Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
58
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.k.e. A. 1. Heuliañ gant an daoulagad en ur anavezout (arouezioù, lizherennoù, sifroù, ur skritur, h.a.). Lenn lizherennoù. Gouzout a oar lenn galleg. 2. Dont da c'houzout ster ur skrid o sellet ouzh ar strolloù lizherennoù a arouezer ar gerioù ganto. Lenn ul lizher. Lenn ul levr, ar gazetenn. & Ent krenn Bezañ o lenn. Lenn ouzh ar gouloù. 3. Ent strizh Distilhañ a vouezh uhel un destenn skrivet. Lenn ur brezegenn. & Ent krenn Dit-te eo da lenn bremañ. 4. Dre ast. Kompren ur reizhiad arouezioù pe lunioù. Lenn ur gartenn-vor, ur gartenn-hentoù. Me a oar lenn ar sonerezh. 5. Trl. Lenn-dilenn (ur skrid bnk.) : e lenn meur a wech. Lennet-dilennet em eus e lizher. B. Dre skeud. LENN E BLANEDENN DA UB. : lavaret e blanedenn dezhañ, lavaret dezhañ penaos e vo e amzer da zont. Lennet he deus kement-se e linennoù ma dorn. HS. tennañ. II. V.g. 1. Sellet ouzh ar strolloù lizherennoù a ya d'ober ar gerioù ha kaout ar c'hompren anezho. Deskiñ lenn d'ur bugel. Lenn a ra hep kompren. & Lenn difrae, lenn plaen : hep diaezamant. 2. Impl. da ak. Bezañ ampart war al lenn : war an obererezh lenn.

Exemples historiques : 
47
Masquer la liste des exemples

lennet

1499
Référence : LVBCA p132 (leuz)

lenn

1499
Référence : LVBCA p132 (lire)

lenn

1499
Référence : LVBCA p132 ('lire')

lenn

1659
Référence : LDJM.1 pg lecture, lire

skritur diaes da lenn

1732
Référence : GReg pg griffonnage

lenn kozh skritur dorn

1732
Référence : GReg pg dechiffrer (de vieilles parches)

bezañ e lennomp e levrioù an aotored

1732
Référence : GReg pg (on trouve) chez (les Autheurs)

Tremenit dreist ar gresim-se, pehini na ententit ket, ha lennit en tu all dezhañ.

1732
Référence : GReg pg grec (Passez, c'est du grec.)

bezañ e lennomp e-barzh an aotored

1732
Référence : GReg pg (on trouve) chez (les Autheurs)

lennet

1850
Référence : GON.II pg lenna

Va breur a lenn.

1850
Référence : GON.II p.78

an dra-ze a lenner en aviel

1850
Référence : GON.II pg aviel

C'hwi a lenn.

1850
Référence : GON.II p.78, "Vous lisez".

Me a lenn.

1850
Référence : GON.II p.78, "Je lis".

Lenn a rit hed an deiz, re eo.

1850
Référence : GON.II p.66

Ma lenn an dra-se, e vezo souezhet.

1850
Référence : GON.II p.94, livre second, « S’il lit cela, il sera étonné ».

Ar bouzelloù o deus, diouzh ma'm eus lennet, seizh gwech hed an den.

1850
Référence : GON.II pg bouzellen (Les intestins, d'après ce que j'ai lu, ont sept fois la longueur de l'homme).

Ho c'hoarezed a lenn.

1850
Référence : GON.II p.78

re e lennit ouzh ar gouloù

1850
Référence : GON.II pg lenna

en e eurioù e lenne

1850
Référence : GON.II.HV pg heuriou

lenn

1850
Référence : GON.II pg lenna

lenn

1850
Référence : GON.II pg lenna

Gwelet a reer war ar maez, e kêr, kalz krennbaotred, tud yaouank, o kuitaat skolioù ar c'hêrioù, kerkoulz hag [sic] skolioù ar vourc'hadennoù [sic], pere goude bezañ chomet pevar, pemp pe c'hwec'h vloaz er skol, ne gomprenont peuz netra eus ar pezh a lennont e galleg.

1865
Référence : MBF.to p. V.

Dre varvailhoù alies / E teu da galz a dud mui a skiant, a furnezh, / Evit klevet prezeg, evit lenn levrioù kaer.

1867
Référence : MGK p4

seitekved enebenn), ann teir werz : c'houeac'hved, seisved hag eisved, evel m'ema int ama…

1867
Référence : MGK Rakskrid XIV

Ouzh ar mojennoù-mañ en doa dudi; sellet a rae alies ouzh ar re anezho en doa troet e galleg, pa oa er skol; e levrig zoken a gase gantañ d'e bark, ha pa oa dilabour, en tenne dioc'h e c'hodell, hag ez ae a-gostez d'e lenn dindan ur wezenn bennak : ken a lakeas en e benn treiñ lod anezhañ e brezhoneg.

