Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.g. 1. (db. an avel) Kreñvaat. Deuet eo an avel da lañsañ. 2. (db. ar mareoù mor) Brasaat. Bremañ e lañs ar mor. 3. (db. marc'hadourezhioù zo) Keraat. Dec'h e oa lañset ar moc'h bihan. 4. (db. an horolajoù) Abrediñ. Lañsañ a ra an horolaj. 5. (db. an dud, al loened) Kemer e lañs. Se a vo diouzh an amzer ma lakay da lañsañ. 6. Kregiñ. Prest eo al labourioù da lañsañ. 1. (db. ar bigi) Mont war-raok. E vag ne lañs ket. 8. Mont kuit. Prest omp da lañsañ. Da bet eur e oant lañset ? 9. (db. ar plant) Distummañ. An evlec'h a oar lañsañ. II. A. V.k.e. 1. (db. an ardivinkoù) Loc'hañ. Ur c'heflusker diaes da lañsañ. Lañset en doa ar c'harr. HS. luskañ. 2. Dre ast. Kregiñ, lakaat da vont en-dro. Lañsañ ul luskad. 3. Teuler gant nerzh. HS. delazhiñ. 4. Dre skeud. [1659] Dislonkañ. Lañset en deus ar gwin en doa evet. & Ent krenn Kaout c'hoant da lañsañ diwar e galon. HS. chetiñ, disteuler, rechetiñ. B. V.k.d. 1. Lañsañ war ub., udb. : kaout lañs war ub., udb. Lañsañ a ra war e vreur e ment. Ar bagoù all a lañs war da hini. 2. Trl. Lañsañ war ul labour bnk. : ober ur bountad labour en a-raok a-benn bezañ disammet war-lerc'h. Ez an da lañsañ un tamm war ma labour. & Ent krenn Na ruzañ pa vezer o labourat. Ar re-nes a lañse ! III. V. em. En em lañsañ en udb. : en em deuler d'udb. En em lañsañ er politikerezh.

Skouerioù istorel : 
15
Kuzhat roll ar skouerioù

lañsañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg vomir

lañsañ

1699
Daveenn : Har. pg lansañ (vomir)

Bez' emañ bet e-tailh da vezañ lañset.

1732
Daveenn : GReg pg hazard (Il a couru hazard d'être pendu.)

Stignet eo gwareg an Ao. Doue evit lansañ gant ar bec'herien.

1732
Daveenn : GReg pg arc (Dieu tient son arc bandé sur les pecheurs.)

lañset ar foultr

1732
Daveenn : GReg pg foudre (Lancer la foudre, pp.)

Da eo bet dezhañ bezañ lañset.

1732
Daveenn : GReg pg friser (Il a frisé la corde.)

lañsañ bombez war ur gêr

1732
Daveenn : GReg pg bombarder (jetter des bombes dans une place)

lañsañ un dared

1732
Daveenn : GReg pg darder (jetter de la main un dard, ou un javelot)

lañsañ ur maen, un taol maen

1732
Daveenn : GReg pg élancer (une pierre)

en em lañsañ

1732
Daveenn : GReg pg (s') élancer (se lancer, se jetter)

en em lañset

1732
Daveenn : GReg pg (s') élancer (se lancer, se jetter)

em lañsañ war e adversour

1732
Daveenn : GReg pg fondre (Fondre sur son ennemi.)

em lañset war e adversour

1732
Daveenn : GReg pg fondre (Fondre sur son ennemi, pp.)

lañset

1850
Daveenn : GON.II pg lañsa

lañsañ

1850
Daveenn : GON.II pg lañsa

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial