Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. Strollad tud a vev a-gevret hag o deus lazoù (pe madoù zoken) boutin etrezo. Kumuniezh Emmaüs. Ur gumuniezh labour. Bevañ e kumuniezh. & Ar gumuniezh vreizhat. Ar gumuniezh vroadel : ar vroad. 2. Ent strizh Strollad leaned pe leanezed a vev en ur gouent, ur manati, h.a. Kumuniezh Landevenneg. Ur gumuniezh leanezed. DHS. urzh. & Kumuniezh-kêr : stroll kumunioù bodet en-dro d'ur gêr vras evit merañ a-gevret gwazadurioù zo boutin d'an holl anezho. Kumuniezh-kêr Brest. 3. Kumuniezh Europa, Kumuniezh Armerzhel Europa : anvioù kent Unaniezh Europa. II. Stad, perzh ar pezh zo boutin, kumun etre izili ur strollad. Kumuniezh ar madoù.

Skouerioù istorel : 
1
Kuzhat roll ar skouerioù

Ar garantez c'hlan-se, daoust hag iskis, a oa e dra-eñ, e deñzor-kuzh. Ha, dezhañ bevañ e kumuniezh, n'en doa ket d'he c'henlodañ gant den.

1949
Daveenn : SIZH p.58

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial