Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. Ali. Reiñ kuzulioù mat d'ur mignon. Deuet on a-benn dre e guzul. Gwall guzulioù en deus bet. & (impl. hep gm.) Goulenn kuzul digant ub. 2. (en e furm vihanaat prl.) Diviz a vouezh izel. Kaout ur pennad kuzulig gant ub. & (en e furm lies) Kuzuligoù : chuchumuchu. Ober kuzuligoù. & C'hoari kuzulig : c'hoari stroll ma rank an eil lavaret udb. e pleg skouarn egile tro-ha-tro. & Estl. Kuzulig ! : komzit a vouezh izel ! 3. Trl. Ober udb. e kuzul : hep gouzout da zen. Komz e kuzul. 4. Den a ro kuzulioù. Piv a oa e guzul ? HS. kuzulier. 5. Bodad tud, dilennet pe get, karget da ren, da verañ (un aozadur). Bodañ ar c'huzul. Ar c'huzul-kêr. Ar c'huzul-departamant. Ar c'huzul-rannvro. 6. Bodad tud a bled gant un danvez bnk. Kuzul ar Brezhoneg.

Exemples historiques : 
52
Masquer la liste des exemples

kuzul

1499
Référence : LVBCA p128 (conseill)

[«]Chede Porfirius peheni oa kustod a ene ha ma holl goñfort ha kuzul en holl adversiteoù, zo [kristen] ivez[ !»]

1576
Référence : Cath p22-23

Neuze unan anezhe, gant despid, a respontas : ur c'huzul gailhart evit un impalaer, añsembliñ kellies a zen savant a divers ha pell vroioù evit disputen ouzh ur verc'h yaouank ha debil ha frajil e-lec'h ma'z c'hallse fasilamant unan [a] hor paotred pe lakezed he faezhañ.

1576
Référence : Cath p11-12

M. Pet zo a'n euvroù a drugarez ? D. Seizh spirituel ha seizh korporel. M. Livirit ar re spirituel. D. 1. Kelenn ar re ignorant. 2. Korrijañ ar re a fazi. 3. Reiñ kuzul mat d'ar re o devez ezhomm. 4. Koñsoliñ ar re dezolet. 5. Dougen pasiantamant an injuroù. 6. Pardoniñ an ofañsoù. 7. Pediñ evit ar re vev hag ar re varv hag evit ar re a zeu d'hor persekutiñ. M. Livirit ar re gorporel. D. 1. Reiñ da zebriñ d'ar beorien o devez naon. 2. Reiñ da evañ d'ar re o devez sec'hed. 3. Gwiskañ ar re noazh. 4. Delivrañ ar brizonerien. 5. Vizitañ ar re glañv. 6. Lojañ ar belerined hag an estrañjerien. 7. Enteriñ ar re varv.

1622
Référence : Do. p32 & 34

kuzul tomm ha prest

1659
Référence : LDJM.1 pg (conseil) soudain

kuzulioù

1659
Référence : LDJM.1 pg conseil

kuzul

1659
Référence : LDJM.1 pg aduis, conseil

kemeret kuzul

1659
Référence : LDJM.1 pg consulter

reiñ kuzul da

1659
Référence : LDJM.1 pg conseiller

M. Leveret ar re [an euvroù a drugarez] spirituel? [D.] Kelenn ar re ignorant, / Korrijañ ar re a fazi, / Reiñ kuzul mat d'ar re o deus ezhomm, / Koñsoliñ ar re dezolet, / Dougen patiamant an injurioù, / Pardoniñ an ofañsoù, / Pidiñ evit ar re vev hag ar re varv, hag evit ar re a zeu d'hor persekutiñ.

