I.
1. Strollad tud a vev a-gevret hag o deus lazoù (pe madoù zoken) boutin etrezo.
Kumuniezh Emmaüs. Ur gumuniezh labour. Bevañ e kumuniezh.
&
Ar gumuniezh vreizhat.
Ar gumuniezh vroadel : ar vroad.
2. Ent strizh
Strollad leaned pe leanezed a vev en ur gouent, ur manati, h.a.
Kumuniezh Landevenneg. Ur gumuniezh leanezed.
DHS. urzh.
&
Kumuniezh-kêr : stroll kumunioù bodet en-dro d'ur gêr vras evit merañ a-gevret gwazadurioù zo boutin d'an holl anezho.
Kumuniezh-kêr Brest.
3. Kumuniezh Europa, Kumuniezh Armerzhel Europa : anvioù kent Unaniezh Europa.
II.
Stad, perzh ar pezh zo boutin, kumun etre izili ur strollad.
Kumuniezh ar madoù.