Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
2
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
58
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.k.e. A. 1. Na zegas kemm en udb. Lezomp an traoù e-giz m'emaint. Lezel un ti disto. 2. Na emellout en udb. Mar gwelfec'h ur paour e-tal ho tor, hag e lezel a rafec’h hep tamm ? Lez eñ ! Lez hi ! & Lezel ub. en e ziviz : reiñ frankiz dezhañ d'ober hervez e c'hoant. Ar gevredigezh a lez pep hini en e ziviz gant ma toujo d'al lezennoù. & Lezel ub. en e roll : reiñ frankiz dezhañ. Ret eo un nebeud e lezel en e roll. 3. Na gas, na gemer (udb.) gantañ. Lezel a ran ma sac'h er c'harr. Ma lezet o deus ma-unanig. & Dre ast. Disoñjal. Lezet em eus ma mantell en tren. 4. Na ober mui fed ouzh ub., udb., na soursial ouzh ub., udb. Lezel udb. a-gostez. & Trl. skeud. Lezel udb. war e revr : na soursial outañ. & Lezel ub. war e gement all*. 5. En em zispartiañ diouzh, kuitaat. Lezet en deus e vro. Start e kavas hol lezel. Bremañ emaon o vont d'ho lezel. 6. Mont diwar-dro udb. Lezel ar studioù. C'hwi en gwelo kent pell o lezel ar vicher. Ret e vo dezhañ gounit e vara ha lezel ar skol. & Trl. skeud. Lezel an arar e-kreiz an erv : ober al labour war hanter. 7. Lezel udb. war e lerc’h : legadiñ. B. 1. Paouez gant. Lezit ho rebechoù ! 2. Trl. skeud. Lezel e drouz, e storlok, e strak : tevel. Lezit ho trouz ! Ro peoc’h ha lez da storlok ! 3. Trl. Lezel d'ober, da fritañ, da gas, da vont : chom hep bezañ chalet (gant an dra-mañ-dra). Lez da gas ! Lezit da vont ! 4. Ent krenn Lezit ! : paouezit ! C. 1. (db. ar vouezh) Reiñ da glevet. Lezel un huanad. Lezel ur griadenn, ur skrijadenn. 2. Lezel un tenn : tennañ (gant un arm-tan bnk.). Meur a denn o doa lezet warnañ. HS. leuskel. II. v.k.e. A. LEZEL... DA (+ AV.). 1. Na mirout ouzh (ub. da ober udb.). Ma lezit da vevañ em giz ! N'el lezin ket da vont. Arabat eo o lezel da gousket ken diwezhat. Lezel ur bluñvenn da vont gant an avel. [1877] Ha setu perak ar maer hag ar re huellañ e karg, a deuas da Folgoad da lavaret d’an Tunk lezer da zistreiñ d’ar gêr ar veleien a yoa deuet gantañ en derc’hent. & Trl. skeud. Lezel udb. da vont gant an avel : na deuler evezh ouzh udb. a zegas displijadur (komzoù prl.). Lezel goapaerezh da vont gant an avel. & Lezel ar voul da dreiñ : fiziout er chañs. Lezel ar voul da dreiñ diouzh he diviz. 2. (er c'henwerzh) Lezel (ur varc’hadourezh bnk.) da vont evit (ar priz-mañ-priz) : teurvezout e werzhañ evit ur priz izeloc'h. Evit kaout peoc’h e lezin an avaloù da vont evit pemp lur. 3. Na emellout en un argerzh. Lezel a rin ma blev da greskiñ. 4. Aotren (ub. d'ober udb.). O lezel a ra d'ober an dra-se ? Gant ma vimp lezet da dennañ dour. Ma lezit da zistreiñ. 5. Lezel (ul labour bnk.) da (+ av.) : daleañ ar c'houlz ma vo graet al labour-se. Lezet en deus c’hoazh e labour da ober. Ma zi am eus lezet da skubañ. 6. Lezel udb. da hêrezh da ub. : legadiñ udb. dezhañ. Lezet he deus he zi din da hêrezh. B. LEZEL UDB., UB. GANT UB. 1. Na gemer (udb., ub.) digant (ub.). Lezit ar vugale gant o mamm. N'eus ken lezel an alc’hwezioù ganto. & Lezel e vuhez gant ub. : tremen hep e lazhañ. 2. Dre ast. Fiziout en (ub.). Lezel a ray he bugale gant o mamm-gozh. 3. Reiñ (udb.) en desped dezhañ da (ub.). Ret e oa bet din lezel ma faperioù gant an archerien. Ne fell ket dezho lezel tra gant ar re all war o lerc'h. Tec’hel a reas kuit evit lezel plas gant an daou all. 4. Trl. skeud. Lezel an dorn* gant ub. & Lezel kabestr* gant ub. 5. (er c'henwerzh) Gwerzhañ d'ur priz izeloc'h. Lezet en deus pep tra ganin evit an hanter eus ar priz. 6. Legadiñ. Pa varvas o zad ne lezas ganto nemet madoù dister. Ma yezh, setu an teñzor am eus lezet ganeoc’h. Un tammig douar o deus lezet ma zud ganin. 1. Lezel ub. gant e labour : chom hep e zirenkañ. Ma lezit gant ma labour ! C. LEZEL UDB. HEP BOUT(+ AGV.) : chom, tremen hep (+ agv.) an dra-se. O lezel hep bout lennet (al levrioù-se ). III. v.g. 1. Chom hep enebiñ. Te a lezo kregiñ ennout. Al loen kaezh a lezas e zibradañ. 2. (en e st. nac'h) Na lezel : mirout. Na lezit ket e kouezhfemp e temptadur. 3. LEZEL HEP : chom, tremen hep. Mar en deveze kroget da skrivañ ul lizher, e leze hep e echuiñ. Ne fellas ket dezhañ lezel hep o c’hastizañ. IV. v. em. EN EM LEZEL, EN EM LEZEL DA VONT : na stourm ouzh an digalonekaat. En em lezel a ra da vont abaoe marv he gwaz. Un druez e oa e welet oc'h en em lezel holl. HS. leuskel. ES. dilezel.

