Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. Kinkladur penn plañsonet e doare ur c'helc'h. Plañsonañ ur gurunenn. Ur gurunennad bleunioù. & Arouez an trec'h. Ur gurunenn lore. 2. Kinkladur-penn zo anezhañ ur pezh orfeberezh kelc'hiek a arouezier aotrouniezh ur rieg gantañ. Kurunenn (duged) Breizh. Dougen ur gurunenn. [1954] A-drugarez d'am mamm, gwisket eus ar c'haerañ e oa va zud gant kozh goueledennoù ruz-tan pe c'hlas, pallennoù-gwele ha liboudennoù all a bep seurt liv, kurunennoù hag hobregonoù paper alaouret evit ar Rouanez. & Dre ast. Rieg. Pet kurunenn a oa en interamant ? & Aotrouniezh ur rieg. Broioù distag diouzh ar Gurunenn saoz. & Trl. Ober dilez eus e gurunenn : dilezel e garg a roue. 3. Kurunenn spern : kurunenn a voe lakaet war penn ar C'hrist, roue ar Yuzevien, evit e c'hoapaat. 4. A-wechoù, dre heveleb. Kern manac'h. Kurunenn ar gloer. 5. Dre skeud. Arouez an trec'h, ar verzherenti. Resev ur gurunenn a c'hloar. Ar gurunenn a verzherinti. [1878] Va breudeur beleien, / Nevez-merzheriet, / O deus o c’hurunenn / ’Barzh en eñv kemeret [.] 6. Trl. skeud. Eus ar gurunenn : eus an dibab. Marc'hadourezh eus ar gurunenn. 7. Kurunenn an dant : al lodenn anezhañ zo er-maez eus ar munsunoù.

Exemples historiques : 
24
Masquer la liste des exemples

kurun

1499
Référence : LVBCA p128 (couronne)

kurun roe pe impalaer

1499
Référence : LVBCA p101, 128, 158, 177 (couronne de roy ou d-empereur)

kurunennoù

1850
Référence : GON.II pg kurun, kurunen (Couronne, ornement en forme de cercle qui entoure la tête. Diadème, sorte de bandeau qui était la marque de la royauté chez les anciens. Pl.)

Gwelet em eus ar roue gant ar gurunenn war e benn.

1850
Référence : GON.II pg kurun, kurunen (J'ai vu le roi avec la couronne sur la tête).

kurunenn

1850
Référence : GON.II pg kurun, kurunen (Couronne, ornement en forme de cercle qui entoure la tête. Diadème, sorte de bandeau qui était la marque de la royauté chez les anciens).

Breizhiz, gwir vreudeur kalonek, / Mougomp an drouk dre ober mat, / En em skignomp holl e pep prad / Da gutuilh bleuñv a'r re gaerañ, / D'ober ul labour ar gwellañ, / D'ober da Vreiz kant kurunenn, / Ha pa ve fuc'h er c'hozh kelien !

1867
Référence : MGK p115

Ul lommig dour, a vez roet / D’an emzivad, en e sec’hed, / A dal, hervez lavar Jezuz, / En neñv ur gurunenn skedus.

1877
Référence : EKG.I. p.28

Va breudeur beleien, / Nevez-merzheriet, / O deus o c’hurunenn / ’Barzh en eñv kemeret : / Me ho ped, va Jezuz, / Da reiñ din o c’halon, / Ma arruin ’kichen o zron.

1878
Référence : EKG.II p.252-253

kurunenn

1909
Référence : BROU p. 220

Laeret eo bet diganeomp an eil warlerc'h egile hon frankiz a bobl hag hon gwirioù ha frankizioù a rannvro; torret hag adtorret eo bet lizher-feur 1532 a gratae d'hon Bro he librentez hag he frankizioù, gant ul lez-veur diouti hec'h-unan hag ar gwir da gaout war he ardamezioù, pa n'he doa ken eur gurunenn glok, eur boned erminig kelc'hiet a aour.

