Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Adv. [1659, 1732, 1850, 1954, 1960, 2015] Gant rat, dre ma vezer mennet da vat en a-raok. Al levr-se am eus digoret a-ratozh evidoc'h-c'hwi. [1732] Blev frizet a-ratozh. [1850] A-ratozh em eus e lavaret. [1954] [...] en ur ger, touet ho pije ne oa ket al liboudenn ouesk-se ur « fanfurluchenn » da vont gwech ha gwech-all d’ur vadeziant, d’un eured pe d’ur prosesion, met un draig aozet a-ratozh da gas d’ur mirdi. [1960] Pep eskopti a vo renet gant ur prelad bet a-ratozh dilennet. [2015] Ober a-ratozh. II. Stn. [2013] Graet diouzh un dezev, un implij bnk. [2013] An hini en deus c'hoant gouzout muioc'h [...] a c'hello atav lenn ar pennadoù a-ratozh hag an notennoù puilh a oa bet savet evit embannadur 2005. Ar fuzuilhoù a oa bet renket en ur gambr a-ratozh.

Skouerioù istorel : 
24
Kuzhat roll ar skouerioù

a-ratozh

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (a) escient, (de) propos (déliberé)

a-ratozh

1659
Daveenn : LDJM.1 pg a ratos

a-ratozh

1732
Daveenn : GReg pg (a bon) escient (serieusement, à dessein, tout de bon)

blev frizet a-ratozh

1732
Daveenn : GReg pg cheveu(x frisez par artifice)

a-ratozh

1732
Daveenn : GReg pg (de propos) deliberé

a-ratozh

1732
Daveenn : GReg pg (de propos) deliberé

a-ratozh

1732
Daveenn : GReg pg (de propos) deliberé

a-ratozh

1732
Daveenn : GReg pg (a dessein, exprès), expressément

a-ratozh

1732
Daveenn : GReg pg (a bon) escient (serieusement, à dessein, tout de bon)

a-ratozh

1732
Daveenn : GReg pg (a bon) escient (serieusement, à dessein, tout de bon)

a-ratozh

1850
Daveenn : GON.II pg a-ratoz (exprès. expressément. à dessein. avec intention. sciemment. avec réflexion), aratoz, pg rât ou ratoz (expression adverbiale, exprès, à dessein, avec réflexion).

A-ratozh em eus en lavaret.

1850
Daveenn : GON.II pg a-ratoz (Je l'ai dit avec intention, à dessein, exprès).

a-ratozh

1850
Daveenn : GON.II.HV pg aratoz (Voyez "A-ratoz").

An heiz a oa ar c’haerañ a c’halljed da gavout, medet ma ’z oa bet e parkoù bet gounezet a-ratozh evit an doueed, ha dibabet hini-ha-hini an tañvouezennoù anezhañ.

1923
Daveenn : SKET p.61

Nemet, trelatet gant rec’hoantegezh d’ar gounid ha da vadoù ar bed-mañ, a-wel da gaout dezho o-unan, distriv-kaer, glad ha surentez, e trojont kein a-ratozh d’al Lezenn, e lakjont dindan dreid ar gourc’hemennoù anezhi.

1923
Daveenn : SKET p.89

"a-ratozh-vat", "a-ratozh-kaer"

1924
Daveenn : SKET.II p.139 « Geriadurig », "tout exprès".

a-ratozh

1924
Daveenn : SKET.II p.139 « Geriadurig », "exprès, de propos délibéré".

Dre ar skorn hag an erc’h war an douar, e vezemp dalc’het a-ratozh kaer ‘hed ar mintinvezh da c’hoari gant ar fuzul war ar Park-Meurz.

1944
Daveenn : EURW.1 p.196

Goude-se e veze skrivet war ur c'haier tev a-ratozh : ur wech pe ziv am eus bet an enor da welout ma dever eilskrivet war ar c'haier a enor.

1944
Daveenn : EURW.1 p52

E mezher du eus ar c’hentañ e veze graet kerkoulz-all kaerañ dilhad ar merc’hed, plac’hed yaouank pe wragez, ha zoken o zavañjer, kalz bihanoc’h eget an hini d’ar pemdeiz, met gant dantelezh e-leizh warnañ, lietennoù sked-disked, lagadennoù seiz pe voulouz ouzh pep godell : en ur ger, touet ho pije ne oa ket al liboudenn ouesk-se ur « fanfurluchenn » da vont gwech ha gwech-all d’ur vadeziant, d’un eured pe d’ur prosesion, met un draig aozet a-ratozh da gas d’ur mirdi.

1954
Daveenn : VAZA p.31

Pep eskopti 'vo renet ha kelennet Gant ur prelad bet a-ratozh dilennet Gant ar C'huzul-Meur en devo kefridi En an' ar vroiz ac'hano sujidi.

1960
Daveenn : PETO p16

Ar gweudoù hepken a vezo kavet el levr-mañ. An hini en deus c'hoant gouzout muioc'h diwar-benn istor ar yideg hag e lennegezh [...] a c'hello atav lenn ar pennadoù a-ratozh hag an notennoù puilh a oa bet savet evit embannadur 2005.

2013
Daveenn : BERNI p.2

Un toullad teltennoù evit tud dilojeiz savet war ribl ur ganol e-lec'h ma red dour sklas, ul leur-doenn e-kichen an islonk, un doenn pe ur c'havr-houarn aloubet, ur stourmer kraper staget a-istribilh ouzh ur pont ... setu skouerioù evit en em lakaat en dañjer a-ratozh hag a sikour kendivizout gant an enebourien.

2015
Daveenn : DISENT p103

"Petra eo se, a-ratozh e rez?" a c'houlennan outi. "Reiñ din an holl doareoù fall e-kerzh ar pred. Ha c'hoazh pa vijent doareoù fall evit gwir, kompren a-walc'h a rajen. Met aze eo ur sorc'henn ez eo."

2015
Daveenn : EHPEA p30

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial