Dirak an ti bourc'hiz, ez eus ur bleuñvegenn, gant ur gael houarn dirazi ; a-drek an ti, ur porzh kloz, kelc'hiet gant karrdioù da lakaat ar c'hoad hag ar yer, ar c'hav, ar poull-kannañ a vez karget gant dour-glav o tiverañ diouzh ar stivelloù ; dre un nor gromm toullet e moger ar c'harrdi ec'h erruer en ur jardin vihan — an holl draoù a zo bihan amañ — gant e-leizh a vleunioù, diduamant ma mamm, un neubeut karreadoù legumaj ordinal, un hanter dousenn gwez per, hag er foñs, ur bratellig toet gant iliav, 'lec'h [ez] eus daou vank evit lenn hag hunvreal.
Ac'hano eo e teu ar pep brasañ eus al legumaj a vez ezhomm anezho evit ar gegin ; kig ha pesked avat a zeu diwar labour chaseerien pe besketerien[sic] gopret gant hor c'hompagnunezh.
Ur vaouez blev he [sic, he blev] gwenn zo en he sav er gegin, dirak an dar, troet he c'hein ouzh an nor, o walc'hiñ legumaj.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
legumajer