I.
1. Teskad digenvez a vlev.
Ur guchenn vlev gwenn en doa.
2. Ent strizh
Teskad blev strobet a-ratozh war-bouez un ere.
Bremañ en deus ur guchenn.
II.
Dre heveleb.
1. (db. an traoù strollet)
Kementad bihan.
Astenn war ur guchenn golo. Poazhañ ur guchenn fav. Kement kuchenn ed a oa en ti. N'eus kuchenn bleud gwinizh en ho para.
2. (db. an dud, al loened)
Niver bras pe vrasoc'h.
Ur guchenn vat ac'hanomp a oa aet d'e ambroug. Ur guchenn vugale en deus. Ur guchenn vat a saout.
[1878] Kerkent ar c’habiten a lamm en ti gant ur guchenn eus e dud.
HS. kuchennad, kudenn.
III.
Trl. skeud.
Klevet ur guchenn : klevet kroz.
Gortoz, bremaik e klevo ur guchenn ganin-me !
Référence :
GReg
pg (petit) écheveau (de fil, ou reste d'un écheveau)
kuchennoù
cuchennou
1732
Référence :
GReg
pg (petit) écheveau (de fil, ou reste d'un écheveau)
kuchenn neud
cuchenn neud
1732
Référence :
GReg
pg (petit) écheveau (de fil, ou reste d'un écheveau)
kuchennoù neud
cuchennou neud
1732
Référence :
GReg
pg floccon (Floccon de fil, partie d'un écheveau, p.)
kuchenn neud
cuchenn neud
1732
Référence :
GReg
pg floccon (Floccon de fil, partie d'un écheveau.)
kuchenn
kuchen
1850
Référence :
GON.II
pg bôd, kuchen (Particule, petite partie. Touffe. Toupet. Un peu de quelque chose).
kuchennoù
kuchennou
1850
Référence :
GON.II
pg kuchen (Particule, petite partie. Touffe. Toupet. Un peu de quelque chose. Pl.)
Roit ur guchenn anezho din
Rôid eur guchen anézhô d'in
1850
Référence :
GON.II
pg kuchen (Donnez-m'en une petite partie).
Ur guchenn vlev a zo bet troc'het dezhañ.
Eur guchen vléô a zô bét trouc'hed d'ézhañ.
1850
Référence :
GON.II
pg kuchen (On lui a coupé une touffe de cheveux).
Ur guchenn soudarded, hardishaet o welet hag o klevet o c’habiten, a [z]euas, d’o zro, d’e gaout, o c’hlezeier en-noazh ganto ha savet a-zioc’h e benn : — D’an daoulin, Feburier ; dizolo da benn, emezo, en ur ober an neuz da skeiñ warnezhañ.
Eur guchen soudarded, hardiseat o velet hag o klevet ho c’habiten, a deuaz, d’ho zro, d’he gaout, ho c’hlezeier en noaz gantho ha savet azioc’h he benn : — D’an daoulin, Feburier ; dizolo da benn, emezho, en eur ober an neuz da skei varnezhan.
1877
Référence :
EKG.I.
p.185
En tu pe du, me gred, e kavin frankiz da astenn ur guchenn golo da gousket, rak ne c’hellan ket krediñ o defe ar republikaned diskaret kement ti a yoa e Sant-A[l]bin, hag ouc’hpenn, an disterañ kraou a vezo mat evidon-me.
Enn tu pe du, me gred, e kavign frankiz da astenn eur guchenn golo da gousket, rak ne c’hellan ket kredi o defe ar republikaned diskaret kement ti a ioa e Sant-Aubin, hag ouc’hpenn, an disterra kraou a vezo mad evidoun-me.
1877
Référence :
EKG.I.
p.50
N’em eus da reiñ deoc’h da gousket nemet golc’hedoù, kolo enno, na da zibriñ nemet un tamm bara hag amann, hag ur guchenn batatez poazhet en dour.
N’am euz da rei d’ehoc’h da gousket nemet golc’hejou, kolo ennho, na da zibri nemet eun tamm bara hag amann, hag eur guchenn batatez poazet enn dour.
1877
Référence :
EKG.I.
p.58
Ur guchenn ac’hanomp, me gred ‘oamp un daou-ugent bennak, a lakaas en hor penn bale war e lerc’h.
Eur guchenn ac’hanomp, me gred oamp eun daou-ugent bennag, a lakeaz enn hor penn bale var he lerc’h.
1877
Référence :
EKG.I.
p.289
Kerkent ar c’habiten a lamm en ti gant ur guchenn eus e dud.
Kerkent ar c’habiten a lamm enn ti gand eur guchenn euz he dud.
1878
Référence :
EKG.II
p.274
An okoume o vezañ aet dister, ez eo anat e voe kavet tud da vont, gant ur guchenn vorianed bennak, ur bigell hag ur "pan" bennak da glask ar malzennoù prizius e-touez an traezh hag ar grozol.
1985
Référence :
DGBD
p172
Gwelout a raemp ivez hor c'huchenn vleud o vont bemdez war izelaat.