Exemples historiques : 
101
Masquer la liste des exemples

List, list.

1460
Référence : BRPC p382 (ger-ardamez)

neb en em lez da gouezhañ alies

1499
Référence : LVBCA p18, 49, 69, 71, 123, 133, 149 (qui s-abuche souuent)

lezel

1499
Référence : LVBCA p133 (laissier)

Er c'hentañ poent hep si, e kivi spesial / Komz seder anterin, a'r fin orijinal : / Zo anvet tir ha mor, a-gor, marv korporel / Ar fin-mañ den n'e lez er palez nag er sal.

1575
Référence : M. p36

Pe da heni ez respontas ar werc'hez : [«]Lez lavaret ar seurt traoù-se rak soñj enne hepmuiken ned eo ket lisit.[»]

1576
Référence : Cath p16

Hevelep erfin, pan oa en em avizet, en deus da lavaret dezhi : « O gwreg hon lez da achevañ hon sakrifis, ha goude-se, ni a rento dit respont. »

1576
Référence : Cath p8

10. Neuze ez lavaras d'an impalazr Kaezar : « Da bidiñ a ran Kaezar, na em lez ket da vezañ faezhet gant da furor. »

1576
Référence : Cath p10

En trede, [eo ret,] goude bezañ en em laeket d'an daoulin dirak an c'hofeser ha lavaret Confiteor bede mea culpa, kofes tout e holl bec'hedoù hep lezel nigun gant e goun mat, ha goude-se ober devotamant ar binijenn peheni a vezo ordrenet gant an c'hofesour.

1622
Référence : Do. p42

lezel

1659
Référence : LDJM.1 pg desister

lezel e blas da ur re

1659
Référence : LDJM.1 pg ceder sa place a quelqu'vn)

Pa vezo ret lezel ar bed, / Grit ma vezin fortifiet / Gant ar groaz sakr ha binniget / Enep an diaouloù milliget.

