levr
al levr-hont
difennet ul levr
levr an Eclesyasticq
Fin al levr
difin al levr
levr
levr strollet
- O ! emezi, en ur dennañ ur follennig baper diouzh tre pajennoù ul levr : - Ul lizher tener-gliz[h] !...
Anv e oa e lenne en eneoù al leaned e-giz en ul levr digor.
- Pleustriñ a reomp war gement Levr Sakr a zo, war oberoù Prederouriezh ha Doueoniezh Doktored hor Mamm Santel an Iliz...
[...] hag e tu-hont da se, ur pennad ’oa e vezen o lenn dibaouez ul levr, ha sed amañ pehini : Idyllis of the King, gant Tennyson, (emañ c’hoazh amañ e Krec’h Eliez al levrig-se, mastaret ar pajennoù anezhañ gant kaoc’h kelien ha duet gant ar moged).
Ha peogwir e tle, war a gredan, al levr-mañ dont e-maez ar wask war-dro deiz kentañ ar bloaz, hetiñ a ran deoc’h[-]holl : Bloavezh mat ha ti dilogod.
Anat d’an holl, kerse ’oa ganin da Grec’h Eliez ; ne oa ken va spered gant ar c’hoariva, al levrioù pe ar c’hwitelloù.
Den ne oar pet levr a zo bet aozet diwar-benn ar gêr-se gant nouspet skrivagner pe veajour, ha dre[-]se gwell eo ganin tremen hep komz diouti.
Evit pezh a selle ouzh ar valtouterien, dreist pep tra e klaske ar re-mañ lakaat dorn war levrioù, kelaouennoù, skridoù e bep seurt a-enep d’an Impalaer, d’ar gouarnamant, da Zoue ha d’ar feiz, traoù hag a veze degaset e Rusia gant floderien, hag ar gañfarded-mañ a zibabe evel-just ul lec’h ne veze ket ennañ ken alies a furcher war spi.
[...] ur beleg diwar ar maez gant e bennad-blev plañsonet e-giz ar c’hrennardezed, ur poupig e-pign outañ war bleg e vrec’h hag ur bugelig all krog start e soutanenn c’hlas-pour e dataig ; un druilhad menec’h foutouilhek ha kailharet-meurbet, ha dezho peb a voned begek e voulouz ruz-mouk gwintet war o c’hrewichenn ; bugale ar skol, tammoù kañfarded heñvel-bev ouzh soudarded vunut gant o heuzoù verniset, o mantell a-liv gant al ludu ha war o chouk ar sac’h-broc’h ma klenkent ennañ o levrioù ; ul leanez o kestal gant ur c’hefig houarn gwenn, ul loudourenn a blac’h, divergont a-walc’h adal na veze lakaet netra en he chipot.
Gwechall e veze graet anezhi alies Gabon pe Gaboun gant Europiz (el levr "Trader Horn" e lennomp e kasas ar marc'hadour amerikan-se lizhiri eus Azingo d'e di-kreiz e Gabon), ha Mpongweiz a vez graet anezho Gaboniz, hag o yezh eo ar gaboneg.
Ho terc'hel dindan evezh a zo da gentañ un tu da glask ho lakaat da blegañ o lezel ac'hanoc'h e-barzh ur gell -hep levr ebet met gant tud all a-wechoù- hoc'h-unan-penn da ribotat an titouroù ankenius hag a zo bet roet deoc'h gant ar boliserien -hag o deus gallet lâret gaou-.
Mots précédents
Mots suivants
levrad