1867
Référence : MGK Rakskrid VI

Tammoùigoù latin ha kozh tammoù galleg ne zeuas ken gantañ d'ar gêr, nemet ul levrig skritur moull, hanter roget ha peuruzet, a lenned er penn a-raok anezhañ ar c'homzioù-mañ e latin : Paedri Fabulae, da lavaret eo : Mojennoù Faedr.

1867
Référence : MGK Rakskrid VI

Dalc’het m’edo gant kened ar pevarzek-se hag an uhelded-ene a lenned war o dremmoù hag en holl emstumm anezho, e vane Momoros paret e selloù outo.

1923
Référence : SKET p.122

E-pad an amzer-se, peur[z]isket en deus da Vad[a]len lenn ha skrivañ rez ha fraezh, ha d’e vreur Yannig skrivañ ha lenn plaen.

1925
Référence : BILZ2 p.180

Met Janedig ne oa ket un diodez hag a lenne sklaer war o daoulagad o flijadur ha war o diweuz mousc’hoarzh goaper o levenez.

1925
Référence : BILZ2 p.161

War-dro mareoù seizh eur diouzh an noz e tegouezhis er gêr-benn, hag, hep daleañ e neblec'h, a [sic] kerzhis etrezek ar gar, hini Lyon, ar sac'h war va chouk. A-barzh ma kimiadis diouzh Pariz ez is da ober ur weladennig e kêr, hag o vezañ graet ur c'hofad stalioù e lâris yao ! En tren adarre. Kerkent ha m'edon degouezhet em bagon, e stagis da lenn hag a-greiz lenn e vanjen kousket. Huniañ mat a ris war ar bank-keinok, rak skuizh-marv edon.

1929
Référence : SVBV p8

diskiñ ub. da lenn

1931
Référence : VALL pg apprendre (à lire à qqn)

diskiñ da ub. lenn

1931
Référence : VALL pg apprendre (à lire à qqn)

lenn-dilenn

1931
Référence : VALL Rakskrid p XXV

lenn e blanedenn da ub.

1931
Référence : VALL pg aventure

lenn en ur gerzhout

1931
Référence : VALL Rakskrid p XXVII

lenn

1931
Référence : VALL Rakskrid p XXVII

emañ o lenn

1931
Référence : VALL pg à2 (il est occupé à lire)

Mar dichañs d'ar follennoù-mañ bezañ moulet ur wech, mar bez kavet arc'hant a-walc'h d'en ober, ar pezh a gontin deus ma roudenn a c'hallfe bezañ ur skouer d'an dud yaouank a Vreizh da zont, pa lennint troioù hag avanturioù ar barzh Taldir-se, graet kement a drouz war e anv dija, redet gantañ dija holl vroioù ar Gelted, ha deut da beñseañ hiriv en un tamm bourk bihan a Gerne-Uhel...

1944
Référence : EURW.1 p5

Ma lennadurioù a zeue d'am spered, rak dre guzh em boa lennet Alfred de Musset ha Lamartine ; lennet em boa 'Marie', barzhoneg divarvel Brizeug ; evidon, ur barzh a ranke kaout un dousig da ganañ ; ne soñjen ket n'em boa nemet 16 vloaz hanter

1944
Référence : EURW.1 p45-46

Homañ [ar gazetennig] a oa dudius-tre da lenn.

1944
Référence : EURW.1 p61

Ar vatezh, Jann Robin, ha war he lerc'h, Marianna Touboulig, a ouie lenn Buhez ar Sent da nozvezhioù goañv, disket ma oa bet dezho o lizherennoù gant ma mamm.

1944
Référence : EURW.1 p20

Plijout a reas dezhi lenn ha skrivañ : he lizheroù d'he mignonezed, bet er skol ganti, a oa evel kazetennoù ; brud he doa da c'houzout ober lizheroù brav, leun a geleier dudius.

1944
Référence : EURW.1 p13-14

Me ?... Ne lennan ket, he doa respontet. Gwelloc'h e kavan bevañ.

1949
Référence : SIZH p.56

Anv e oa e lenne en eneoù al leaned e-giz en ul levr digor.

1949
Référence : SIZH p.40

Bez ' e c'heller c'hoari, pe neuze lenn, pourmen, hag all, da c'hortoz an te, a vez servijet da bemp eur, ha koan a vez da seizh eur hanter.

1985
Référence : DGBD p11

Hol luneller a yae bihan e galon, diwar lenn al levr-se, pa wele an doare ma oa gwasket ar werzennad, kurzhet pe drailhet houmañ, diouzh ment ur bajenn re strizh - evel pa vefe bet c'hoant krennañ hec'h awen.

2013
Référence : BERNI p.2

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux