Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. Kementad neud, gloan, h.a., pleget ha liammet. Ur gudenn neud. Ur gudenn c'hloan da zibunañ. II. Dre skeud. 1. [1931, 1943, 1985, 2012, 2015] Tra ziaes dont a-benn anezhañ. N'eus lost ebet d'ar gudenn-se. Forzh pegen rouestlet eo ar gudenn e teu a-benn d'en em dennañ. 2. Plegenn ziaes. Lavaret a ran dit emaint en ur gudenn ! Keuz o deus bezañ en em vountet er gudenn-se. Me zo kouezhet en ur gudenn lous. Kavout a reont atav penn diouzh lost d'o c'hudenn. 3. Trl. skeud. Dibunañ e gudenn : displegañ ur gontadenn, un darvoud, ur blegenn en em gaver enni. Ken brav e tibune e gudenn ma veze heuliet gant dudi ha levenez. & Dibunañ e gudenn : en em dennañ, en em zifretañ. Ret e oa d'e vab, emezañ, dibunañ e gudenn e-unan. & Dibunañ ur gudenn, kudennoù : dirouestlañ traoù luziet. Diouzh ma ouezi diluziañ ar gudenn-se e welimp petra a c'halli da ober diwezhatoc'h. & Bezañ dibunet e gudenn : bezañ fin dezhañ. Kollet on, emezañ, dibunet eo ma c'hudenn. & Dibunañ ar gudenn : diskoulmañ un afer rouestlet. N'eo ket, gwir eo, gwall aezet ar gudenn da zibunañ. & Kaout atav an hevelep kudenn da zibunañ : kontañ atav an hevelep tra. & Koll penn e gudenn : chom berr war e c'her, chom dilavar. 4. Kuchenn. Ar gudenn dud a oa dastumet eno.

Exemples historiques : 
32
Masquer la liste des exemples

kudenn neud

1659
Référence : LDJM.1 pg cuden (neut)

kudenn

1659
Référence : LDJM.1 pg echeueau

gwin kudenn

1732
Référence : GReg pg (vin d') écheveaux (de fil, vin doux nouveau que quelques femmes boivent du prix de leur fil)

kudenn

1732
Référence : GReg pg écheveau (fil replié en plusieurs tours)

kudennoù

1732
Référence : GReg pg écheveau (fil replié en plusieurs tours)

kudenn neud

1732
Référence : GReg pg écheveau (fil replié en plusieurs tours)

kudenn

1850
Référence : GON.II pg bann-neûd, kuden (écheveau, fil, laine repliée en plusieurs tours).

kudennoù

1850
Référence : GON.II pg kuden (écheveau, fil, laine repliée en plusieurs tours. Pl.)

It da brenañ div gudenn neud gloan din.

1850
Référence : GON.II pg kuden (Allez m'acheter deux échevaux de fil de laine).

kudenn-neud

1850
Référence : GON.II pg kuden (écheveau de fil).

— « Sad amañ 'vat kavet ganen, » / Eme Alan o treiñ en-dro, / — « Ya, sad amañ din ur gudenn / » Ha ne zifuilhin ket feteiz !

1867
Référence : MGK p139

« Kudennou ivez zo enno [el lezennoù] ! »

1867
Référence : MGK p139

Ac’hanta ! ha ne vije ket hounnezh ur gudenn diaes da zibunañ ?

1877
Référence : EKG.I. p.6

Penaos treuziñ an hent-bras evit mont da gaout an iliz ? Penaos mont en iliz ? Penaos sevel en tour ? Setu aze, Yann Pennorz, kudennoù diaes da zibunañ, ha ne c’helli o dibunañ nemet pa vezi war al lec’h.

1878
Référence : EKG.II p.114-115

Ma ! eme Yann, un dra a zo, / A ra da'm skiant mont en-dro : / Ar memez Doue ‘n eus hon groet ; / gant ar memes pri omp meret. / Darn, koulskoude, ‘zo pinvik-mor, / Darn ‘met dienez toull o dor ; / Hemañ skedus e blanedenn, / Ha hennezh luiet e gudenn. /

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

En hevelep doare, Bena, pa c’hoarveze dezhi un enebiezh bennak, a heje kudennoù he fennad-blev melen, a rae un huanadenn, a stoke he dorn ouzh he zal, evel evit e beurzivorenniñ hag, o treiñ ouzh Manos, a selle outañ hag a vousc’hoarzhe.

