I.
1. Louan lêr, hir pe hiroc'h, a dalvez da stagañ, da liammañ, h.a.
Ar marichal a ziskouezas al lêrenn a servije dezhañ da sevel treid ar c'hezeg evit o houarnañ.
2. Louan lêr staget an daou benn anezhi kenetrezo hag a dalvez da gas ul lusk-tro etre daou bole.
Lardañ lêrenn an dornerez.
3. Pezh lêr a vez lakaet war-c'horre ar botoù-koad.
4. Louan ur skourjez.
Me a ouezo reiñ kerc'h dit gant lêrenn ma skourjez.
&
Trl.
Reiñ lêrenn da ub. : skeiñ taolioù skourjez gantañ.
Me a roy lêrenn d'ar vuoc'h etre he divesker.
II.
Ent strizh (dirak ur spizer)
Pezh eus an harnez.
Lêrenn-vrid : an hini a dalvez da ren ar c'hezeg.
&
Lêrenn-dal : an hini zo e laez penn ul loen-kezeg.
&
Lêrenn-stleug : an hini a dalvez da zelc'her ar stleug.
&
Lêrenn-gein : an hini a dalvez da zelc'her ar brec'hioù-karr.
&
Lêrenn-gof : an hini a dremen dindan kof ul loen-kezeg.
&
Lêrenn-vruched : an hini a dremen dindan bruched ul loen-kezeg.
&
Lêrenn zalc'h : an hini a dremen dindan lost ul loen-kezeg.
III.
Dre ast., pemdez
Gouriz-surentez.
Gwelloc'h eo lakaat al lêrenn.
Référence :
BROU
p. 392 (se dit surtout du cuir qui recouvre les sabots qu'on appelle boutou stoliken)
Dre greiz an deñvalijenn a-ziavaez sed ar garm-emgann o skiltrañ ! C’hwibanadeg mein ha daredoù a-dreuz d’ar c’helc’hiad-kirri ! Brevadeg klouedennoù ! Rogadeg lêrennoù ! Garmadeg brezelourien !
Dre greiz an denvalijen a-ziavaez sed ar garm-emgann o skiltra ! C’houibanadeg mein ha daredou a-dreuz d’ar c’helc’hiad-kirri ! Brevadeg klouedennou ! Rogadeg lerennou ! Garmadeg brezelourien !
Tritios a droc’has hag a liammas ouzh an envez anezho al lêrenn a oa d’o bannañ (1).
Tritios a drouc’has hag a liammas ouz an envez anezo al lerenn a oa d’o banna (1).
1924
Référence :
SKET.II
p.18-19
Al lêrenn a oa d’o bannañ.
al lerenn a oa d’o banna
1924
Référence :
SKET.II
p.118 « Geriadurig », "La lanière qui servait à les lancer".
lêrenn vannañ
lerenn-vanna
1931
Référence :
VALL
pg amentum
lêrennoù bannañ
lerennou-banna
1931
Référence :
VALL
pg amentum
« Chomit amañ ! » a lavaras ar marichal, « me a yelo va-unan da zilojañ Satanaz, ha da deurel dreist e benn al lerenn-mañ ["lêrenn-mañ"]. » Hag ar marichal a ziskouezas al l[ê]renn en doa degaset gantañ hag a servije dezhañ, er c’hovel, da sevel treid ar c’hezeg evit o houarnañ.
1944
Référence :
ATST
p.116
[…] chupenn c’hlas, tog voulouzet, bragoù-bras ha bodreoù lien, hag ur penn-bazh staget gant ul lêrenn ouzh e arzorn…
[…] chupenn c’hlas, tog voulouzet, bragou-bras ha bodreou lien, hag eur penn-baz staget gant eur [sic] leren ouz e arzourn…
1944
Référence :
EURW.1
p.102
E-giz armoù, hor boa bet fuzul, baionetezenn, ur sac’h-kein lien, sterniet gant koad ; tri bisac’h-tennoù hag o lêrennoù, hag ouzhpenn… un nebeud seier bihan-bihan a oa enno ar boued-mir, hag [a] oa difennet groñs o zañva dindan boan a gastiz spontus.
E-giz armou, hor boa bet fuzul, baionetezenn, eur sac’h-kein lien, sterniet gant koad ; tri bisac’h-tennou hag o lerennou, hag ouspenn… eun nebeut seier bihan-bihan a oa enno ar boued-mir, hag e oa [sic, a oa] difennet groñs o zañva dindan boan a gastiz spontus.
1944
Référence :
EURW.1
p.194
Al lêrennoù a ranke bezañ lintrus evel sklasennoù.
Al lerennou a ranke beza lintrus evel sklasennou.
1944
Référence :
EURW.1
p.195
Bremañ, serjant, prim ul lêrenn / Pe ur gordenn evit eren / E zaouarn dezhañ 'dreñv e gein.
Bremañ, serjant, prim eul lerenn / Pe ur gordenn evit eren / E zaouarn dezañ 'dreñv e gein.