1677
Référence : Do. p70

lezet da antren

1732
Référence : GReg pg entrer (Laisser entrer, pp.)

lezel e preizh

1732
Référence : GReg pg abandonner

lezomp an dra-se aze

1732
Référence : GReg pg alte

ret eo ober ar mad, ha lezel an droug

1732
Référence : GReg pg (il faut faire le) bien (& laisser le mal)

ar mad a ranker da ober, hag an droug da lezel

1732
Référence : GReg pg (il faut faire le) bien (& laisser le mal)

list da ober

1732
Référence : GReg pg bien (-bien)

list ho kabal a-greñv

1732
Référence : GReg pg bouger (ne bougez pas, ni peu, ni beaucoup)

lezomp an dra-se aze

1732
Référence : GReg pg briser (brisons-là, Monsieur ?)

list ho trouz

1732
Référence : GReg pg (ne pas faire de) bruit

lezel e wir gant un all

1732
Référence : GReg pg ceder (transporter son droit à un autre)

me a lez ar plas geneoc'h

1732
Référence : GReg pg ceder (je vous cede la place)

lezel an amzer da ober

1732
Référence : GReg pg ceder (au tems)

neb a lez e dra gant un all

1732
Référence : GReg pg (celui qui fait) cession (le cedant)

neb a lez e wir gant un all

1732
Référence : GReg pg (celui qui fait) cession (le cedant)

Kemerit kouraj, va c'homer, ha lezit ar gridienn, an nec'hamant

1732
Référence : GReg pg (Prenez du vin pur, ma) commere (& n'y mettez point d'eau. Phrase de Landivizyau)

lezel ur serten spas, ar gwin e-barzh ar bailh, goude e vezañ gwasket

1732
Référence : GReg pg cuver (laisser du vin foulé, quelque temps dans la cuve)

lezel ur re disikour

1732
Référence : GReg pg delaisser (ne point secourir)

lezet

1732
Référence : GReg pg delaisser (ne point secourir)

lezel dre skrid

1732
Référence : GReg pg (laisser par) écrit

lezel da antren

1732
Référence : GReg pg entrer (Laisser entrer.)

List tud ar bed, pere pegement bennak ma seblantont bezañ bev, a zo kouskoude marv hervez an ene, list-o da sebeliañ o re varv; eme hon Salver en aviel.

1732
Référence : GReg pg (laissez aux morts le soin d') ensevelir (leurs morts, dit Jesus-Christ)

Ne deo ket dibec'h ar prezegour-hont, o lezel dibrofit an avantaj en deveus bet digant Doue, ha digant natur den.

1732
Référence : GReg pg (ce prédicateur a grand tort d') enfoüir (son talent)

va lezit da vevañ em c'hiz

1850
Référence : GON.II pg lézel

lezel

1850
Référence : GON.II pg lézel

leziñ

1850
Référence : GON.II pg lézel

list ho tispac'h

1850
Référence : GON.II pg dispac'h

na lezin ket anezhañ da vont

1850
Référence : GON.II pg lézel

« Va breudeur, emezañ, list ac'hanon ganoc'h / Ha na lavarit ket da zen ; / Me ziskouezo doc'h ur braden / Zo enni peuriñ a'r gwellañ ; / Ned eus he far war-dro amañ, / N'ho pezo ket a geuz. »

1867
Référence : MGK p42-43

Goude an eost hag an drevad, Distroit ho parkeier, e kreiz hag en daou benn : Fochit, palit, toullit, na lezit ket eur c'horn-tro Heg gwelet dindan petra zo.

1867
Référence : MGK p31

Gwellañ zo eo tevel / Ha lezel ar gevier da vont gant an avel.

1867
Référence : MGK p106

« A-raok dont, eme c'hwi, me a dlie ho kelenn, / Ho lezel ur pennad da stardañ hoc'h hordenn, / Da renka mat ho stal, dre skrid ha war baper, / Da beursevel ho ti, da reiñ grweg d'ho pennhêr. »

1867
Référence : MGK p102

Aotrou, eme ar c'hi, ha petra vir ouzhoc'h, da zont lart eveldon, ha marteze lartoc'h ? List ho koajoù, o vevañ 'c'hiz a rit, gant nebeut freskajoù, ez oc'h ker reuzeudik hag ur pesk war an traezh.

1867
Référence : MGK p8

— « Ne ve yac'h va spered, / Ma lezfen tud ken diot da zont da'm darempred. »

1867
Référence : MGK p56

ma zadig paour, it-c'hwi d'ar gêr ha lest ar justis d'ober he dever

1874
Référence : GBI.II p422

— Daoust perak e teu an dud-se d’am direnkañ-me amañ ? Daoust ha n’int ket evit lezer ac’hanon da ober va labour, a holl va nerzh, ha da bediñ Doue a-greiz va c’halon ?

1877
Référence : EKG.I. p.55

Nad it ket da grediñ evelato e ve bet graet an holl diskianterezh difeiz-se gant tud hor bro. Nann. Lezer ober a raent, avat.

1877
Référence : EKG.I. p.173

War an deiz, tud Perroz a rae van da vont da besketa pe da vezhina, hag atav, evit kaout tro da lezer o bagoù pe e [Traezhtraou], pe e [Traezhtrignel], ec’h en em gavent a-enep ar mare pa deuent en-dro.