1677
Référence : GReg p33

goulenn kuzul digant tud fur

1732
Référence : GReg pg consulter (demander avis à des gens sages & experimentez)

kuzul

1732
Référence : GReg pg avis (avis, conseil, avertissement), conseil (avis qu'on prend, ou, qu'on reçoit sur quelque affaire), (qui donne conseil), consultation (d'Avocats, consulte de Medecins)

komps e kuzul

1732
Référence : GReg pg (parler) bas

kuzulioù

1732
Référence : GReg pg conseil (avis qu'on prend, ou, qu'on reçoit sur quelque affaire)

reiñ kuzul

1732
Référence : GReg pg (donner) conseil

goulenn kuzul

1732
Référence : GReg pg (donner) conseil

kemer kuzul digant

1732
Référence : GReg pg (prendre conseil (de)

kuzulioù fur

1732
Référence : GReg pg (de sages) conseils

kuzul diempenn

1732
Référence : GReg pg conseil (imprudent)

gwall guzul

1732
Référence : GReg pg conseil (imprudent)

kuzul dievezh

1732
Référence : GReg pg conseil (imprudent)

ar c'huzulioù santel eus an Aviel

1732
Référence : GReg pg (les) conseils (Evangeliques)

neb a ro kuzul

1732
Référence : GReg pg conseiller (qui donne conseil), consultant

neb a c'houlenn kuzul digant ur re

1732
Référence : GReg pg consultant (qui demande conseil)

neb a gemer kuzul, ali, digant ur re

1732
Référence : GReg pg consultant (qui demande conseil)

kant ha kant tra a leveront e kuzul

1732
Référence : GReg pg (ils se) disent (cens choses à l'oreille)

Hennezh eo ar c'huzul em eus da reiñ deoc'h

1850
Référence : GON.II pg kuzul

kuzulioù

1850
Référence : GON.II pg kuzul

Komzañ e kuzul

1850
Référence : GON.II pg kuzul

Eno, ganto raktal kuzul a zigoras ; / Hag ar priñs d'an tri all diwar-benn ar re vras, / Diwar-benn ar poanioù a stag outo bemdez, / Lavaras meur a dra.

1867
Référence : MGK p79

Ar goulm, pa voe distro, / A lavar petra zo ; / Hag an tri-mañ a-fo / 'Zigor kuzul etrezo.

1867
Référence : MGK p47

Me, evit mont da di ar person nevez, em eus graet ur wenojenn dre an daou bark a zo amañ, rak lavaret a rae din n’oa ket ar boan diskouez da zen e veze ken alies kuzul etre me hag eñ.

1877
Référence : EKG.I. p.115

Lavaret a reas d’ar bobl a yoa e toull-dor an eskopti : — It pep hini d’e gêr, va bugale vat, mont a ran da c’houlenn kuzul digant va vikeled-vras, ha digant tud vat all a zo amañ en eskopti.

1877
Référence : EKG.I. p.12

Ya, Jaouen ; setu amañ petra am beus soñjet : Te a yelo da Vrest, eno ez i da di ar c’homiser hag e tenni da baperoù evit mont da Vro-Saoz da gerc’hat glaou-douar, pe draoù all ; goulenn digant ar pennoù kentañ petra ve ar gwellañ dit da zigas ganez evit diroudañ anezho ; gra ganto da zen nec’het ; lavar ec’h eus mil boan oc’h esa bevañ da wreg ha da vugale, hag e c’houlennez kuzul diganto evit gellout ober evit ar gwellañ.

1877
Référence : EKG.I. p.216

Ne c’hellan ket lavaret deoc’h ar sakreoù nag ar mallozhioù a voe neuze laosket el lec’h ma ne gleved a-ziagent nemet kuzulioù mat, meuleudioù Doue ha kanaouennoù santel.

1877
Référence : EKG.I. p.210

War bord ar mor o doa c’hoazh marteze muioc’h a ijin an dud, eget en douar bras, evit gellout mont da gaout o beleien, da c’houlenn diganto kuzul evit en em dennañ dibec’h euz a-greiz kement-all a draoù fall, ha digas nerzh d’o eneoù evit harpañ ouc’h fallagriezh an droukspered, dislonket gant an ifern da zaoniñ an dud war an douar.

1877
Référence : EKG.I. p.93-94

‘Barzh ar Groaz neve[z] na gavfet nemet ho prasañ mad : Alioù kristen evit lâret dac’h petra vo ar gwellañ d’ober ; keloioù deus pevar c’horn ar vro ; buhe[zi]o[ù] ha gwerzio[ù] ar Sent da sevel ho kalon war-zu Doue ; kuzulio[ù] ha kelenno[ù] war al labour-douar ; hag, evit diduañ an amzer, sonio[ù] ha marvailho[ù] deus ar re fentusa[ñ].

