Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Formes fléchies : 
4
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. V.g. Komz izel-izel hep fiñval nemeur an diweuz. 2. V.k.e. Lavaret udb. a vouezh izel e pleg skouarn ub. Dont a reas ar pezh fallakr-se da guzulikat e gentel e pleg skouarn an daou baotrig.

Exemples historiques : 
3
Masquer la liste des exemples

kuzulikat

1931
Référence : VALL Rakskrid p XXV

Hag e-keit m’edo an Impalaer ken tost din, o verat dibaouez ha marteze hep gouzout dezhañ ur boned kreoñ gwenn astrakan war e varlenn, e vijen bet manet gant va genou digor[-]bras mar bije deut un tenner planedennoù da guzulikat e pleg va skouarn « Sell ouzh hennezh, va faotr, ha sell ervat, rak e gopr e vi gantañ kent na vo pell, ha touiñ a ri war le da vezañ leal da viken en e geñver ».

1954
Référence : VAZA p.160-161

Dont a reas e ezvezañsoù hir-eston da vezañ anavezet gant an holl ha pa zeue en-dro e-touez an dud e kroge ar wazed da guzulikat an eil ouzh skouarn egile, da dremen hebiou dezhañ en ur skrignal pe da sellout outañ gant daoulagad yen hag eferus, evel ma vijent mennet da gavout e sekred.

2015
Référence : POLDG p. 224

L'Office public de la langue bretonne