1877
Référence : EKG.I. p.98

Lezet e veze da labourat e damm douar er c’hiz ma kare, ha zoken da lavaret e oferenn ha da c’hervel e amezeien da zont dezhi.

1877
Référence : EKG.I. p.54

An traoù disterañ, ar re ne dal[v]e ket ar boan o gorren, a yoa lezet war an dispalu.

1877
Référence : EKG.I. p.231

O welet kement-se, ha skuizh o c’hedal, me 'gred (ne gav ket din e vije dre vezh e vije bet, avat, rak an neb a nac’h e relijion hag e Zoue, n’en deus mezh dirak netra), ar person "intru" a lavaras da gabiten ar soudarded e oa gwell dezho lezer an oferenn a-gostez ha mont d’an ti-kêr evit lakaat war baper e oa eñ gwir berson Plougerne.

1877
Référence : EKG.I. p.231-232

D’ar mare-se, n’oa ket brav doare an dud war an douar. Doue, droug ennañ o welet pec’hedoù ar vro, a lezas e vugale da ober o fenn o-unan. Dall evel ma’z eo an dud hep skoazell an Aotrou Doue, ne zalejont ket da vont dre an hent fall, fall e pep giz : fall evit traoù ar bed-mañ kerkoulz hag evit traoù ar bed-all.

1877
Référence : EKG.I. p.1

— Me da gred. Selaou, pa’z eo gwir n’eus amañ nemedomp hon-daou, ha ne c’hellomp bezañ klevet gant den, lez ac’hanon da lavaret daou c’herig dit.

1878
Référence : EKG.II p.129

War an hent e oa ur paotrig a zaouzek pe drizek vloaz o tiwall e vuoc’h. Yann Prijant a yeas d’her c’haout hag a lavaras dezhañ : — Ro peoc’h, va faotr ; lez da vuoc’h ganen-me. N’en em gavo droug ebet ganti : me eo maer Gwitevede.

1878
Référence : EKG.II p.17-18

Lezer a ris anezhi da riklañ goustadik er puñs : mes pa gouezhas er foñs e oa ret dezhi da nebeutañ tri zroatad evit tizhout an nec’h. Ha me diaes va fenn o welet n’oa ket hir a-walc’h va skeul.

1878
Référence : EKG.II p.50

Ar c’hemm a zo etrezo, marteze, eo m’en deus Doue digaset ar marv d’ar Briñsez ha lezet an div blac’h e buhez.

1878
Référence : EKG.II p.75

[...] mat, me a lez ganeoc’h ho puhez ; it da gaout ho kamaraded, ha lavarit kement-se dezho [...].

1878
Référence : EKG.II p.95

Savet e oan daouzek pe drizek delezenn pa liviris ouzhin va-unan : — Yann Pennorz, un dra sot ec’h eus graet : lezet ec’h eus an alc’houezioù e dor an tour, ha, ma teu unan bennak en iliz, n’en devezo nemet reiñ un taol alc’houez hag emaout paket er sac’h. Dre be hent ez i kuit ?

1878
Référence : EKG.II p.124

Na fell ket lezel da goue[zh]añ kentañ kelaouenn vrezhonek penn-da-benn a zo bet savet er vro bete-vremañ. Ar c’hontrol eo, ret eo labourat eviti, ha kreskiñ ane[zh]i bepred. Ur poent a enor a dle be[z]añ evidomp.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1

Amañ e lezfomp an Ao. Jozef Holvek, ar pelerin a zo bet klañv war al lestr ha nan eo ket c'hoazh yac'haet.

1903
Référence : MBJJ p93

list

1909
Référence : BROU p. 393; impératif pluriel)

Hadet tro-dro direizh ha revin, e tec’hjont kuit hep lezel roudenn war o lerc’h !

1923
Référence : SKET p.77

Lazhañ ar re washañ a reas ha ne lezas o buhez nemet gant ar pep dinoazusañ, ar pep talvoudusañ anezho.

1923
Référence : SKET p.30

Evelato, kement ha diwall na vefe tamallet din lezel er-maez un dra bennak, ez an da ziskuilhañ e berr gomzoù ar pezh am eus klevet diwar-benn se er C’hres hag en Iberi.

1923
Référence : SKET p.32

N’eus ket nemeur da arvariñ e c’hallfe an holl draoù-se kouezhañ, un deiz, en ankounac’h, ha m’en em lezan d’o damvenegiñ amañ, ez eo dre n’eus hini en hon touez na zigasfent dezhañ da goun eñvorioù ker e oad tener.

