Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. Teskad digenvez a vlev. Ur guchenn vlev gwenn en doa. 2. Ent strizh Teskad blev strobet a-ratozh war-bouez un ere. Bremañ en deus ur guchenn. II. Dre heveleb. 1. (db. an traoù strollet) Kementad bihan. Astenn war ur guchenn golo. Poazhañ ur guchenn fav. Kement kuchenn ed a oa en ti. N'eus kuchenn bleud gwinizh en ho para. 2. (db. an dud, al loened) Niver bras pe vrasoc'h. Ur guchenn vat ac'hanomp a oa aet d'e ambroug. Ur guchenn vugale en deus. Ur guchenn vat a saout. HS. kuchennad, kudenn. III. Trl. skeud. Klevet ur guchenn : klevet kroz. Gortoz, bremaik e klevo ur guchenn ganin-me !

Skouerioù istorel : 
15
Kuzhat roll ar skouerioù

kuchenn

1732
Daveenn : GReg pg (petit) écheveau (de fil, ou reste d'un écheveau)

kuchennoù

1732
Daveenn : GReg pg (petit) écheveau (de fil, ou reste d'un écheveau)

kuchenn neud

1732
Daveenn : GReg pg (petit) écheveau (de fil, ou reste d'un écheveau)

kuchennoù neud

1732
Daveenn : GReg pg floccon (Floccon de fil, partie d'un écheveau, p.)

kuchenn neud

1732
Daveenn : GReg pg floccon (Floccon de fil, partie d'un écheveau.)

Ur guchenn vlev a zo bet troc'het dezhañ.

1850
Daveenn : GON.II pg kuchen (On lui a coupé une touffe de cheveux).

kuchennoù

1850
Daveenn : GON.II pg kuchen (Particule, petite partie. Touffe. Toupet. Un peu de quelque chose. Pl.)

Roit ur guchenn anezho din

1850
Daveenn : GON.II pg kuchen (Donnez-m'en une petite partie).

kuchenn

1850
Daveenn : GON.II pg bôd, kuchen (Particule, petite partie. Touffe. Toupet. Un peu de quelque chose).

En tu pe du, me gred, e kavin frankiz da astenn ur guchenn golo da gousket, rak ne c’hellan ket krediñ o defe ar republikaned diskaret kement ti a yoa e Sant-A[l]bin, hag ouc’hpenn, an disterañ kraou a vezo mat evidon-me.

1877
Daveenn : EKG.I. p.50

N’em eus da reiñ deoc’h da gousket nemet golc’hedoù, kolo enno, na da zibriñ nemet un tamm bara hag amann, hag ur guchenn batatez poazhet en dour.

1877
Daveenn : EKG.I. p.58

Ur guchenn soudarded, hardishaet o welet hag o klevet o c’habiten, a [z]euas, d’o zro, d’e gaout, o c’hlezeier en-noazh ganto ha savet a-zioc’h e benn : — D’an daoulin, Feburier ; dizolo da benn, emezo, en ur ober an neuz da skeiñ warnezhañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.185

Ur guchenn ac’hanomp, me gred ‘oamp un daou-ugent bennak, a lakeas en hor penn bale war e lerc’h.

1877
Daveenn : EKG.I. p.289

Gwelout a raemp ivez hor c'huchenn vleud o vont bemdez war izelaat.

1985
Daveenn : DGBD p38

An okoume o vezañ aet dister, ez eo anat e voe kavet tud da vont, gant ur guchenn vorianed bennak, ur bigell hag ur "pan" bennak da glask ar malzennoù prizius e-touez an traezh hag ar grozol.

1985
Daveenn : DGBD p172

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial