1. Gwechad kemer lañs.
Bepred ec'h eus roet ul lañsadenn dimp. Ez an d'ober ul lañsadenn : ez an da gemer lañs.
2. Gwechad teuler.
Ober ul lañsadenn mein.
DHS. bannadenn.
3. Gwechad kreskiñ, brasaat.
Mari he deus graet ul lañsadenn vat er bloaz-mañ.
4. Kaouad poan, glaz.
Bez' em eus lañsadennoù e-barzh ma gar.
5. Gwezenn yaouank, eeun ha moan.
Ul lañsadenn dilh.
&
Dre skeud.
Den pe loen uhel ha moan.
DHS. skilfenn, treustenn.
6. (db. ar plant)
Kreskenn.
HS. bountadenn, poulz, taol.
7. Dre skeud.
Neb a grog gant udb., a ro lañs d'udb.
Daoust hag-eñ e vo ni al lañsadenn gentañ ? : ar re gentañ o timeziñ evit ar bloaz.