1923
Référence : SKET p.40

N’en em lezit biken da vont da sklaved ho peg milzin hag ho kof ; na rit lontregezh ebet en dibriñ pe en evañ !

1923
Référence : SKET p.51

Diselaou n’em eus lezet biskoazh klemm ar re wasket.

1923
Référence : SKET p.71

Teogiñ a raent al loened gouez : naer-wiber, moc’h-gouez, arzh, bleiz, kazh-karvetaer, holl e tenesaent dezho er c’hoadoù ha war ar maez ; c’hoari ha gourvez en o c’hichen a raent hag en em lezel da vezañ flouret ganto, hep c’hoant ebet d’ober droug.

1923
Référence : SKET p.76

Ganez-te, ha gant Kamula e lezan va gouriz, en eskemm, emezi. Er mirit en eñvor.

1923
Référence : SKET p.105

En enep, p’edo Derkeia a rae, e veze goullonderet trumm hag e chome ur pennad kent leuniañ a-nevez. Kadra ha Daga a voe ret dezho adarre lezel ar preder gant o c’hoar.

1923
Référence : SKET p.109

Anavezet e voe ganto e lezent bemnoz, o tont eus an dour, o c’hrec’hen elerc’h war an traezh hag ez oa anezho teir flac’h yaouank, bras, kenedek, nemet morlivet ha nec’het-marv, a gemere troad en aod, en ur waskañ o blevioù melen glebiet-holl gant ar c’hoummoù.

1923
Référence : SKET p.114

Pintet war beulioù, troet o dremm war-du ar maez, e voent lezet eno da zigigañ.

1923
Référence : SKET p.128

diselaou (lezel) klemm ar re wasket

1923
Référence : SKET p.172, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Laisser sans l’entendre la plainte des opprimés".

Mar n’hellez ket stummañ an dud diouzh da c’hoant, na zeuet da wir evidout an dro-enep : n’en em lez biken da vezañ stummet gant an dud hag an darvoudoù, nemet a-youl e plegfes da se e sell eus ar Vad, rak n’eo ket un dervenn start ez eo, ne vo biken ur c’halet a baotr, ne vo biken anvet den-meur, hogen merc’hodenn-goar, krouadur-pri, bugel-douar, an neb en em lez da vont from-difrom da heul an traoù a-ziavaez.

1924
Référence : SKET.II p.31

Bep beure e kas anezho da gouronkañ er mor, ha setu perak en em gav, en deiz-se, e tevenn Abalos, gwisket gantañ an dilhad ma oa boas da wiskañ a-benn gouronkediñ ar c’harr, da lavarout eo un doneg divilgin start ouzh e gorf ha bragoù strizh ha berr o lezel e zaoulin ez noazh (1).

1924
Référence : SKET.II p.58-59

Ouzhit e stouan, o Heol, diwaller ar bed ; en deiz-mañ hon diwall ; diwall ar biou er peurvan hag, o kimiadiñ henozh, hon lez yac’h hag evurus evel m’ac’h eus hor c’havet (6).

1924
Référence : SKET.II p.26

Ha koulskoude, koulskoude, dihun, ankounac’h, dihun, dihun !… Sav war da ziwaskell, kae ! kae ! lez, lez ar c’houn, ya, lez ar c’houn da sklêrijennañ va mennozh.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 38, p.845 (Miz C'hwevrer 1924)

Lezet en deus entre daouarn an aotrou person an arc’hant hag ar paperioù. Goude e teuio d’o c’herc’hat.

1925
Référence : BILZ2 p.175

Raktal ar rakzorioù a fiñvas en ur drouzal war o mudurunoù ha, dre[iz ?] an toulloù anezho ec'h en em silas un niver bras a veajourien ker sammet, ar c'halz anezho, hag ul [sic] toullad merien o tistreiñ d'o neizh. Ken niverus all eo war ar frankizenn, an dud a c'hortoz o zro da bignat en tren da gemerout al lec'hioù lezet goullo gant ar re a oa erruet e penn o beaj.

1929
Référence : SVBV p.8

lez da gas !

1931
Référence : VALL pg aller (laisse aller !)

lezel e dechoù fall en o roll

1931
Référence : VALL pg (lâcher la) bride (à ses passions)

lezel kabestr gant ub.

