Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. Bodadeg ma c'houlenn an eil re all ar re all a-benn dirouestlañ kraf pe graf. Kuzuliadegoù an tiegezh. Kuzuliadeg ar bloaz 57 a zivizas ober brezel d'ar Romaned. Kuzuliadeg Yalta. 2. Bodadenn vroadel karget da sevel ur vonreizh pe d'he c'hemmañ. Ur guzuliadeg karget da sevel ur Vonreizh nevez. & Ent strizh Istor Ar vodadenn seurt-se savet e 1792 e-pad an Dispac'h Bras. Kentañ gread ar guzuliadeg a voe lemel ar roueelezh.

Exemples historiques : 
4
Masquer la liste des exemples

En tu-hont d’ar Vinolandon, war ar [c'h]lann-hont eus ar mor Adria, em eus gweladennet an Hellas, e-lec’h e kresk ar gwez fiez ha lore ha ma vez enoret ar furnez ha pleustret ar ouiziegezh gant ar vroiz anezhi, tud kenedek o dremm, kreñv o izili, kadarn en emgann ha helavar er guzuliadeg.

1923
Référence : SKET p.13

Pa guiteis, ez yaouank c’hoazh, bro al Lingoned da heul mab uhelwad Albiorix, ez oa eus an tiad-tud-se, a-gevret gant an tad, c’hwezek paotr e barr o oad a dalveze kement ha kant war an emgannlec’h pe er guzuliadeg, c’hwec’h plac’h ha tregont hogos holl yaouank, gant tost da hanter-kant a vugale.

1923
Référence : SKET p.21

Na roit dezhañ da bried nag ho c’hoar, nag ho merc’h, nag ho karez, ha na aotreit ket e veskfe e wad gant hoc’h hini, e trofe da fall an dud yaouank dre brezegennoù ha largentezioù, e savfe e vouezh e kuzuliadegoù an tiegezh, e bodadegoù ar boblad.

1923
Référence : SKET p.53

Balzamet gant preder, ra chomo gant ar re vev, ra vlenio kuzuliadeg ar rouanez, ra glevo kelenn digantañ ar roue-meur e kement enkadenn a c’hallfe dont warnoc’h !

1923
Référence : SKET p.123

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux