E mezher du eus ar c’hentañ e veze graet kerkoulz-all kaerañ dilhad ar merc’hed, plac’hed yaouank pe wragez, ha zoken o zavañjer, kalz bihanoc’h eget an hini d’ar pemdeiz, met gant dantelezh e-leizh warnañ, lietennoù sked-disked, lagadennoù seiz pe voulouz ouzh pep godell : en ur ger, touet ho pije ne oa ket al liboudenn ouesk-se ur « fanfurluchenn » da vont gwech ha gwech-all d’ur vadeziant, d’un eured pe d’ur prosesion, met un draig aozet a-ratozh da gas d’ur mirdi.
Ar gweudoù hepken a vezo kavet el levr-mañ. An hini en deus c'hoant gouzout muioc'h diwar-benn istor ar yideg hag e lennegezh [...] a c'hello atav lenn ar pennadoù a-ratozh hag an notennoù puilh a oa bet savet evit embannadur 2005.
Un toullad teltennoù evit tud dilojeiz savet war ribl ur ganol e-lec'h ma red dour sklas, ul leur-doenn e-kichen an islonk, un doenn pe ur c'havr-houarn aloubet, ur stourmer kraper staget a-istribilh ouzh ur pont ... setu skouerioù evit en em lakaat en dañjer a-ratozh hag a sikour kendivizout gant an enebourien.
"Petra eo se, a-ratozh e rez?" a c'houlennan outi. "Reiñ din an holl doareoù fall e-kerzh ar pred. Ha c'hoazh pa vijent doareoù fall evit gwir, kompren a-walc'h a rajen. Met aze eo ur sorc'henn ez eo."