Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
4
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V.k.e. 1. [1659] Lakaat ur gurunenn war penn ub. Kuruniñ ub. a lore. 2. [1659, 1732] Anavezout (ub.) da roue, dug, h.a., e-doug ul lid ma lakaer ur gurunenn dezhañ war e benn. Kuruniñ ur rouanez. Dont a reas ar Pab d'e guruniñ. E guruniñ a rejont a spern. 3. Loreañ. Ar pezhig-c'hoari-se zo bet kurunet. Ne vo kurunet nemet an hini en do stourmet kalonek. 4. Dre heveleb. SAVOUR., ARZ [2013] Gronnañ ur savadur pe ul lodenn anezhi gant ur c'hinkladur bnk. e doare ur gurunenn war penn ub. [2013] Kurunet e voe an tour gant garidoù diavaez.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

[«]Hoz em warnisit envat gant sin ar groaz hag ez oc'h asuret a vezañ kurunet en eñv.[»]

1576
Daveenn : Cath p15

kuruniñ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg couronner

kuruniñ

1732
Daveenn : GReg pg couronner

kuruniñ

1732
Daveenn : GReg pg couronner

kurunet

1732
Daveenn : GReg pg couronner

kuruniñ

1732
Daveenn : GReg pg couronner

kuruniñ gant bleuñv, gant lore

1732
Daveenn : GReg pg couronner (de fleurs, de lauriers)

Na ouzer ket c'hoazh pe da goulz e vezo kuruned ar roue

1850
Daveenn : GON.II pg kuruni

Tour iliz ar Folgoad - unan all eus ilizoù hollgaret an dug Yann V -, hag a oa mennet sevel anezhañ diouzh patrom tourioù iliz-veur Kastell da zigentañ, a voe cheñchet an tres anezhañ da zegas patromoù deuet war-wel ouzh tourioù Kemper : kurunennet e voe gant garidoù diavaez dindan ar beg-tour evel e penniliz Kernev ha diwar he skouer ivez e voe gwisket kornioù an tour gant skoazennoù pikernek kement ha diaraogiñ fuadenn piramidenn ar beg-tour.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 18

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial