Ervat o anavezomp : tantadoù a enaouent gant avaloù-pin ; gwrizioù ha louzaouennoù yec’hedus a glaskent ; bleunioù a gutuilhent d’o flezhenniñ e kurunennoù ha garlantezennoù ; ar bravañ amprevaned askellek a bakent ; krugelloù-merien a zispennent da gerc’hat vioù merien d’ar c’hilhog-gouez bras ha d’an evned all.
Pa gavjomp ur bradennad geot hir, gant bleunioù ruz en o zouez, e voemp laouen da c'hellout buntañ hor bag eno evit mont da gutuilh bleunioù, ar pezh a zo rouez-meurbet du-hont, nemet e beg ar gwez e vent, ha dreist-holl evit chom ur pennadig en hor sav evit dirennañ hon divesker.
Ober a ra ur c'hoarzadenn. "A-zevri emaout? Ar c'hegid bras a vez kavet e pep lec'h e bro-C'hres. Ken boutin eo hag ar c'hwervizon a veze kuntuilhet gant hon mammoù."
Panelloù a bed an dud da "gutuilh o lod", ha setu dres ar pezh emañ un toullad familhoù oc'h ober : stouiñ ha sevel a bep eil pe strebotiñ gant panerioù bras re garget, pe bignat ouzh skeulioù a dap betek lein ar gwez avaloù pe ber.
Mots précédents
Mots suivants
kutuilh