Pellgargañ ar gerioù kar digurunennañ kurun kurunennad kurunidigezh kuruniñ
kurunenn
Laeret eo bet diganeomp an eil warlerc'h egile hon frankiz a bobl hag hon gwirioù ha frankizioù a rannvro; torret hag adtorret eo bet lizher-feur 1532 a gratae d'hon Bro he librentez hag he frankizioù, gant ul lez-veur diouti hec'h-unan hag ar gwir da gaout war he ardamezioù, pa n'he doa ken eur gurunenn glok, eur boned erminig kelc'hiet a aour.
Ervat o anavezomp : tantadoù a enaouent gant avaloù-pin ; gwrizioù ha louzaouennoù yec’hedus a glaskent ; bleunioù a gutuilhent d’o flezhenniñ e kurunennoù ha garlantezennoù ; ar bravañ amprevaned askellek a bakent ; krugelloù-merien a zispennent da gerc’hat vioù merien d’ar c’hilhog-gouez bras ha d’an evned all.
Bremaik, dres e-giz ma voe livet, un drugar, gant Murillo, an arzour meur, eo tarzhet dirak e selloù, e-kreiz un nijad aeledigoù kuilh ha noazh, ar Werc’hez dibec’hed, gant he zreid benniget war gresk al loar, he daouarn juntet ganti war he c’halon, he selloù goursavet ; ha ken azeulus he dremm, e stern kurunenn he fennad blev fuilhet war he diskoaz !...
Neuze 'vat e redis da vete Soaz Sapeur, ha lakaat a ris war he barlenn va samm levrioù hag ur bern kurunennoù lore, alaouret pe arc'hantet.
Bez’ e oa e penn a-raok ar vag ur pikol morverc’h arc’hantet o sevel d’an nec’h etre he divrec’h noazh ur gurunenn aour a lugerne dindan lagad an heol.
Un dro bennak, gwall abred diouzh ar beure – n’am boa ket zoken peurbaket va lein – en em gavis dirak un oristal a baotr, studier er Skol-Veur, ur gwaz stipet kaer mar boe den, gant ur vantell soudard glas-gwer, ha war bep skoaz ur gurunenn arc’hant ha pikoloù lizherennoù N.A.II (anv an Impalaer) evel pa vije bet ur jeneral pe d’an nebeutañ ur c’horonal.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
kurunennad