Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

1. Hollad ar plant a c'hounezer hag a ya rann pe rann anezho (frouezh, bleuñv, delioù, gwrizioù, korzenn, h.a.) d'ober meuzioù. 2. Ent strizh Rannoù debradus ar plant-se. Ur pladad, ur podad legumaj. Soubenn legumaj. 3. Impl. da anv unan. (ls. -où) Spesad eus ar plant-se. Diskennet eo priz an ed hag al legumajoù. Ul legumaj. HS. louzoù.

Exemples historiques : 
3
Masquer la liste des exemples

Dirak an ti bourc'hiz, ez eus ur bleuñvegenn, gant ur gael houarn dirazi ; a-drek an ti, ur porzh kloz, kelc'hiet gant karrdioù da lakaat ar c'hoad hag ar yer, ar c'hav, ar poull-kannañ a vez karget gant dour-glav o tiverañ diouzh ar stivelloù ; dre un nor gromm toullet e moger ar c'harrdi ec'h erruer en ur jardin vihan — an holl draoù a zo bihan amañ — gant e-leizh a vleunioù, diduamant ma mamm, un neubeut karreadoù legumaj ordinal, un hanter dousenn gwez per, hag er foñs, ur bratellig toet gant iliav, 'lec'h [ez] eus daou vank evit lenn hag hunvreal.

1944
Référence : EURW.1 p6

Ac'hano eo e teu ar pep brasañ eus al legumaj a vez ezhomm anezho evit ar gegin ; kig ha pesked avat a zeu diwar labour chaseerien pe besketerien[sic] gopret gant hor c'hompagnunezh.

1985
Référence : DGBD p42

Ur vaouez blev he [sic, he blev] gwenn zo en he sav er gegin, dirak an dar, troet he c'hein ouzh an nor, o walc'hiñ legumaj.

2015
Référence : EHPEA p48

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux