Kouezhañ ra gwall dizhet : ac'hano kamm-jilgamm, en ur zivaskellañ, leun-wad, al labous kaezh ! Dizonet diouzh mont, kuit d'e gouldri a zistroas.
Koueza ra gwall dizet : ac'hano kamm-chigamm, enn eur ziouaskella, leun-c'hoad, al labouz keaz ! Dizounet dioc'h mont, kuit d'he gouldri a zistroaz.
1867
Référence :
MGK
p20
Mes, siwazh ! ne gavjont nemet korfoù marv, leun-wad...
Mez, siouaz ! ne gafchont nemet korfou maro, leun-c’hoad....
1877
Référence :
EKG.I.
p.48
Leun-wad, roget he roched, dialanet, e deod er-maez eus e c’hinou, ur pistig e korn e gof, ec’h en em gav war bont Rozanklañ, a zo etre parrez Plouared hag ar C’hozhvarc’had ; emañ o vont da gouezhañ war an hent gant ar berr-alan...
Leun c’hoad, roget he roched, dialanet, he deod er meaz euz he c’hinou, eur pistik e korn he gof, ec’h en em gaf var bount Rozanklan, a zo etre parrez Plouaret hag ar C’hoz-Marc’had ; eman o vont da goueza var an hent gand ar berr-alan...
1877
Référence :
EKG.I.
p.128
— Lavar deomp, plac’h bihan, eme ar c’habiten, piv en deus skoet gant va soudard hag her lakaet leun-wad ?
— Lavar d’eomp, plac’h bian, eme ar c’habiten, piou en deuz skoet gand va zoudard hag her lakeet leun-c’hoad ?
1878
Référence :
EKG.II
p.145
Dirazon e oa c’hwec’h korf marv, drouklivet ha leun-wad !
Diraz-oun oa c’houeac’h korf maro, drouklivet ha leun-c’hoad !
1878
Référence :
EKG.II
p.53
e-skourr 'mañ va zonkad, ouzh al loar 'zo leun-wad
2013
Référence :
BERNI
p5
Justin ar paotr ha chupenn ar plac'h a zo leun-wad, lec'h maz eo stok-ha-stok o div vrec'h. Etreze ez eus ur poulladig gwad.