levenez
levenez
Kalon tud ar vro a dride a levenez o welet [e] oa, e kreiz kement a zispac’h, ankounac’haet kouent Sant-A[l]bin, ha bep noz e pep ti, pa c’helled lavaret ar pedennoù, rak ne c’helled ket hen ober bemdez, abalamour d’ar republikaned ha d’an dud fall a rede dre ar vro, ha ne felle ket dezho klevet hanv eus a Zoue, bep noz e lavared atav ur "Bater" hag un "Ave Maria" evit pellaat pep droug diouc’h menec’h an abati.
Ya, rak evidon da vezañ o chom amañ, va c’halon a ya d’hoc’h heul. Va brasañ levenez eo klevet hoc’h eus kaset d’ar bed all unan bennak eus ar pilpouzed panenn-se ne reont nemet tregasiñ hag inouiñ, pa ne reont gwazh, ar re n’int ket sot a-walc’h evit krediñ o holl sotonioù, ha ne fell ket dezho mont da gontañ, er gofesion, o holl doareoù.
Disgwel dezho, hag int dalc’hmat en o c’hichen, e soublent d’an douar a-unan ganto ; ganto e talc’hent hael an alar, fust ar bigell, troad ar wigned ; boulc’hañ an irvi ganto ha dizouc’hañ a raent ; lavnenn ar falc’h a stokent ouzh koloennoù an heiz ha, keit ha ma pade an eost, e skuilhent e kalon ar baotred hag ar merc’hed levenez ha kan.
levenez
tridal gant al levenez
Ma savje e spered unan bennak ar youl da lenn al labourioù hon eus meneget, da vont donoc'h er c'hudennoù eget ar re all, hor befe diwezhatoc'h marteze al levenez da welout ur Breizhad o vrudañ e Vro dre wellaat hon anaoudegezh eus ar Bed war ar poentoù-se. Ha neuze ne vije ket difrouezh hol labourig.
(Davedout e teuomp, rouanez an neñv, gant levenez, ha kalonek, holl a-gevret…)
Un azen yaouank e oa, ha ken hir, ken fonnus, ken start e trompilhas e joa-bevañ : madelezh ar peuriñ, ha levenez heol an abardaez e natur Doue, ma voe stad en iliz kozh moredet en he zeñvalijenn.
Dilevenez e oa e zremm ; e ziabarzh, avat, a verve ennañ buhez ar spered, an hini nemeti a dalve, hag al levenez digemmesk.
Barn a rez, hep gouzout. Rak biskoazh n'eo bet dalc'het ganit war da zaoulin ur vuiañ-karet, ha te ouzh he cherisañ, ouzh he strizhañ, o teuziñ hag o veuziñ, hag o vezviñ, e plijadurezh ar pokoù, e bam da ene, betek koll da skiant, diwar re levenez.
Graet o devoa kement-se, emichañs, evit dougen bri d’ar Vikel Vras ha d’an Aotrou 'n Eskob, hag e gwirionez, deut’ oa ganto rak, kerkoulz hag em hini-me, bez’oa, din da welout, levenez e-leizh e kalon an den santel.
Da serr-noz, hervez ’gleven, e rae meur a foeter-bro un tammig reorad, met war a gredan, nag an Aotrou Doue, na sant Erwan venniget ne selle re verr an naontek a viz Mae ouzh levenez druezus an dud kaezh-se…
Krediñ a rae din ivez en devoa graet ar c’hleñved e varead, ha setu me prest da nijal gant al levenez.
Ra gresko Doue e levenez, m’emañ gantañ du-hont, en e varadoz !
« Ma ! » e lavaras dimp e dibenn ur brezegenn hegarat-kenañ, « emaoc’h o paouez ober en ur c’hoarzhin un dra talvoudek-tre ; hogen, n’eus forzh, hoc’h aliañ a ran da genderc’hel e-giz-se, ha ra vezo penn-da-benn ho puhez priejoù ken leun a levenez ha ma ’z eo bet deiz hoc’h eured !»
A-feur ma tremene an amzer e krogen ’ta da grenañ evel ul labous o teurel e blu, rak santout a raen va levenez o tipegañ diouzhin a dammoù munut.
Hag en desped d’o dienez druezus, e tiskouez an dud-mañ bezañ laouen-bras ; c’hoarzh ha kan, levenez ha dudi a zo en o zouez ; n’eus na gin, na droukrañs, na kounnar war o zremm spelc’het gant an heol, holl emaint o chagellat had tro-heol, ken ma ’z eo gronnet ar c’hae gant ar pluskennoù, evel ma welen gwechall e Priel an hent strewet gant glazur deiz sul [Sul] ar Sakramant.
Ha war-dro 10 eur 1/2 e voe ur youc'hadenn vras a levenez, ar garm "on a gagné" huchet gant meur a viliad tud pa voe klevet e oa lezet ar brizonidi da vont dieub er-maez.
Gwasket e oa un tammig va c'halon em c'hreiz : edon o kuitaat ar vro d'ur mare ma oa bet ur blijadur evidon tremen e Roazon pemp miz kentañ ar bloaz-se ; evel skiantour, evel broadelour, hag evel mignon, o devoa ar mizvezhioù-se degaset din levenezioù a-leizh.
Ne lavarin ket e nij gant al levenez rak graet e vez ar c'hantreolaat gant un tamouez boull, diouzh un tu, ha, diouzh un tu all, peogwir ez eo ur ral dezhi kaout da ober gant al lez-varn en he labour, a laka da soñjal kentoc'h er skrivagner foran gwezhall a stalie e daolig e toull-dor an ti-kêr.
[Bezañ zo da] Lâret peseurt santadoù ha fromoù a zo bet gant pep hini, traoù c'hwerv, marteze, prantadoù kounnar, droukrañs pe levenez... disac'hañ e gaoz, a-benn ar fin.
Aon da vezañ gwasket (ha gwelet e vo penaos e sikour an difeulster da dremen dreist an dra-se), aon da goll an nebeud a dra a zo dimp, ha pa vefe al lodennig a levenez pe a sioulder hon eus tapet mirout evidomp...
Mots précédents
Mots suivants
Levenez