1911
Référence : PSEP p III

Ervat o anavezomp : tantadoù a enaouent gant avaloù-pin ; gwrizioù ha louzaouennoù yec’hedus a glaskent ; bleunioù a gutuilhent d’o flezhenniñ e kurunennoù ha garlantezennoù ; ar bravañ amprevaned askellek a bakent ; krugelloù-merien a zispennent da gerc’hat vioù merien d’ar c’hilhog-gouez bras ha d’an evned all.

1923
Référence : SKET p.40

An hirc’heotennoù, dre ma ’z aent hebiou, a stoue, ha, dambleget o c’horzennoù, e troe outo ar bleuñvennoù o c’hurunennoù lorc’hek.

1923
Référence : SKET p.60

Kurunennoù elv-gwenn (leukinoi) roet d’ar c’hoprsoudarded kalonekañ, ibid. ; graet ganto er gouelioù lidet en enez Rhod en enor da Helios, S. Reinach, Phaéton, p. 2, n. 2 (tennet diwar Rev. de l’Hist. des Religions, 1908).

1924
Référence : SKET.II p.53, Notenn 1

Kurunennoù pluñv en o fenn, garlantezioù bleuñv en o c’herc’hen ez a ganto an holl zervez da ganañ ha da gorolliñ ouzh son al lourenn hag ar fleütoù (4).

1924
Référence : SKET.II p.72

kurunennoù sked

1931
Référence : VALL pg auréole

kurunenn sked

1931
Référence : VALL pg auréole

Houva Mon, an Arc’hdrouiz, a oa un den kozh hael, blev gwenn, ur gurunenn derv war e benn, ur c’houzougenn aour war e sae wenn kann.

1944
Référence : EURW.1 p.114

D’ar mare ma komzan, e oa komis hent-houarn e Vitry, hag e wreg a oa marc’hadourez kurunennoù-bezioù.

1944
Référence : EURW.1 p.98

Bremaik, dres e-giz ma voe livet, un drugar, gant Murillo, an arzour meur, eo tarzhet dirak e selloù, e-kreiz un nijad aeledigoù kuilh ha noazh, ar Werc’hez dibec’hed, gant he zreid benniget war gresk al loar, he daouarn juntet ganti war he c’halon, he selloù goursavet ; ha ken azeulus he dremm, e stern kurunenn he fennad blev fuilhet war he diskoaz !...

1949
Référence : SIZH p.38

A-drugarez d'am mamm, gwisket eus ar c'haerañ e oa va zud gant kozh goueledennoù ruz-tan pe c'hlas, pallennoù-gwele ha liboudennoù all a bep seurt liv, kurunennoù hag hobregonoù paper alaouret evit ar Rouanez.

1954
Référence : VAZA p.25

Met kerse bras ’oa ganin, rak daoust ha ma veze lidet he gouel an deiz-se, ar c’hwec’h-warn-ugent a viz Gouere, n’he devoa ket gallet va mamm dont en kêr da lakaat ar gurunenn gentañ war va fenn.

1954
Référence : VAZA p.38-39

Neuze 'vat e redis da vete Soaz Sapeur, ha lakaat a ris war he barlenn va samm levrioù hag ur bern kurunennoù lore, alaouret pe arc'hantet.

1954
Référence : VAZA p.62

Bez’ e oa e penn a-raok ar vag ur pikol morverc’h arc’hantet o sevel d’an nec’h etre he divrec’h noazh ur gurunenn aour a lugerne dindan lagad an heol.

1954
Référence : VAZA p.131

Un dro bennak, gwall abred diouzh ar beure – n’am boa ket zoken peurbaket va lein – en em gavis dirak un oristal a baotr, studier er Skol-Veur, ur gwaz stipet kaer mar boe den, gant ur vantell soudard glas-gwer, ha war bep skoaz ur gurunenn arc’hant ha pikoloù lizherennoù N.A.II (anv an Impalaer) evel pa vije bet ur jeneral pe d’an nebeutañ ur c’horonal.

1955
Référence : VBRU p.61

L'Office public de la langue bretonne