Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
57
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

v.k.e. I. (db. an traoù) 1. Dastum, mirout arc'hant, e lakaat a-gostez evit ma c'hallfed e implijout diwezhatoc'h. Arboellañ arc'hant. N'en deus arboellet gwenneg ebet c'hoazh. & Ent krenn Dav e vo arboellañ. Arboellañ a rin. 2. Implijout, dispign udb. gant evezh bras, gant aon na zeufe da zioueriñ. Arboellañ ar bleud, ar sukr, e voledoù, e zanvez tan. 3. Tremen hep ober dispignoù, hep paeañ evit udb., ur servij bnk. Arboellañ gopr ub. Kement a arc'hant ez arboelle dimp HS. dismantrañ, armerzhañ, erbediñ, espern. ES. foeltrañ, foraniñ. II. Dre skeud. (db. an dud) 1. Lezel e vuhez gant ub. Ar roue ho kar hag en abeg da se e viot arboellet gantañ. & Trl. Arboellañ e vuhez d'ub. : e saveteiñ. Emañ-hi o redek d'ar marv evit arboellañ e vuhez d'he breur. 2. Arboellañ e boan, e nerzh, e yec'hed : damantiñ d'e boan, d'e nerzh, d'e yec'hed. HS. erbediñ, espern.

Skouerioù istorel : 
11
Kuzhat roll ar skouerioù

arabat eo arboell netra

1732
Daveenn : GReg pg (il ne faut rien) épargner

arboell

1732
Daveenn : GReg pg épargner (user d'économie)

arboellet

1732
Daveenn : GReg pg épargner (user d'économie)

arboellañ

1850
Daveenn : GON.II pg arboella (Ménager. Epargner. Economiser).

Ret eo arboellañ e yec'hed.

1850
Daveenn : GON.II pg arboella (Il faut ménager sa santé).

arboellañ

1850
Daveenn : GON.II pg arboella (Ménager. Epargner. Economiser), amerc'hein.

arboellet

1850
Daveenn : GON.II pg arboella (Ménager. Epargner. Economiser. Part.)

Arboellañ a reot mar bevit evel-se.

1850
Daveenn : GON.II pg arboella (Vous économiserez, si vous vivez ainsi).

arboellañ

1927
Daveenn : Geri.Ern pg arboell

— « Ha c’hwi a zo sur, Job, he deus arboellet ar voereb kalz arc’hant ? » — « Pase sur on. An arc’hant, pe, kentoc’h, an aour a zo kuzhet e goueled an armel, dindan al liñserioù. » — « Hag ez eus kalz anezhañ ? »

1944
Daveenn : ATST p.76

Tuet on da soñjal emañ ar gwir gant Vlasopoulos pa lavar e ra Ateniz nebeutoc'h gant o c'hirri evit arboellañ ar strilheoul.

2015
Daveenn : EHPEA p367

Notennoù studi

Lenn a reer e geriadur ar Gonideg e vez graet gant ar ger-mañ e Bro-Gerne.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial