Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

[1850, 1911] Mennad zo c'hoant kas da benn. [1850] Va ratozh eo. Gouest eo da seveniñ un hevelep ratozh. Ar ratozhioù kaer edo e soñj kas da wir. HS. mennozh. & [1931] Bezañ e spered hag e ratozh gantañ : ober udb. diwar e ziviz, hep bezañ bet rediet. & Ober udb. dre e ratozh : o c'houzout ervat. Difennet eo lenn, pe selaou lenn zoken, dre e ratozh, levrioù lik. & Bezañ udb. en e ratozh : bezañ c'hoantek d'e ober. Se ne oa ket en ho ratozh, moarvat ? & [1850] Hep ratozh : hep bezañ soñjet er pezh emeur oc'h ober, o paouez ober pe e soñj ober. & Hep ratozh din, dit, h.a. : hep gouzout din, dit. HS. diviz, pal (gourel). & Kemer e ratozh : ober e soñj.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

ratozh

1850
Daveenn : GON.II pg rât, ratoz

va ratozh eo

1850
Daveenn : GON.II pg rât, ratoz

hep ratozh

1850
Daveenn : GON.II pg rât, ratoz

ratozh

1850
Daveenn : GON.II.HV pg soñj, soñjen

Spi hon eus e kaerder hon c'henstriv ken uhel ar ratozh anezhañ.

1911
Daveenn : PSEP pIX

Er vroad-se ez eus ijinourien gaer, kelennet gant an doueed, a oar o dorn plegañ an arem hag ar mein kaletañ diouzh ratozh o spered, da stummañ anezho e korfoù paotred ha merc'hed a lavarfec'h bev-buhezek, gant e verv o dremm en o fenn, ma n'eus ken enno a ziouer nemet ar vouezh.

1923
Daveenn : SKET p.13

"rat", "ratozh" gg.

1924
Daveenn : SKET.II p.139 « Geriadurig », "pensée, dessein, réflexion".

bezañ e spered hag e ratozh gantañ

1931
Daveenn : VALL pg (avoir son libre) arbitre

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial