[1850, 1911] Mennad zo c'hoant kas da benn.
[1850] Va ratozh eo. Gouest eo da seveniñ un hevelep ratozh. Ar ratozhioù kaer edo e soñj kas da wir.
HS. mennozh.
&
[1931] Bezañ e spered hag e ratozh gantañ : ober udb. diwar e ziviz, hep bezañ bet rediet.
&
Ober udb. dre e ratozh : o c'houzout ervat.
Difennet eo lenn, pe selaou lenn zoken, dre e ratozh, levrioù lik.
&
Bezañ udb. en e ratozh : bezañ c'hoantek d'e ober.
Se ne oa ket en ho ratozh, moarvat ?
&
[1850] Hep ratozh : hep bezañ soñjet er pezh emeur oc'h ober, o paouez ober pe e soñj ober.
&
Hep ratozh din, dit, h.a. : hep gouzout din, dit.
HS. diviz, pal (gourel).
&
Kemer e ratozh : ober e soñj.
Spi hon eus e kaerder hon c'henstriv ken uhel ar ratozh anezhañ.
Spi hon eus en kaerder hon c'henstriv ken uhel ar ratoz anezan.
1911
Référence :
PSEP
pIX
Er vroad-se ez eus ijinourien gaer, kelennet gant an doueed, a oar o dorn plegañ an arem hag ar mein kaletañ diouzh ratozh o spered, da stummañ anezho e korfoù paotred ha merc'hed a lavarfec'h bev-buhezek, gant e verv o dremm en o fenn, ma n'eus ken enno a ziouer nemet ar vouezh.
Er vrôad-ze ez eus ijinourien-gaer, kelennet gand an doueed, a oar o dourn plega an arem hag ar mein kaleta diouz ratoz o spered, da stumma anezo e korfou paotred ha merc'hed a lavarfec'h beo-buhezek, gant e verv o dremm en o fenn, ma n'eus ken enno a ziouer nemet ar vouez.