1931
Référence : VALL pg (lâcher la) bride (à qqn)

ne lez mann en e zilerc'h

1931
Référence : VALL pg (il ne reste rien) après (lui)

Lezet en deus anezhañ da vale, rak ar roue hepken, ha den all ebet, a c'hell barn unan bennak d'ar marv.

1936
Référence : TKAL p14

Goude bezañ prederiet, hon eus kavet e oa gwelloc'h lezel a-gostez pep reizh strizh, rak war draoù ken sebezus e kouezhed, ma ne oad ket evit ober evel-se.

1943
Référence : TNKN p8

Ha teñzor hon tadoù kozh a veze lezet a gostez ["a-gostez"].

1944
Référence : ATST p.45

Mat, hiviziken, ni a lezo ar merc’hed da gontañ o istorioù… ha da ziskontañ eus o fortun heritaj ar voereb kozh rak hennezh a vo deomp, kousto pe gousto.

1944
Référence : ATST p.76

Setu e voe lezet ar gwele digor-frank.

1944
Référence : ATST p.35

— « An eontr a zo marv hag ar voereb a zo klañv-bras, » a lavaras Lom ; « ha prestik e vo deomp heritaj Karreg-al-Louarn, ha va lodenn a lezan ganeoc’h, ma n’eo ket hounnezh Na an Du. »

1944
Référence : ATST p.20

Lezomp, avat, a gostez [a-gostez] loened hag anevaled, pa n’eus hini ebet anezho em istor, ha gwelomp pelec’h omp degouezhet pelloc’h.

1944
Référence : ATST p.9

-"Ma lez da ober", eme mamm. "Deomp kentoc'h da gostez ar gar, lec'h eo nevesoc'h ar straedoù".

1944
Référence : EURW.1 p.137

Ar c'hinnig-se a lezas ac'hanomp etre daou soñj.

1944
Référence : EURW.1 p36

E zilhad soudard a voe lezet gantañ da vont kuit ; pa oan bugel am eus soñj bezañ kavet brav an doupenn reun ruz a oa war e chako lêr, hag ar fourajerennoù ruz kordennet, gant brochennoù kouevr a veze a-istribilh ouzh ar skoaz, hag ar c'hleze meur gant e zornell kouevr, a oa e-pign ouzh speurenn ar gambr, hag a veze miret holl gantañ evel eñvorennoù e amzer verr a varc'heger.

1944
Référence : EURW.1 p10-11

A-hed e vuhez, e chomas gant ar meno-se, ober un dra bennak, en ober mat ; lezel ar re all da fougeal war ar blasenn, chom sioul en diavaez d'ar vrud ha plediñ gant e vicher : setu holl.

1944
Référence : EURW.1 p12-13

Izeloc'h en diaz, a-us d'ur menestin foenneg, e disheol ur bochad gwez elv, e klouare ul lenn-kouronkañ, ma c'helled ebatiñ, goude bezañ pigellet pe douget boutegadoù atredoù, e-pad eurioù an deiz ; rak, - ar Reolenn a oa, - ne veze ket lezet nemeur ar baotred yaouank hep ober tra pe dra.

1949
Référence : SIZH p.53

Mar plij, aotrouned, prim ma list !

1960
Référence : PETO p80

Ne deo Sassandra nemet ul lec'hig hep talvoudegezh, ha ne deo ket evit lezel pe gemer beajourien, na kennebeut evit kargañ marc'hadourezh, eo e chom al listri a-sav amañ (pe a-wechoù e Tabou, tostoc'h d'al Liberia), met evit kemer en o bourzh morianed a ouenn Krou, hag a vo karget da ober al labourioù tennañ e-keit ha ma vo al lestr gant e droiad er broioù tomm.

1985
Référence : DGBD p19

Aet e o Papon da brefed polis goude bezañ bet servijour feal faskouriezh Vichy, ha lezet da vont kerkent ha kondaonet abalamour d'e dorfed a-enep an denelezh.

2015
Référence : DISENT p147

Diskouezit eta ho kartenn-anv pe[/]ha paseporzh dezhe ha lezet e vefet da vont dizale.

2015
Référence : DISENT p163

Skrivet eo al lizher gant lizherennoù ront stummet brav. E-kichen o deus lezet o c'hartennoù-anv.

2015
Référence : EHPEA p12

Da gKoula e lavaran lezel kement labour all e-skourr ha dastum war ar rouedad an holl ditouroù a c'hello kavout diwar-benn Korasidis.

2015
Référence : EHPEA p61

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux