v.k.e.
I.
(db. an traoù)
1. Dastum, mirout arc'hant, e lakaat a-gostez evit ma c'hallfed e implijout diwezhatoc'h.
Arboellañ arc'hant. N'en deus arboellet gwenneg ebet c'hoazh.
&
Ent krenn
Dav e vo arboellañ. Arboellañ a rin.
2. Implijout, dispign udb. gant evezh bras, gant aon na zeufe da zioueriñ.
Arboellañ ar bleud, ar sukr, e voledoù, e zanvez tan.
3. Tremen hep ober dispignoù, hep paeañ evit udb., ur servij bnk.
Arboellañ gopr ub. Kement a arc'hant ez arboelle dimp
HS. dismantrañ, armerzhañ, erbediñ, espern.
ES. foeltrañ, foraniñ.
II.
Dre skeud. (db. an dud)
1. Lezel e vuhez gant ub.
Ar roue ho kar hag en abeg da se e viot arboellet gantañ.
&
Trl.
Arboellañ e vuhez d'ub. : e saveteiñ.
Emañ-hi o redek d'ar marv evit arboellañ e vuhez d'he breur.
2. Arboellañ e boan, e nerzh, e yec'hed : damantiñ d'e boan, d'e nerzh, d'e yec'hed.
HS. erbediñ, espern.
— « Ha c’hwi a zo sur, Job, he deus arboellet ar voereb kalz arc’hant ? » — « Pase sur on. An arc’hant, pe, kentoc’h, an aour a zo kuzhet e goueled an armel, dindan al liñserioù. » — « Hag ez eus kalz anezhañ ? »
1944
Référence :
ATST
p.76
Tuet on da soñjal emañ ar gwir gant Vlasopoulos pa lavar e ra Ateniz nebeutoc'h gant o c'hirri evit arboellañ ar strilheoul.
2015
Référence :
EHPEA
p367
Note d'étude
Lenn a reer e geriadur ar Gonideg e vez graet gant ar ger-mañ e Bro-Gerne.