ararz [lenn : "arazr"]
arar
arar
Disgwel dezho, hag int dalc’hmat en o c’hichen, e soublent d’an douar a-unan ganto ; ganto e talc’hent hael an alar, fust ar bigell, troad ar wigned ; boulc’hañ an irvi ganto ha dizouc’hañ a raent ; lavnenn ar falc’h a stokent ouzh koloennoù an heiz ha, keit ha ma pade an eost, e skuilhent e kalon ar baotred hag ar merc’hed levenez ha kan.
Un darn anezho, damesaet, a vev er peurvanoù hag a ro d’ar Vroad Illur o laezh, o gloan, o lêr, o c’hig hag o c’herniel ; ar re-all, pleustret ha desket, a denn hec’h ogedoù hag hec’h eler, a stlej he c’hirri-emgann, he c’hirri-samm, he c’hirri-bale, a zoug he brezelourien a stourmad da stourmad hag a drec’h da drec’h.
arar
erer
eler
arer
eler
erer
arar
Bremañ emañ amzer ar moto, an oto, ar vilo, ar c’harr-nij, ar marc’h-du, ar marc’h-dre-dan. Evit ar marc’h pevarzroadek, ’m eus aon ne vo mui kavet implij dezhañ bremaik nag ouzh karr nag ouzh alar ; implij e ti er c’higer [sic, "e ti ar c’higer"], ne lavaran ket.
Mots précédents
Mots suivants
araskl