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1

Evit derc'hel kuzul, ken lies ha ma vezo ezhomm, war bep tra ma da skoazelliñ ar vro hag ar sepred barzhek ; evit an emglev, war bezh a sell ouzh lidoù ar Gorsedd digor ; evit barn ar c'hederien, hag ur Barzh bennak mar'z eus ezhomm ; evit dibab ha goulenniñ ar Varzhed nevez.

1909
Référence : REZI p. 10

Mouezh ar re Varv am eus selaouet ha war ar c’huzul anezho em eus boulc’het al labour.

1923
Référence : SKET p.81-82

O gwerzhet n’em eus ket d’an estren ; bet on dezho ur skor, ur c’huzul, ur skoed-gwareziñ.

1923
Référence : SKET p.71

Paotred ha merc’hed holl int en em unanet en ti Jaketa, c’hoar Erwan, hag eno, goude ali ha kuzul, e oa bet kemennet da bep hini klask tu pe du da waskañ Janedig, da flastrañ al lorc’h a oa enni. Met penaos, penaos ?…

1925
Référence : BILZ2 p.155

kuzul

1931
Référence : VALL pg avis

mont da ub. dre guzulioù

1931
Référence : VALL pg agir (sur qqn, par des conseils, etc)

Heuliañ a reas an daou soudard kuzul an ofiser ha skeiñ war-du Fontainebleau.

1941
Référence : ARVR niv.6, p4

Bez' he doa ivez kalz a filhored hag a filhorezed ; skrivañ a reas dezho lizheroù leun a alioù mat hag a guzulioù fur.

1944
Référence : EURW.1 p14

E studi ma zad e oa Sul-gouel-pemdez un dibun a dud -a bratikoù- o tont da glask kuzul war o aferioù luziet, pe da ober ur « merk » bennak.

1944
Référence : EURW.1 p18

E kuzul, dezhañ 'm eus lâret / E oar ar person, moarvat, / War-zu pe repu eo skaret / An trubard, tec'het a-rat.

1960
Référence : PETO p33

P'am eus echu ma c'hefridi, / Pa ne sentit ouzh ma c'huzul, / Pa n'ho spont an emsavidi / Ha, d'ho klac'har, pa n'eus muzul, / Diouzhoc'h 'ta, 'n ur huanadiñ, / Ez an bremañ da gimiadiñ.

1960
Référence : PETO p63

Aotrou person, 'maon o paouez / Klevout kuzul 'tre div vaouez, / Ganto kaoz e pleg o skouarn / Eus gwidreoù kamm al louarn.

1960
Référence : PETO p29

Divadeziñ ur straed, ur savadur, panelloù-heñchañ; adplantañ ha hadañ e-lec'h ma rank tremen un hent-tizh; adsevel traoù war douaroù a rank bezañ dilezet abalamour d'ur raktres euzhus; vomit in -mont da sellet ouzh emvod ur c'huzul departamant da skouer, hag en em lakaat da zislonkañ pa vez divizet un dra euzhus-; nac'h degemer un enor -ur priz pe ur vedalenn-; skuilhañ teilh [teil] pe follennoù bruderezh; chom war yun a-wel d'an holl.

2015
Référence : DISENT p57-58

Arguzennoù, fedoù, chomlec'hioù ha niverennoù pellgomz, eurioù digeriñ ha serriñ, deiziataerioù a-wechoù, skrivet enne pelec'h ha pegoulz e vo gwelet penn-bras-mañ-penn-bras peotramant pegoulz en em vodo kuzul embregerezh-mañ-embregerezh pe kuzul meur an aksionerien...

2015
Référence : DISENT p73

Setu poell [abeg] ar pezh a veze anvet gwechall "kuzul al labourerien" pe soviet, koulz, ha poell [abeg] an emverañ evel-just.

2015
Référence : DISENT p58

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux