An neb en divije er gwelet, gant e zaoulagad habask ha laouen, gant e aer dinec’h, gant e vlev hir, e giz Kerne, faoutet dre an hanter war greiz e benn, o kouezhañ a [v]ouchadoù kordigellet war e zivskoaz ; an neb en divije gwelet peoc’h un den eeun ha leal war e dal, ha mousc’hoarzh un den dinamm war e vuzelloù, en divije lavaret edo o vont da ober, deiz eured e vab, un dro zañs war al leurgêr.
M’o divije dibabet ul lec’h all, n’eus forzh pehini all, da sankañ delwenn Ernest gozh, war ar c’hae da skouer, pe e traoñ al leur-gêr [leurgêr], kavet e vije bet abeg da gunujenniñ ha da dabutal un nebeudig, ha fin dre eno.
An deiz diwezhañ, e fellas d’an admiral Thierry hor c’has d’ober ur sonadeg war vrasañ leurgêr, ha pedet e voemp goude d’adverenniañ e ti-kêr.
En ur zont war hon giz [sic] d’an ostaleri ma vevemp enni, e fellas dimp, kement hag ober ur valeadenn, treuziñ al leurgêr Ruz, ha tremen goude eus an eil penn ar C’hremlin d’egile.
Nevez ’oa e voe bet lazhet Serj Aleksendrovitch, eontr an Impalaer, muntret war-greiz an deiz p’edo o tont e-maez e di er C’hremlin, rak er mare-se ne oa ar C’hremlin nemet ul leurgêr voutin ma tremene drezi neb a gare, hep skoilh ebet, na zoken pa veze ar Tzar [sic, ar Tsar] o chom en e balez gant e diegezh (1).
Er mare ma komzan dioutañ e oa burev Koñsul Bro-C’hall, koulz ha chapel Sant-Loeiz-ar-C’hallaoued damdost d’al leurgêr Loubianka, deut da c’hounit ur vrud ken doanius adal ma lakeas Lenin hag e c’hwiltouzed o fav kriz war baol ar stur en o bro gaezh.
A-greiz-holl, e-pad an noz, ez on dihunet gant tabut ha tousmac'h war al leur-gêr.
Nepell diouzh korn ar vanell e oa ul leurgêr garrezek.
He foellata a ziskouez bezañ gaou pa erruomp war leurgêr Omonia.
Mots précédents
Mots suivants
leurginkladur