I.
V.g.
1. (db. an avel)
Kreñvaat.
Deuet eo an avel da lañsañ.
2. (db. ar mareoù mor)
Brasaat.
Bremañ e lañs ar mor.
3. (db. marc'hadourezhioù zo)
Keraat.
Dec'h e oa lañset ar moc'h bihan.
4. (db. an horolajoù)
Abrediñ.
Lañsañ a ra an horolaj.
5. (db. an dud, al loened)
Kemer e lañs.
Se a vo diouzh an amzer ma lakay da lañsañ.
6. Kregiñ.
Prest eo al labourioù da lañsañ.
1. (db. ar bigi)
Mont war-raok.
E vag ne lañs ket.
8. Mont kuit.
Prest omp da lañsañ.
Da bet eur e oant lañset ?
9. (db. ar plant)
Distummañ.
An evlec'h a oar lañsañ.
II.
A. V.k.e.
1. (db. an ardivinkoù)
Loc'hañ.
Ur c'heflusker diaes da lañsañ. Lañset en doa ar c'harr.
HS. luskañ.
2. Dre ast.
Kregiñ, lakaat da vont en-dro.
Lañsañ ul luskad.
3. Teuler gant nerzh.
HS. delazhiñ.
4. Dre skeud.
[1659] Dislonkañ.
Lañset en deus ar gwin en doa evet.
&
Ent krenn
Kaout c'hoant da lañsañ diwar e galon.
HS. chetiñ, disteuler, rechetiñ.
B. V.k.d.
1. Lañsañ war ub., udb. : kaout lañs war ub., udb.
Lañsañ a ra war e vreur e ment. Ar bagoù all a lañs war da hini.
2. Trl.
Lañsañ war ul labour bnk. : ober ur bountad labour en a-raok a-benn bezañ disammet war-lerc'h.
Ez an da lañsañ un tamm war ma labour.
&
Ent krenn
Na ruzañ pa vezer o labourat. Ar re-nes a lañse !
III.
V. em.
En em lañsañ en udb. : en em deuler d'udb.
En em lañsañ er politikerezh.