ Laerezh. Arvar zo da zegouezhout gant tud dizonest d'e grignat ha d'e douzañ. DHS. kignat. III. V.g. Bezañ debret. Emañ du-se e gorf o krignat gant ar c'hranked.

Skouerioù istorel : 
24
Kuzhat roll ar skouerioù

krignat

1499
Daveenn : LVBCA p126 (rongier)

krignat

1659
Daveenn : LDJM.1 pg grignoter, ronger

krignat e vorz

1732
Daveenn : GReg pg frein (Mâcher son frein, ronger son mords.)

Krign paotr !

1732
Daveenn : GReg pg grignoter (Tiens garçon, grignote, dit le gascon.)

krignat a-neubeudoù

1732
Daveenn : GReg pg corroder (ronger petit à petit)

krignal a-nebeudoù

1732
Daveenn : GReg pg corroder (ronger petit à petit)

krignat

1732
Daveenn : GReg pg grignoter

krignet

1732
Daveenn : GReg pg grignoter (pp.)

Krign !

1732
Daveenn : GReg pg gobe (attrape, tiens)

krignat

1850
Daveenn : GON.II pg kriña, kriñat (Ronger, couper avec les dents à fréquentes reprises. Corroder. Miner, détruire insensiblement. - Grignoter. HV).

Ne garan ket krignañ an eskern.

1850
Daveenn : GON.II pg kriña, kriñat (Je n'aime pas à ronger les os).

Ar mor a zeu a-benn da grignañ e ribloù a-nebeut-e-nebeut

1850
Daveenn : GON.II pg kriña, kriñat (La mer vient à bout de ronger, de miner insensiblement ses bords).

krignañ

1850
Daveenn : GON.II pg kriña, kriñat (Ronger, couper avec les dents à fréquentes reprises. Corroder. Miner, détruire insensiblement. - Grignoter. HV).

An aer a stag gantañ [an tamm dir] o krediñ e grignat.

1867
Daveenn : MGK p72

Pa welan ar re-se, zo lakaet da ziwall, / Nad afe an deñved ganen pe gant un all, / Oc'h o zouzañ kempenn ha, goude o c'hignat, / O tibriñ pe wellañ, hag ar chas o krignat / Eskern eus o dilerc'h.

1867
Daveenn : MGK p84

Ar bleizi hag ar brini a deufe da grignat o eskern, ar pezh a ve evit hor bro Breizh un dra zivalav dirak an dud, hag a ve tamallet deomp gant Doue.

1878
Daveenn : EKG.II p.97

Enno emañ o ren ar vreinadurezh a grign ar broadoù ; enno en em vod an divroidi hag an erevent hag, a-gevret ganto, pep kleñved ha pep saotr.

1923
Daveenn : SKET p.51

D’ar re-mañ o doa an evned a amheuilh redadeg ar gwagennoù, ar pesked a neuñv e dourioù ar mor, ar gwallvorviled a vev en donderioù anezhañ, toullet o daoulagad, krignet o diweuz hag o daouarn hag o c’hevrennoù mezhus.

1923
Daveenn : SKET p.117

Re figus e oa bet tintin Katell, ha bremañ, emañ en iliz o ruzañ he inou, o tijabañ pateroù a-hed an deiz, o krignat treid ar sent hag ar sentezed evit goulenn digante ar c’hras da gaout da vihanañ ur gwaz… er Baradoz.

1925
Daveenn : BILZ2 p.151

En ur ger berr, ez eo fiordoù traoniennoù, hogen traoniennoù na hañvalont ket bezañ bet stummet gant ar stêrioù, o vezañ ma ne dennont ket da reolennoù krignat ar stêrioù a gement a ne roont ket a naou-dinaou nag a stêrioù a-istribilh.

1943
Daveenn : TNKN p41

Diaes-bras eo lavarout gant pe zoare-krignañ eo bet kleuzet an draonienn-se, rak paouez a rae skornegoù amerikat ar Pevarhoalad e-kichen New-York end-eeun.

1943
Daveenn : TNKN p49

Evel en aval [e] krign ar preñv / O toullañ don, o tantañ kreñv, / E sank ur bir em askre noazh : / Ma zorfed, Doue, zo ken bras !

1960
Daveenn : PETO p55

Tra ma noazo outañ ken e gure fall, / Hor peuriñ 'vo ken berr ha gant saout ar menez / Dalc'hmat o lipat mein hag o krignat ar brug / E-touez ar c'herreg noazh hag al lann gouez a lug.

1960
Daveenn : PETO p32

En ur sellout ouzh gweleadoù mein a zizoloe d'an izelvor, e tizolois e kaved, el lec'hioù krignet gant ar mor, un niver kaer a besked hir, heñvel a-walc'h ouzh silioù.

1985
Daveenn : DGBD p111

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial