lañs
lañs a zo
gounit lañs war
kaout al lañs
kaout lañs war
lañs
— « Lakait din ur bara a bemp lur. » Ha dav ["dao"] ! ar varaerez a bouezas ur bara a zek lur, a droc’has un drailhenn vara evit ober al lañs hag a roas anezhañ d’ar vaouez. — « Dal ! setu aze pemp lur. Ha c’hwi ? Ur bara a begement ? » — « Unan a zek. » — « Dal ! setu amañ unan hag a zo ennañ pouez mat gantañ. » — « Hennezh a zo ur bara a bemp lur ! Unan a zek a c’houlennan. »
Gwarizi a vagen ivez outo o vezañ ma 'z aent bemdeiz da di ar skolaer ha dreist-holl abalamour m'o deveze aotre da vale diarc'hen ha dre se, lañs da batouilhat er fank hep aon rak ar c'hailhar ; alies zoken, daoust ha ma veze kalz frankoc'h an traoù gant o c'herent eget gant Biz Kamm hag E-Mari Dremel, ur pennad lostenn vrizh a weled o tifloupañ diouzh ur rog bennak e foñs o bragoù, ha pa vije bragoù mab an Aotrou Maer.
Kerkent e voe klevet an ograou o seniñ. Da gentañ e kridienne ar benveg evel ma fellfe dezhañ diabafiñ ha kemer lañs, ha pa dregernas erziwezh betek leuniañ bolz an iliz gant e son kreñv ha pa stagas seurezed an ospital da ganañ gant o mouezhioù daskrenus e teuas div blac'h un tammig lentik memestra da gemer plas e-kichen Melanie ha da reiñ dezhi he levr-kantikoù
An eil prantad sevel avat, roet lañs dezhañ e 1424, a vo tost peurgaset a-benn diwezh ar c'hantved.
[...] reiñ lañs d'un etrebroadelouriezh nevez er bed a-bezh, da lâret eo ul luskad a stourmoù war-zu ar memes palioù, tra ma tifluke ur preder nevez.
Lañs a zo gant an tremenerezh a-nevez goude korn-tro straed Panepistimiou ha klevout a reomp ur youc'hadeg o tont eus straed Politec'hnio.
Mots précédents
Mots suivants
lañs