Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Ar pezh a ya d'ober ur guchenn. Ur guchennad vlev a ziskenn a-hed o ividig. & Tr. adv. A guchennadoù : e stumm kuchennoù. Kouezhañ a rae e vlev hir a guchennadoù hir fuilhet. 2. Dre ast. Bouchad. Kuchennadoù broen. 3. Kementad, niver bras pe vihan. Ur guchennad peorien. Ur guchennad vat a ourmel. HS. kuchenn, kudenn.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

War a leveront, daou vugel uhel eus meuriad gwenvidik ar re-Zivarvel, an daou ma sked evel regez-tan ar c’huchennadoù-blev lugernus anezho e-kreiz bodad an doueed e Dêvobriga (kreñvlec’h an doueed), — anvet em eus Lugus ha Belisama, — a weladennas meur a wech diskennidi Manos ha Bena en o c’hoadoù, hag o c’helennas war veur a dra.

1923
Daveenn : SKET p.58

"kuchennad-vlev" gg.

1923
Daveenn : SKET p.166, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Mèche de cheveux".

Neuze e lammas war tost-kreiz ar vag ha, savet war veg e dreid, en em soublas en adreñv ken na zeuas ar c’huchennadoù skedus diwar e gern da stekiñ ouzh e seulioù.

1924
Daveenn : SKET.II p. 53

Hag e tistroent d’ar gêr, gante leizh o godelloù, leizh o c’hrubuilh a frouezh gante kuntuilhet, ha, war o divskoaz, pep a guchennad beüt ha pep a c'horzennig gwial, aozilh, kelvez, haleg pe wern.

1925
Daveenn : BILZ2 p.115

kuchennad tud

1931
Daveenn : VALL pg attroupement

kuchennad

1931
Daveenn : VALL pg bande, bouquet (d'arbres)

kuchennad gwez

1931
Daveenn : VALL pg bosquet

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial