kudenn
E 1876 en deus Barrois goulakaet, evit diskoulmañ kudenn ar c'herreg estren a gaver war aodoù Breizh, e vefe bet degaset ar c'herreg-se war skornennoù war-neuñv, da vare skornegoù meur ar Pevarhoalad.
— « Petra ’zo c’hoarvezet, va nized ? » — « Ne ouiemp ket, ne ouiec’h ket… » — « Ni ’grede deomp… » — « Setu aze ur gudenn ! »
- Karout a rafen dirouestlañ ar gudenn : an ere a zo etre tan va c'hig hag ar gweledigezhioù-se ; a vez hentet gante va nozvezhioù.
Sammet e oa, avat, gant kudenn e wad e-keñver ar vaouez.
Bez' ez eus, war a lavarer, dre ar bed bras, levrioù hag oberoù, a-vil-vern, hag ar [sic] zispleg ar gudenn fraez[h] hag anat, pa ne venegont nemet ar garantez... karantez ar c'hig... karantez an den ouzh ar vaouez, a lavare ur wech bennak ar breur Arturo.
Lestrañ ha dilestrañ ar marc'hadourezh a zeu neuze da vezañ ur gudenn.
Gourvezet oan, deut oan a-benn da skarzhañ kudennoù ar present perfect diouzh ma spered, santout a raen ma nerioù o tistegnañ pa voen degaset en-dro war-du ar prederioù diavaez gant risk-risk-risk ar bal houarn war al leurenn simant : ar wech-se e roas din an trouz un tamm poan-benn hag e teuas en-dro d'am spered, displijus, an emc'houlenn eus ar mintin.
Bez' e oa atav gant he gwallzarvoudoù hag he mammoù-a-familh flastret, ha kudennoù ar monedone war an hentoù bras.
Kleier an iliz lec'hiet en un doare ken pleustrek e-kichen ti an noter a sonas c'hwec'h eur, m'edo c'hoazh o turiañ ar gudenn.
N'eo ket dister kudenn ar c'hirri parket war lec'h an degouezh.
Penaos e vez evezhiet ha diwallet al lec'h : kameraioù, vijiled, porrastell a c'hallfe degas ur gudenn, kleier-galv, orjal-dreinek ha dorioù-tredan, troiadoù-evezhiañ ar boliserien, pegeit zo d'ar c'homiserdi tostañ evit gouzout an amzer ho po a-raok ma en em gavfe ar polis war al lec'h, pe, er c'hontrol, a-benn pegeit e teuy d'ho sikour ma trofe fall an traoù abalamour da enebourien feuls...
Dreist pep takad gris ar stourm difeuls e vez kavet [e kaver] kudenn an distruj madoù.
"Kudennoù zo gant Fanis, a fell dit lavarout?" a c'houlennan outi, nec'het.
Ma c'hoarvez d'un den o tremen bezañ kizidikoc'h deus ar c'hudennoù sokial evit deus ar fent du ez eus riskloù ez afe hemañ e fulor, ha marteze e tapo unan deus ar vanifesterien faos ur skouarnad digantañ !
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
kudennad