1923
Référence : SKET p.44

Na lin, na kudenn neud, na bechenn amann, na vi, na pesk ne vez kinniget dezhe.

1925
Référence : BILZ2 p.135

kudenn

1931
Référence : VALL pg affaire (embrouillée), boucle (de cheveux)

E 1876 en deus Barrois goulakaet, evit diskoulmañ kudenn ar c'herreg estren a gaver war aodoù Breizh, e vefe bet degaset ar c'herreg-se war skornennoù war-neuñv, da vare skornegoù meur ar Pevarhoalad.

1943
Référence : TNKN p33

Ar gudenn a oa diaes da ziluziañ evitañ. Hen ober a reas en ur reiñ e zilez a rener, [u]n dalc'h a voe graet evit dibab ur burev nevez.

1944
Référence : EURW.1 p.133

— « Petra ’zo c’hoarvezet, va nized ? » — « Ne ouiemp ket, ne ouiec’h ket… » — « Ni ’grede deomp… » — « Setu aze ur gudenn ! »

1944
Référence : ATST p.30

- Karout a rafen dirouestlañ ar gudenn : an ere a zo etre tan va c'hig hag ar gweledigezhioù-se ; a vez hentet gante va nozvezhioù.

1949
Référence : SIZH p.56

Sammet e oa, avat, gant kudenn e wad e-keñver ar vaouez.

1949
Référence : SIZH p.53

Bez' ez eus, war a lavarer, dre ar bed bras, levrioù hag oberoù, a-vil-vern, hag ar [sic] zispleg ar gudenn fraez[h] hag anat, pa ne venegont nemet ar garantez... karantez ar c'hig... karantez an den ouzh ar vaouez, a lavare ur wech bennak ar breur Arturo.

1949
Référence : SIZH p.54-55

Un dirouestl d'ar gudenn am eus kavet 'velkent : / Ur pezh ofiser gall, e penn e c'hamached, / Du-se, war-zu ar vourc'h, 'oa o tont gant an hent / Ha setu, diwar e varc'h, pezh en deus ragachet / En e safar iskis a zisplegas din reizh / Unan eus e baotred ginidik a Vreizh.

1960
Référence : PETO p33

Lestrañ ha dilestrañ ar marc'hadourezh a zeu neuze da vezañ ur gudenn.

1985
Référence : DGBD p19

Kleier an iliz lec'hiet en un doare ken pleustrek e-kichen ti an noter a sonas c'hwec'h eur, m'edo c'hoazh o turiañ ar gudenn.

2012
Référence : DJHMH p22

"Kudennoù zo gant Fanis, a fell dit lavarout?" a c'houlennan outi, nec'het.

2015
Référence : EHPEA p29

Ma c'hoarvez d'un den o tremen bezañ kizidikoc'h deus ar c'hudennoù sokial evit deus ar fent du ez eus riskloù ez afe hemañ e fulor, ha marteze e tapo unan deus ar vanifesterien faos ur skouarnad digantañ !

2015
Référence : DISENT p111

N'eo ket dister kudenn ar c'hirri parket war lec'h an degouezh.

2015
Référence : DISENT p85

Penaos e vez evezhiet ha diwallet al lec'h : kameraioù, vijiled, porrastell a c'hallfe degas ur gudenn, kleier-galv, orjal-dreinek ha dorioù-tredan, troiadoù-evezhiañ ar boliserien, pegeit zo d'ar c'homiserdi tostañ evit gouzout an amzer ho po a-raok ma en em gavfe ar polis war al lec'h, pe, er c'hontrol, a-benn pegeit e teuy d'ho sikour ma trofe fall an traoù abalamour da enebourien feuls...

2015
Référence : DISENT p74

Dreist pep takad gris ar stourm difeuls e vez kavet [e kaver] kudenn an distruj madoù.

2015
Référence : DISENT p65

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux