Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

[1732, 1929] Gant rat, gant ur youl greñv. [1929] Hon daouarn deomp, bet peurlouzet ganeomp a-ratozh-kaer evit diskouez d'hor mestr e labouremp. HS. a-benn-kaer, a-ratozh-vat.

Exemples historiques : 
7
Masquer la liste des exemples

a-ratozh-kaer

1732
Référence : GReg pg (de propos) deliberé

a-ratozh-kaer

1732
Référence : GReg pg (tout de) bon (à dessein)

a ratoz caër

1732
Référence : GReg pg gaité (De gaieté de coeur, de propos deliberé, sans sujet.)

Ar paourkaezh ki-mañ - treut-gagn en deizioù kentañ m'edomp-ni degouezhet e Berrtomm - a lammas ouzhimp en ur fistoulat e lost hag en ur chilpat da lipat hon daouarn deomp, bet peurlouzet ganeomp a-ratozh-kaer evit diskouez d'hor mestr e labouremp, en desped ne yoa den ebet o lakaat evezh warnomp.

1929
Référence : SVBV p6

Me, a-ratozh-kaer, a rae kont gant ar gantrerien-mañ ; d'ar Sadorn, da bred lein, e oa ma c'homisien ha ma skolaerien mouzhet ha mut ; diskouez a raent dre o geizioù an dispriz o doa evit ar ragacherien hag ar chakerien blouz.

1944
Référence : EURW.1 p83-84

Goude lein e voe un dalc'h all, gant an hevelep re, nemet e oa deut ouzhpenn un aotrou sec'h ha treut, livitennet, toket-uhel, heñvel ouzh ur pastor protestant, ul lunedoù aour war e fri ; hemañ 'oa deut a-ratozh-kaer eus Dublin, kêr-benn Iwerzhon, da zigas salud e vro, ha da bediñ brogarourien Vreizh da zont d'ur c'hendalc'h hollgeltiek a oad oc'h aozañ eno a-benn bloavezh ar c'hant.

1944
Référence : EURW.1 p68

Diouzh ma kleven, mont a rae alies e unan penn da vale kêr gant e varc’h-houarn, evel an disterañ eus e sujidi, met rankout a rae e varc’h bezañ ur pikol hini, graet a-ratozh-kaer evitañ, rak biskoazh n’am eus gwelet hag emichañs biken ne welin brasoc’h den egetañ.

1954
Référence : VAZA p.168-169

L'Office public de la langue bretonne